Akademiezh Roazhon
DASTUMADENN TESTENNOŮ
Document de travail
exclusivement destiné
ŕ l’expérimentation
par les enseignants
de breton
dans les classes
bilingues de 6čme et 5čme
Kenniget get
Daniel Carré
Jean-Pierre Deredel
Michel Philippot
Hervé Maubian
Patrick Gouez
François Louis
Plan de formation
2001-2002
Atelier « Textes
fondateurs »
Rostrenen — 2002
D’ar gelennerion brezhoneg er c’hlasoů a 6vet
hag a 5vet divyezhek
Keneiled vat,
Ar pezh a zo arruet geneoc'h amań etre ho
taouarn nend eo ket un dra ... lipet ; damlipet, lakaomp... Met penaos e
vehe bet d'ar bare kenseurted bet "tad" dezhań ober gwelloc'h a pa ne
oa gete ken nemet 12 eurvezh (4 penn devezh "stal labour") ?
Boulc'het o deus al labour, ha setu ; mard eo didroet ar parkad e chom
c'hoazh lec'h da... c'hweziń ennań betek ma vo medet, betek ma vo kaset ar
greun d'ar suler.
Danvez dafar lenn ha studi ar yezh er
c'hlasadoů a 6vet hag a 5vet divyezhek hon eus choazet amań. Testennoů distag
int, hańval a-walc'h doc’h ar pezh a gaver e galleg evit an hevelep oad. Nend
eo ket bet aes an dibab, m'hen asur deoc'h ! Klasket hon eus danvez savet e
brezhoneg "a-feson" get skrivagnourion mestr ŕr o yezh ; traoů
liesseurt : pennadoů kar d'ar pezh a vez anvet Textes fondateurs e
galleg (skridoů tennet ag ar Bibl, a lennegezh kozh ar Vretoned...) ;
danvez da zigor ar speredoů hag ar c'halonoů d'hor sevenadur-ni (sonennoů,
gwerzioů, pezhioů-c'hoari, kontadennoů...) ; eńvorennoů buhez ;
istorioů hag... avanturioů ; fablennoů ha barzhonegoů...
Evit pep testenn hor boa lakaet en hor sońj
kinnig : a) poltred an oberour, ur c'hrenn ag e vuhez, roll e oberennoů... b)
poelladennoů a-ratozh evit sikour al labour studial ar yezh, kompren an danvez,
dougen komz ha skrid ar skolidi ; c) skeudennoů, daveennoů pladennoů ha
CDoů, h.a. Sklaer eo goűt n'eo ket tizhet ar pal penn-dre-benn...
Un nebeud evezhiadennoů kent kloziń :
1°- Kement-mań nend eo ket ur benveg
peurachu : un teuliad labour eo, graet evit bout implijet etrezomp, evit bout
pinvidikaet get ar pezh a vo savet ha kavet get pep unan ac'hanomp. Goude
hepken, ‘benn ma vo bet amprouvet mat en hor c’hlasoů, e vo kinniget da dTES da
embann ; pas a-raok.
2°- C'hwi a gavo an dafar kinniget e div
feson : tennet ŕr baper (stumm ur c'haier) hag enrollet ŕr ur CDrom. Sońjet hon
eus e oa aze ar gwellań tra d'ober evit aesaat al liestenniń (evit ar
skolajidi) ha, dreist pep tra, evit reiń an tu da bep unan ac'hanomp da
« adlabourat » an testennoů (o c'hrenniń, stagiń notennoů :
geriaoueg, poltred an oberour, goulennoů...) ha da sevel – pe da adkempenn – ar
poelladennoů da heul.
3°- Goulenn a reomp grońs get a-gement a
adkempenno un destenn bennak, a fardo ur fichenn... kas deomp (francois.louis@ac-rennes.fr) ar pezh en do savet[1] ;
rak ŕrnoc'h-c'hwi, keneiled vat, e kontomp bremań evit kas al labour-mań da
benn. El-se, hag čl-se hepken, e vo aozet geneomp ar gwellań benveg a fehe bout
: an hini savet get tud ŕr an dachenn evit tud ŕr an dachenn.
Roazhon, d'an 30.10.02
D. Carré
Getań ar garg a enseller ŕr ar brezhoneg
TAOLENN
1/ Barzhonegoů, gwerzioů, kanennoů, fablennoů
-
Ar bleiz hag al louarn, Guillaume
Ricou, Fabloů Ezop troet en brezhoneg,
1828, Gwilmer, Montroulez
-
Ar bleiz hag an dańvad, Aogustin
Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioů, 1935
-
Ar bleiz hag an oan, Étienne Le
Strat (Stevan Kerhored) Le Strat, Gwerzennoů Breizh-Izel, An Henbont, 1931
(trugarez da Zaniel Doujet)
-
An durzhunell hag ar verienenn,
Pierre-Désiré de Goësbriant, Fablenn
brezhoneg, 18.. ?
-
An daou zen hag an azen, Guillaume
Ricou, Fabloů Ezop troet en brezhoneg,
1828, Gwilmer, Montroulez
-
Ar c’hrilh hag ar verienenn,
Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioů, 1935
-
Ar grilhan hag ar verionenn,
Étienne Le Strat (Stevan Kerhored), Gwerzennoů Breizh-Izel, An Henbont, 1931
(trugarez da Zaniel Doujet)
-
Ar vran hag al louarn, Aogustin
Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioů, 1935
-
Razh kęr ha razh kouer, Prosper
Proux, Bombard Kerne, Jabadao ha Kaniri
-
Gwerz
sant Juluan, diŕr ar werz lâret
get Y.-F. Kemener, Kanoů kalon Breizh,
Skol Vreizh 1996
-
Azenorig-C’hlas, Kervarker, Barzhaz Breizh, emb.
1841
-
Tri
martolod, kanet get Alan
Stivell, Olympia Concert, Disques Dreyfus, 26 av. Kleber, 75116 Paris
-
Son ar chistr, kanet gant Alan
Stivell, Reflets, Disques Dreyfus
Sony Music France
-
Ar chistr nevez, Loeiz Herrieu, Gwerzennoů ha sonennoů Bro-Gwened, 1911
-
Marv eo ma mestrez, kanet gant
Yann Fańch Kemener, Héritage des Celtes,
BYG Production / Sony Music Entertainment (France) S.A. / Columbia, 1994
-
Gwerz Kęr-Is, Olivier Souvestre,
kanet get Yann-Fańch Kemener, Enez Eusa,
L’Oz Production, 1995
-
Mac Do, An Diaoul ha peder, Un taol botez, emb. Pluriel, 1999
-
Lagad an Heol, Ańjela Duval, Kan an Douar, Mae 1964
-
Ar mab-laer, Denez Prigent, Irvi,
Barclay Universal Music, 2000
-
Ma far, Yann-Fańch Kemener
-
Me ‘zo ganet e-kreiz ar mor,
Yehann-Pier Kalloc’h, Ŕr an daoulin,
Plon, 1921
-
Ki bihan-me, Ańjela Duval, 3 a viz
Du 1979
-
Fousou (maronad), Ańjela Duval, 9
a viz Gwengolo 1974
-
Ar vernikenn, Yehann-Pier
Kalloc’h, Ŕr an daoulin, Plon, 1921
-
Planedenn, Yann-Bęr Pirioů, Ar mallozhioů ruz
2/ Mojennoů, sorbiennoů, kontadennoů, sinadoů
-
Poell hag Araoun, K. Riou, Ar
Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar
vugale, Al Liamm nnn
39, 1953
-
Poell ha Rianon, K. Riou, Ar
Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar
vugale, Al Liamm nnn
39, 1953
-
Manawezan, mab Lir, K. Riou, Ar
Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar
vugale, Al Liamm nnn
39, 1953
-
Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953
-
Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoů, lakaet e brezhoneg get
Erwan ar Moal (Dir-na-Dor), emb. e
Kroaz ar Vretoned, miz Even 1911
-
Sinadoů, testonioů dastumet get Mikael Madeg, emb. ŕr gasedig, Komz nnn
1, Dastum
-
Troioů-kamm
Alanig al Louarn, Jakez Riou, Gwalarn nnn 89, Ebrel 1936
3/ Danevelloů, beajoů, buhedigezhioů
-
Mousa, Louis Le Clerc (Kloareg
ar Wern), Ma beaj Jeruzalem, 1903
-
Petra a weler eus menez ar Gwez oliv : ar mor Marv eus a Sodom da
Gęr-Is, Louis Le
Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj
Jeruzalem, 1903
-
Ur c’hrennard iskiz : Mońsig Maman Sion, Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern),
Ma beaj Jeruzalem, 1903
-
Ar sembolenn, Taldir
Jaffrennou, Ur wezh e oa...
1944 ; ademb. get Hor Yezh, 1985
-
Bilzig dirak ar barnour, Fańch
al Lae, Bilzig, emb. Buhez Breiz,
1925
-
Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn, Pęr-Jakez Helias, Marc’h al Lorc’h,Terre Humaine, Plon, 1986
-
Ki ar c’homandant, Alan
an Diuzet, Eńvorennoů ur prizoniad,
embannet get an oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon)
-
Un tec’hour kalonek, Alan
an Diuzet, Eńvorennoů ur prizoniad,
embannet get an oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon)
-
Dervezh tennań d’ar sord e Kastell-Paol, Lan Inizan, Emgann Kergidu,
1877-1878
-
Jako Fri Kamm, Loeiza
ar Meliner, Ŕr bont ar velin,
Dihunamb, 1938
-
Bopig, Frańseza
Kervendal, Un aod, ur galon,
Barr-Heol, nnn 57, Gwenholoń 1968
-
Pleiben, ar gwaied, Yeun
ar Gow, E skeud tour bras Sant-Jermen,
1955
-
Targazh ar sabad, Jakez
Riou, An Ti satanazet, Le Courrier du
Finistčre, 1930-1931
4/ C’hoariva
-
Mojiz hag ar ramz ; Ar Pevar mab Hemon, lesanvet
Ar Pevar marc’h limon, adkempennet
get Pęr Bourdellez, Skol, 1967
-
Gurvan, ar marc’heg estrańjour, Tangi Malmanche, 1923
-
Daoustoc’h petra ema-eń aet d’ober d’ar gale-se, Moličre, Troioů-kamm Skapin, troet get Loeiz Konan, c’hoariet get
C’hoarivari, 2000
-
War un dachenn fobal, Pęr-Jakez
Helias, Biskoazh kemend-all, Brud
Nevez, nnn 17 Ebrel-Mezheven 1964
-
Ar boued-touseg, Pęr-Jakez
Helias, Biskoazh kemend-all, Brud
Nevez, niv. 17 Ebrel-Mezheven 1964
-
Bitekle, Gwilhoů
Kergourlay, Bitekle pe war hent ar
baradoz, emb. Brud Nevez, 1979. Lakaet e brezhoneg Kallag get ar strollad
F.A.B., 1997
-
Lubaner Kreiz-Breizh, diŕr
John Millington Synge, The Playboy of the
Western World,lakaet e brezhoneg get Sylvain Botrel ha Mari-Elen Morvan,
emb. Skol-Vreizh, 2000
-
Arsenik ha kozh dantelaj, Joseph
Kesselring, c’hoariet get Strollad Penn-ar-Bed
5/ Ar Bibl, Buhez ar Sent
-
Adam hag Ev, Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896
-
Adam hag Eva, Eugčne Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan,
Ploermel, 1896
-
An deluj, Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896
-
An deluj, Eugčne Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan,
Ploermel, 1896
-
Noah, Ar Bibl, troet diŕr an hebraeg get Pęr ar Gall ha Job Lec’hvien,
emb. An Tour-tan, 1981
-
Sant Geltas, Jag Larboulet, Buhez ar sent eit pep deiz ag ar blez,
ti-moulliń Galles, 1907
-
Santez Noalwenn, Jag ar C’hromm, Buhez ar Sent, 1839
6/ Ar Vosenn
-
Bosenn Elliant, Kervarker, Barzhaz Breizh, 1839
-
Bosenn Elliant, kanet get
Maryvonne Bacon, dastumet get Donatien Laurent, Tradition chantée de Bretagne – Les sources du Barzaz Breiz aujourd’hui,
Ar Men / Dastum, 1989
-
Bosenn Elliant, kanet get Gaďt,
Plomeur, 1868, dastumet get Fańch an Uhel
-
Ar vosenn, Pęr Bras, ganet e Kore
e 1904, enrollet get Mona Bouzec e 1977
1
BarzhonegoŮ
GwerzioŮ
kanennoŮ
fablennoŮ
Ar bleiz hag al louarn
Ur bleiz en devoa bet graet
Ur bourvizion vras a voued,
Evit un tamm mat a amzer,
Hag e oa neuze dibreder.
Al louarn a deu d’hen kavet,
A c’houl digantań ar sujed.
Ar bleiz a gomprenas neuze
E oa o tailhań finese ;
Ne oa ket ar galant deut di
Nemet evit gripań e breizh.
Dre-se e ra seblant dezhań
E oa chomet un tammig klańv ;
Ma oa evel-se dalc’het mat,
Ne c’helle ket a labourat,
Hag e suplie anezhań
Hag e suplie anezhań
Al louarn o vezań fachet
O vezań n’en devoa gallet
A zont a-benn deus e afer,
A roas końseilh d’ar berjer
Da vonet da gavern ar bleiz
Hag e tapje e inimi,
Hag an hini ne lake ket
A evezh da vezań tapet.
Ar berjer pront a bartias
D’her c’hombatiń, hag hen lazhas.
Al louarn a chomas aotroů
Ha d’ar c’havern, ha d’ar madoů.
Mes ar joa demeus e dorfed
A oe prest a-walc’h finiset :
Ar memez berjer, goude-se,
A eure e afer ivez.
Sańs moral
Un dra vil hag ivez mezhus
Hag alies pernisius,
Kazi ordinal d’an hini
A vez karget deus a avi.
Guillaume Ricou, Fabloů Ezop troet en brezhoneg, 1828,
Gwilmer, Montroulez

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet,
La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet,
La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998
Ar bleiz hag an dańvad
Un dańdavig bihan ‘oa ‘c’h evań dour,
Dour-red ha sklaer evel ur melezour,
Pa zegouezhas warnań ur pikol bleiz louet,
O klask e voued,
Ha du gant an naon :
– « Petra ‘rez aze te, lampon ? »
Eme ‘r bleiz gant ur vouezh c’harv.
« Piv ‘n deus roet końje dit-te, pezh divalav,
Da zont da louzań va soubenn din-me ?
Me da lazo, sell ! ‘Vezin ket keit-se ! »
– « Aotrou, ‘me ‘n dańvadig, arabat deoc’h
fachań ;
‘Barzh an dour-red emaon amań,
Ha peogwir c’hwi zo dek paz uheloc’h
Evit aze moarvat an dour ‘vo ket lousoc’h ! »
– « Hen louzań ‘rez,
A lâran dit, » eme ‘r bleiz didruez ;
‘‘Ha me ‘m eus klevet ouzhpenn warlene
Te ‘poa klasket koll va brud din-me ! »
– « Penaos ? peogwir ne oan ket ganet ?
Me n’on ket bloaz,
Me zo ‘tenań va mamm c’hoazh ! »
– « Da vreur eo ‘ta neuze ? » – « ‘M eus
breur ebet ! »
– « Mat ! da gerent neuze ! Ur vandenn
hailhoned,
Gant ar chas hag ar bastored,
‘C’h ober brezel din-me bemdez !
Me zesko dit, genoů glazvez !’’
Ha kerkent, hep hiroc’h abadenn,
E tap peg en e groc’hen.
Emań strinket war al letonenn,
Ha lonket hep pebr nag holen.
An neb ‘zo ar Mestr d’en em gannań
N’eo ket diaes dezhań
Kaout ar ger diwezhań.
Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioů, 1935

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net
Ar bleiz hag an oan
En ur riolenn sklaer, un oanig penn-deńved
A oa soublet e benn e’it torriń e sec’hed.
Setu erru ur bleiz hanter varv get an naon :
Pezh ur joa evitań kavet un oan bihan !
« Petra rez-te, moj vil ? » a lâr-eń
kounnaret,
« Te gousi an dour-mań a pa vennan evet !
Evit ur penn-deńved, hardizh ous un nebeud,
Ha te baeo emberr kement a hardizhted ! »
An oanig paour skontet en ur greniń a lâr :
« Aotrou, plijet genoc’h distaniń ho kounnar.
Gober jenamant deoc’h biskoazh ne ‘m eus sońjet
Mes daet on d’ar wazh-mań e’it torriń ma sec’hed.
Evet em eus d’an diaz, pellik-mat a-zoc’hoc’h,
Ha n’hellan ket krediń emań an dour viloc’h. »
« Viloc’h ! » eme ar bleiz, « Viloc’h er
c’havan-me !
O ya, m’az anav mat ; ur brav a loen ous-te !
Me oar, ar blez arall ez teus ma dikriet ! »
« Penaos ? » eme an oan, « Ne oan ket
c’hoazh ganet,
Eh on c’hoazh é teniń. » « Piv eo neuze ? Ta
vreur ? »
« E gwirionez, aotrou, ne ‘m eus na breur na
c’hoar. »
« Ne vern, ur re bennak atav a ra poan din.
Holl, chas ha bugulion, e vennont ma lazhiń.
Te baeo evite, rak skuizh on é andur ! »
Kentizh ŕr an oanig ar loen gouez dinatur
A zigor e veg bras, er c’has getań pelloc’h
Hag en debr a dammoů hep chikanal muioc’h.
Ŕr an douar-mań get ar
c’hreńvań
Emań ar rezon liesań.
Étienne Le Strat (Stevan Kerhored) Le Strat,
Gwerzennoů Breizh-Izel, An Henbont, 1931
Trugarez da zDaniel
Doujet
An durzhunell hag ar verionenn
Eus a vihanoc’h traoů e teu c’hoazh ar gentel
Un deiz, oc’h evań dour e oa un durzhunell,
A-hed ur wazhig sklaer. Eno ur verionenn
En em gavas en he c’hichen,
Pehini, o stouiń re lark a-zioc’h al lenn,
En dour war he fenn a gouezhas.
Al lenn eviti ‘zo mor bras :
Kaer he deus neuial, al loenig kaezh
Ne c’hell kaout poent da zont er-maez.
An durzhunell a reas aluzen,
En ur deuler d’ar verionenn
Ur c’heotenn da dalvezout planken,
Hag al loen paour, diwar goust ar bod geot,
A c’hellas en em dennań en aod.
War an c’houlz-se e tegouezhas
Ur baleer war e dreid noazh,
Ur wareg hag ur bir en e zorn :
Gwelout a ra ar goulm, en ur sellout a-gorn :
Houmań, emezań, ‘zo din ; hag o bukań e tenn.
Met ken buan ar verionenn,
Er flemm e seul e droad. Eń, en ur dreiń e benn,
En deus spontet an durzhunell,
Ha koan ar baleer a ya gant an avel.
Pierre-Désiré de Goësbriant, Fablenn brezhoneg, 18.. ?
An daou zen hag an azen
Daou zen, un dezert o tremen,
War o hent a gav un azen ;
Ma savas disput entreze
O klask goűt da biv e vije.
Pep hini 'ne’ a zońj dezhań
E oa deut hennezh evitań,
E oa 'r fortun a zegase
An azen da bep hini 'ne’.
Entre ma oent gant o debat,
An azen a ya ur pennad,
Hag evel-se a-nebeudo
Ec'h a kuit hag o lez eno ;
Ha pa zistrojont da sellet,
E chomjont o-daou souezhet :
Ur c'heuńv bras neuze o devoa,
Pa oent tremenet hep netra.
Sańs moral
Meur a hini a vez frustret
Deus ur vat a vez arruet
En defot gouzout e gemer
D’e implij evel ma kleer
Guillaume Ricou, Fabloů Ezop troet en brezhoneg, 1828,
Gwilmer, Montroulez

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net
Ar c’hrilh hag ar verienenn
Ar c’hrilh rous, chomet en hańv
Da ziskanań
Hep ehanań
N’he doa ken ‘met bevańs skańv.
Pa oe deut an avel viz .
Kaer he doa furchal gand tizh.
Ne gave na preńv na maon[2],
Seurt da lakaat ouzh he staon.
Ha hi da di ‘n amezegez,
Ar verienenn, tost o chom,
Da c’houlenn ‘vit he ziegezh
Da vont betek an heol tomm,
Un nebeudig greun da brestań.
– « Touiń ‘ran e teuin d’o
rentań,
Emezi, da vare ‘r foenn,
Hag interest bras
ouzhpenn. »
Ur verienenn da brestourez
Ne vez kavet e neblec’h.
– « E-pad an hańv, petra
raec’h ? »
Emezi, dichek, d’ar baourez.
– « Kanań laouen noz ha
deiz
Evit plijadur va nesań. »
– « Kanań ? Labour
skuizhus, feiz !
Mat eo, kit da sutal
bremań. »
Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioů, 1935

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet,
La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998
Ar grilhan hag ar verionenn
En amzer ag an hańv
Hep arsav, noz ha deiz,
E kane ar Grilhan
Ha bourrus e kave.
E-kreiz an deverrańs
Ankouaet mat en doa
A serriń e vevańs
E’it an amzer goude.
Mes tremen a ra buan
An ebad, an c’hoari.
Setu daet ar gouiańv
Ha daet ar gerteri !
Ne gave mui netra
Da reiń d’e gargusenn,
Na preńved, na bara,
Nag un tamm kelionenn.
Ar Grilhan disoursi,
Goulle-kaer e vouelloů,
Kalz a c’hoant n’en doa mui
Da lâret sonennoů.
Da di ar Verionenn
Eń aet, ar c’haezh Grilhan,
Da c’houlenn ur c’hranenn
Evit torriń e naon.
« Me lâr deoc’h a-vremań,
A galon » eme-eń,
« M’ho paeo, an eost-mań,
Div c’hranenn e’it unan. »
Mes ar Verionenn kriz
A reskond d’ar Grilhan :
« Bara n’hoc’h eus ket mui !
Petra raec’h-c’hwi d’an hańv ? »
« Pa oa kaer an amzer,
E’it komz get gwirionez,
Er-maez ag en tier
Me gane noz-ha-deiz. »
« Ha ! Ya, c’hwi a gane
Pa oa ret labourat !
Hama, krollit ivez.
Kenavo ! Yec’hed mat ! »
Grilhan, n’ankouait
ket,
Mes dalc’hit sońj ervat
Da bep unan er bed
Emań ret labourat.
Ha c’hwi, gouiit ivez,
Merionenn digalon,
Selaouet get truez
Goulenn ar
baourerion !
Étienne Le Strat (Stevan Kerhored),
Gwerzennoů Breizh-Izel, An Henbont, 1931
Trugarez da zDaniel
Doujet

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet,
La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998
Ar vran hag al louarn
An Itron Vran, war he gwezenn
kludet,
A zalc’he ‘n he beg fourmaj
gwenn.
Lan al Louarn, war e lost hir
puchet,
A gomzas outi evel-henn :
– « Deiz mat deoc’h, Itron
Vran Eus ar C’hoajoů,
Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer
ho tilhajoů !
Mardouen ! ma ouezit kanań
‘Vel ma ouezit en em glinkań,
C’hwi zo gwir Rouanez laboused
ar vro-mań. »
Kerkent Bran ar C’hoajoů, lorc’h
enni, sot atav,
Evit diskouez he mouezhig vrav,
A zigor bras he beg... Kouezhet
ar fourmaj gwenn,
Tapet gant Lan en ul lamm krenn.
– « Itron Vran,
Eme Dom Lan,
Ne ouiec’h ket ‘ta
‘Ranker atav paeań
An enor hag ar meuleudi !
Ur gentel gaer am eus roet
deoc’h-c’hwi ;
N’eo ket paeet re ger moarvat
Gant ur fourmaj leun a c’hwezh
vat. »
Ar vran, lostek, a douas, met
diwezhadig,
Ne vije tapet mui gant an trubard Lanig.
Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioů, 1935

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net
Razh kęr ha razh kouer
I
Ur razh, aotrou pinvidik,
Eus a gęr Iz, ginidik,
A bedas ur razhig kouer
Da goaniań gantań, er gęr
II
Souezhet
eo, ar paour-kaezh,
Pa
zegouezh e-barzh ar palez
E c’henoů, frank digoret,
E zaoulagad dislonket
Na wel nemet aour o lintriń
Melezourioů o skediń
War an daol ur stal bladoů
Leun a bep seurt madigoů
Digor frank e zivfroen
Da ruflań o mogedenn
Tramouilhat a ra e c’henoů
Ha lipat e vuzelloů
- Ma feiz !
– eme Yann ar Maezioů
Un askell en e c’henoů,
- Bezań aotrou
zo gwall gaer !
Me a ranko chom e kęr.
Lonkań dour evel gleskered,
Honnezh n’eo c’hoari ebet !
Gwellań gwin zo e kęr Iz !
D’ho yec’hed, aotrou
Markiz !
III
Hogen e-kreiz ar stok-gwer,
‘Oe klevet un drouz pounner,
Gant merc’h Gradlon o c’hoarzhin,
Hi ha meur a vastokin.
Ha ma razhed da redek
Hep gellout torchań o beg
War o lerc’h chas kounnaret,
Un targazh ha lakoned.
An daou gaezh a red, a red
Evel loened difelc’het
Ha paneved un toull goz,
‘Oant skubet gant an Ankoů
- E feiz – eme
gouer, dialan –
Ar foultr ganit ha
da goan !
Gwell eo din
louzoů, hep nec’h,
Eget kig, e kęr, gant
rec’h !
Prosper Proux, Bombard
Kerne, Jabadao ha Kaniri
Gwerz sant Juluan
Sant Juluan pa oa den yaouank,
‘Oa un den bras ha puisant.
Un deiz e savas beure mat
‘Vit mont da chaseal d’ar c’hoad.
E-kreiz ar c’hoad en ur arruet
Ur c’hadig rous ‘n eus rańkontret.
Ur pennadig ‘n eus he heuliet.
- Perak, Juluan, ma heuliez-te,
‘Met en esper kaout ma buhez ?
O, mar ma lazhit-c’hwi, Juluan,
C’hwi ‘lazhay ho Tad hag ho Mamm.
C’hwi ‘lazhay ho Mamm hag ho Tad
O-daou er memes gwelead.
- Kentoc’h ‘vit konsantiń gober se
Me ‘yay da bell vro da vale. »
Kuitaet ‘n eus Juluan e garter
Ha diskennet e Breizh-Izel.
Ha diskennet e Breizh-Izel
E ti ur prińs da vout mevel.
Juluan a rante servij vat.
An aotrou er c’hare ‘vel e vab ;
Kement a joa en doa doc’htań
Eń ‘n oa roet e verc’h dezhań.
Tad ha Mamm Juluan ‘oa souezhet :
O mab er gęr n’arrue ket.
Gwerzhet ‘doa tout o holl vadoů
‘Vit mont noz-ha-deiz da vale bro.
Kement o doa graet o kerzhet
‘Oant arruet e toull dor porzh o mab.
E toull dor o mab p’oant arruet
Un itron gaer ‘doa rankontret.
« - Petra ‘glaskit-c’hwi, daou zen-me,
Bout er c’hoad-mań war vale ?
- Hor mab Juluan hon eus kollet.
‘Ouiomp ket ‘barzh peseurt bro ‘mań aet.
Itron, n’ho peus ket-eń gwelet ?
- Ma fried din-me ‘zo Juluan.
‘Ouian ket doc’h peseurt bro emań-eń.
Met deuit en ti da repoziń.
Hag un tamm bennaket da zebriń ? »
Kement a druez ‘vel he doa doc’hte
Ma ‘doa o lakaet barzh he gwele.
Pa oa Juluan o chaseal
Ur c’hadig rous a rankontras
Hag a rae da Juluan gwelet
Un den fall get e bried o kousket.
Neuze e tas Juluan d’ar gęr
Evel un den en dezesper.
Juluan er gęr en ur arruet
E vatezh vihan ‘n eus rankontret :
« - Ma matezh vihan, din e lareet
Alc’hwez ma c’hambr din a roeet ? »
Alc’hwez e gambr pa oa roet
Daou zen er gwele ‘n eus kavet.
E Dad, e Vamm ‘n eus lazhet.
Pa ańtree Juluan er sal
E welas e bried o paseal :
« - Ma fried paour, din e lârahet
Piv em gwele ‘poa lakaet ?
- Den ‘met ho Tad hag ho Mamm,
Juluan,
‘Oa daet d’ho klask get kalz a boan.
- Lâret mat ‘doa din ar c’had
Em behe lazhet ma Mamm, ma Zad,
O-daou er memes gwelead.
Ma Mamm, ma Zad, ma ‘m eus lazhet,
D’ar binijenn ‘rankan monet.
Me ‘savay ul loj raden glas
‘Gavin da dremen ar gwazhadoů bras.
Diŕr ar werz lâret get Y.-F. Kemener,
Kanoů kalon Breizh, Skol Vreizh 1996
Azenorig-C’hlas
I
Azenorig-c’hlas zo dimezet,
Ned eo ket d’he muiań
karet ;
Azenorig-c’hlas zo dimezet,
D’he dousig kloareg, ned eo ket.
II
‘Zenorig ‘oa tal ar feunteun,
Ha ganti ur vrozh seiz
melen ;
War lez ar feunteun, hec’h-unan,
O pakat eno bleuńv balan,
Da ober ur bokedig koant,
Ur boked da gloareg Mezlean.
Bout e oa e-tal ar feunteun,
Pa dremenas ‘n aotrou Youenn,
‘N aotrou Youenn, war e varc’h
glas,
Kerkent en ur redadenn
vras ;
Kerkent en ur redadenn vras,
Hag outi damsellet a reas :
- Houmań a vezo va fried,
Pe n’am bo, ‘vit gwir, gwreg
ebet !
III
Kloareg Mezlean a lavare
Da dud e vaner, en deiz
‘oa :
- Pelec’h ‘eus ur c’hemenngader.
Ma skrivfen d’am dous ul
lizher ?
- Kemenngaderien ‘vo kavet,
Hogen e vint re ziwezhat.
- Va matezhig, din leveret,
Na petra zo amań skrivet ?
- Azenor, me na ouzon ket,
Biskoazh e skol ne on-me
bet ;
Azenor, me na ouzon ket,
Digoret-eń, hag e welfet.
Pa oa lakaet war he barlen,
‘Zenorig a zeuas d’e lenn.
IV
Ne oa ket evit e lenn mat,
Gant ‘daeloů eus he daoulagad.
- Ma lavar gwir al lizher-mań,
‘Ma-eń tost da vervel
bremań !
Ne oa ket he c’homz peurlavaret,
Pa d’al leurzi ‘oa diskennet.
- Petra nevez zo en ti-mań,
Pa welan ‘n daou ver ouzh an
tan ?
Pa welan ‘n daou ver ouzh an tan
‘N hini bras ha ‘n hini
bihan ?
Petra nevez zo en ti-mań,
Pa erru sonerien amań ?
Pa erru sonerien amań.
Ha pachigoů a Germorvan.
- En ti-mań n’eus netra henoazh,
Nemet ho eured zo arc’hoazh.
- Mard eo ‘benn arc’hoazh ma
eured
Mont a rin abred da gousket,
Hag ac’hano ne savin ket,
Ken da lienań ‘vin savet.
Tronoz beure pa zihunas,
He matezhig-gambr ‘erruas ;
He matezhig-gambr ‘erruas,
Hag er prenestr en em
lakas :
- Me ‘wel an hent, ha poultr
ennań,
Gant kalz rońseed o tont
amań :
An aotrou Youenn ‘penn kentań,
Ra vo torret e c’hoűg
gantań !
D’e heul, ha flec’h ha marc’heien
Ha kalz tudjentil hed an hent.
Ha dindanań ‘n inkane gwenn,
Ur stern aouret war e
gerc’henn ;
Ur stern alaouret penn-da-benn,
Un dipr voulouz ruz war e gein.
- Mallozh d’an eur e teu
amań !
D’am zad, d’am mamm, ar re
gentań !
Difennet eo d’an dud yaouank
Da heuliań, er bed-mań, o
c’hoant.
V
Azenorig-c’hlas a ouele
O vont d’an iliz an deiz-se.
Azenorig a c’houlenne,
A-biou Mezlean pa dremene :
- Va fried, mar plij
ganeoc’h-c’hwi,
Me ‘yel’ un tammig tre en ti.
- Evit feteiz na yefoc’h
ket ;
Arc’hoazh e yefoc’h, mar keret.
Azenorig druz a ouele,
Ne gave den he frealze ;
Ne gave den he frealze,
‘Met he matezhig, hi a rae :
- Tevet, itron, na ouelet ket,
Gant Doue ‘viot digollet.
Azenorig-C’hlas a ouele
E-tal an aoter, da
greisteiz ;
Adal ‘n aoter bet’ an nor zal,
‘Oa klevet he c’halon ‘strakal.
- Tostait, ma merc’h, em
c’hichen ;
‘Lakfen war ho piz ar walenn.
- Poan zo ganin ‘tostaat amań,
Pa n’am eus an hini ‘garan.
- Azenorig, pec’hiń a ret,
Un den a-feson hoc’h eus
bet ;
Perc’henn en arc’hant hag en
aour,
Ha kloareg Mezlean a zo paour.
- Pa ven gantań o klask ma boued,
Se ne ra tra da zen ebet !
VI
Azenorig a c’houlennas
E Kermorvan pa zegouezhas :
- Va mamm-gaer, din-me leveret,
Pelec’h ema va gwele graet.
- Bout ‘ma ‘tal kambr ar
marc’heg-du ;
Me ‘ya d’en diskouez deoc’h
diouzhtu.
War he daoulin ‘n em strinkas
krenn,
Dispafalet he blev melen ;
War an douar, gant gwir
enkrez :
- Ma Doue ! ‘pez’ ouzhin
truez !
VII
- Va mamm itron, ha me ho ped,
Pelec’h ema aet ma fried.
- Er gambr d’an nec’h ema kousket ;
Aet-hu di hag he frealzet.
Pa zeuas tre ‘kambr e hini :
- Eurvad deoc’h, intańv, eme-hi.
- Itron Varia hag an
Drinded !
Evit intańv am c’hemeret ?
- ‘Vit intańv n’ho kemeran ket,
Hogen e berrik e viot,
Setu amań brozh ma eured,
A dalv, a gredan, tregont
skoed ;
Houmań ‘vo d’ar vatezh vihan,
He deus bet ganin kalzig poan,
A zouge lizherioů kollet…
A Vezlean d’hon zi, va fried.
Setu ur vantell nevez-flamm
Zo bet brodet din gant va
mamm ;
Homań ‘vo roet d’ar veleien,
Da bediń Doue ‘vidon-me.
‘Vit va c’hroaz ha va chapeled,
Ar re-se ‘vo deoc’h, ma
fried ;
Miret-o mat, ha me ho ped,
Ma zalc’hfoc’h sońj eus hoc’h
eured.
VIII
- Petra zo degouezhet er gęr-mań,
Pa son ar c’hloc’h war e
gostez ?
- Azenor mervel he deus graet,
He fenn war barlen he fried.
‘Maner Henan, war un daol grenn,
Ema bet skrivet ar
werz-mań ;
‘Maner Henan, ‘tal Pont-Aven,
Da vout kanet da virviken.
Barzh an aotrou kozh he savas,
Hag un damezell he skrivas.
Kervarker, Barzhaz Breizh, emb. 1841
Tri martolod
Tri martolod
yaouank (tra la la, la la la la)
Tri martolod
yaouank o voned da veajiń
Tri martolod
yaouank (tra la la, la la la la)
Tri martolod
yaouank o vonet da veajiń
O voned da
veajiń ge, o vonet da veajiń (bis)
Gant avel bet
kaset (tra la la, la la la la)
Gant avel bet
kaset betek an Douar Nevez
Betek an
Douar Nevez ge, betek an Douar Nevez
E-kichen
Meilh ar Vern (tra la la, la la la la)
E-kichen
Meilh ar Vern o deus mouilhet o eorioů
O deus
mouilhet o eorioů ge, o deus mouilhet o eorioů
Hag e-barzh
ar Veilh-se (tra la la, la la la la)
Hag e-barzh
ar Veilh-se e oa ur servijourez
E oa ur
servijourez ge, e oa ur servijourez
Hag e
c’houlenn ganin (tra la la, la la la la)
Hag e
c’houlenn ganin pelec’h hon eus graet konesańs
Pelec’h hon
eus graet konesańs ge, pelec’h hon eus graet konesańs
E Naoned, er
marc’had (tra la la, la la la la)
E Naoned, er
marc’had hor boa choazet ur walenn
Hor boa
choazet ur walenn ge, hor boa choazet ur walenn
Kanet gant Alan Stivell,
Olympia Concert, Disques Dreyfus, 26 av. Kleber, 75116 Paris
Son ar
chistr
Ev chistr ‘ta
Laou, ar chistr zo mat lonla.
Ev chistr ‘ta
Laou, ar chistr zo mat.
Ev chistr ‘ta
Laou, ar chistr zo mat.
Ur blank, ur
blank, ar chopinad lonla,
Ur blank, ur
blank, ar chopinad.
Ar chistr zo
graet ‘vit bout evet
Hag ar
merc’het evit bout karet
Karomp pep
hini e hini
‘Vo kuit da
zen kaout gwarizi
Eürusań tud
war an douar
Zo daou zen
yaouank en em gar
Daou zen
yaouank n’en em garont ket
‘Gav hir an
amzer ha kalet
‘Oan ket
c’hoazh tri miz eureujet
Ma vezen
bemdez chikanet
Taolioů
botoů, fasadigoů
Ha toull an
nor ‘wezhadigoů
Met n’eo ket
se ‘ra poan spered din
Ar pezh zo
bet lavaret din
Lavaret din
oan butuner
Ha lonker
chistr ha merc’hetaer
Me gar ar
chistr a varazhoů
Hag ar
merc’hed a vriadoů
Kanet gant Alan Stivell, Reflets, Disques Dreyfus Sony Music
France
Ar chistr nevez
Peizanted, ar gwez zo karget
A avaloů melen :
Golc’hit ho fustigoů, paotred,
Ar blezad er goulenn.
Lakait ho fustigoů, ho tonnoů
Da drempiń e dour sklaer,
Ha tolpit ho pern avaloů
Er c’hornig a ho leur.
A pa zay ar gouiańv kalet,
Kargit ho milinioů,
Ha troit gant plijadur, paotred,
Malit hos avaloů.
Hag en ho presoů stoubet mat
Pakit ho markajenn ;
Lakait plouz kerc’h ŕr bep troc’had
Ho chistr a vo melen.
Ha bremań, get ho nerzh brasań,
Stardit ŕr ho presoů :
Ar chistr a red : ar frond c’hwekań
A sav dre ho krańjoů.
D’an dud ag an ti ha d’ar vistr
Ha pa vęr get ar pred,
Netra ne dalv ur bannig chistr
E’it torriń ar sec’hed.
Hag a pa vęr drailhet d’ar boan,
É hersal doc’h an douar,
Evit degas kalon d’an den
Ar chistr a zo hep par.
Ar chistr a zo evaj an holl,
Ar pinvik hag ar paour ;
Mes mezviń getoń a zo koll
Ha dismantr evaj aour.
Eń ‘zo gwad ar gwir Vretoned ;
Hembzoń n’hellont ket beviń.
Chomomp fidel d’hon chistr, paotred ;
Mes gouiomp en eviń !…
Loeiz Herrieu, Gwerzennoů ha sonennoů Bro-Gwened, 1911
Marv eo ma mestrez
Me am eus ur feunteun
E-barzh kornig ma jardin,
Ennań me ‘vo kavet,
Deus an noz hag ar mintin.
Ennań me ‘vo kavet
Atristet gant ar glac’har,
‘Sońjal e ma mestrez
A zo aet d’an douar.
Marv eo ma mestrez,
Marv eo holl ma fiziańs,
Marv ma flijadur,
Marv an holl esperańs.
Biken ‘mije sońjet,
Nag ar marv a deuje
Da lamen diganin
Ma dous, ma c’harantez.
Deus poanioů ar bed-mań,
Fuzuilhoů ha kontelloů,
Hastit mar plij ganeoc’h,
Disoc’hit din ma deizioů.
Hastit, mar plij ganeoc’h
Disoc’hit din ma buhez,
‘Vit ma’z in d’ar bed all
Ŕr-lerc’h ma c’harantez.
C’hoarvez’ a ray ganin
Evel gant ur marc’hadour,
En deus ur vatimant
Da neuńvgellat war ar mor,
Graet ganti he beaj
Erruet e porzh ar joa,
Pa toucho da Gerne[3]
E tleo perisań
Kanet gant Yann Fańch Kemener, Héritage des Celtes,
BYG Production / Sony
Music Entertainment (France) S.A. / Columbia, 1994

Porteled Prosper Proux,
get Yan’ Dargent,
mirdi an Arzoů-kaer,
Kemper

Raktres get
Evariste-Vital Luminais,
mirdi an Arzoů-kaer,
Kemper

Fuite de Gradlon,
Evariste-Vital Luminais,
mirdi an Arzoů-kaer,
Kemper
Gwerz Kęr-Is
Petra ‘zo nevez e Kęr-Is
Ma’z eo ken foll ar yaouankiz
Mar glevan-me ar binioů
Ar vombard hag an telennoů.
E Kęr-Is n’eus netra nevez
Met an ebatoů ‘vez bemdez,
E Kęr-Is n’eus nemet traoů kozh,
Hag an ebatoů ‘vez bemnoz.
Bodennoů drez ‘zo diwanet,
E dor an ilizoů serret,
Ha war ar beorien o ouelań,
E hiser ar chas d’o drailhań.
Ahes merc’h ar roue Grallon,
Tan an ifern en he c’halon,
Er penn kentań deus an diroll,
A gas ar gęr d’he heul da goll.
Sant Gwenole gant kalonad,
‘Zo bet meur a wezh ‘kavout he
zad,
Ha gant truez an den Doue,
A ‘n deus lavaret d’ar
roue :
« Grallon, Grallon, lakait
evezh,
D’an dizurzhioů a ren Ahez,
Rak tremenet ‘vo an amzer,
Pa skuilho Doue e gonner ».
Hag ar roue fur spouronet,
D’e verc’h en deus bet
kelennet ;
Met diskaret gant ar gozhni,
‘N deus mui a nerzh da stourm
outi.
Ha skuizh gant rebechoů he zad,
Evit mont deus e zaoulagad,
En deus graet gant drougsperedoů,
Ur palez kaer tost d’ar skluzioů.
Eno gant hec’h amourouzien,
Ema fenoz an abadenn,
Eno, en aour hag en perlez,
Evel an heol a bar Ahez.
Olivier Souvestre, Gwerz ar roue Grallon a Kaer Is,
kanet get Yann-Fańch
Kemener, Enez Eusa, L’Oz Production,
1995
Mac Do
Mac Donald ha Buffalo
O feulioů dre ar vro
Meinhir nevez ar rannvro
Savet ‘d eus ket forzh pell zo
A laka vil an endro
Alo mammig bobo !
Meinhir nevez ar rannvro
Savet ‘d eus ket forzh pell zo
A laka vil an endro
‘Dra sur ‘d eo ket rigolo
Ma faot deoc’h monet eno
Alo mammig bobo !
A laka vil an endro
‘Dra sur ‘d eo ket rigolo
Ma faot deoc’h monet eno
O na n’ankouashait ket ho jao
Coca-Cola da evo
Alo mammig bobo !
Ma faot deoc’h monet eno
N’ankouashait ket ho jao, O
Coca-Cola da evo
Ha pas gwir ruz ar bistro
Big Mac chicken da zebro
Alo mammig bobo !
Coca-Cola da evo
Pas gwin ruz ar bistro
Big Mac chicken da zebro
Ha pas torr-naon ar bistro
Get ar boued-se e krevo
Alo mammig bobo !
Big Mac chicken da zebro
Pas torr-naon ar bistro
Get ar boued-se e krevo
Ar yaouankiz dre ar vro
Matoc’h ‘vehe blaz ar friko
Alo mammig bobo !
Get ar boued-se e krevo
‘Yaouankiz dre ar vro
Matoc’h ‘vehe blaz ar friko
Ar friko-kaol pe ar jigo
O petra ‘lâray Momo ?
Alo mammig bobo !
Matoc’h ‘vez blaz ar friko
‘Friko-kaol pe ar jigo
O petra ‘lâray Momo ?
O na pa zay-eń en-dro
N’anavan ket mui mam bro
Alo mammig bobo !
O petra ‘lâray Momo ?
Pa zay-eń en-dro, O
N’anavan ket mui mam bro
O biskoazh kement ‘rall, O
Commac tu m’as fait j’suis pas
beau
Alo mammig bobo !
N’anavan ket mui mam bro
Biskoazh kement ‘rall, O
Commac tu m’as fait j’suis pas
beau
N’hellin ket chom eno
Marse ‘walc’h unan ‘dorro
Alo mammig bobo !
Mac Do Buffalo pas bo
N’hellin ket chom eno
Marse ‘walc’h unan ‘dorro
Toennoů ruz Buffalo
Ha kontant e vo Momo
Alo mammig bobo !
Marse ‘walc’h unan ‘dorro
Toenn ruz Buffalo
Ha kontant e vo Momo
O na pa zay-eń en-dro
Da Mac Do lâromp kenavo
Debromp krampouezh en-dro !
An Diaoul ha peder, Un taol botez, emb. Pluriel, 1999
Lagad
an heol
- Heol, perak
out ken diwezhat o tiblouzań ?
Ha perak eo
ken ruz da lagad ?
Ha bet ‘c’h
eus ur wallhuńvre
Ha leńvet dre
da hun ?
- Na hun na
huńvre n’am eus graet.
E-pad an noz
em eus beilhet,
Tra ma kouske
ar C’hornôg dibled
War ludu louet
e lore,
Me ‘m eus
graet tro an Douar.
- Heol !
Petra ‘c’h eus gwelet war da roud ?
- Gwelet ‘m
eus tud o vervel gant ar riv.
Gwelet ‘m eus
tud o vervel gant an naon.
Gwelet tud o
vervel gant an dic’hoanag.
Gwelet tud o
lazhań tud, breudeur o ‘n em dagań.
Gwelet ‘m eus
pobloů mac’het.
Gwelet ur
penntiern meur o kouezhań dindan boled ur foll.
Gwelet forzh
tud o leńvań.
Ha chomet on bepred digas.
Gwelet ‘m eus
tud o c’hoarzhin goap ouzh o breudeur er boan,
Ouzh ar re
‘zo en dienez,
Ouzh ar re
‘zo dindan ar yev.
Neuze avat em
eus ranket leńvań.
Ma ‘z eo ruz
c’hoazh va lagad.
- Heol !
Paouez bremań da leńvań.
E Mor Breizh
emberr,
Te ‘soubo da
lagad entanet.
Ańjela Duval, Kan an Douar, Mae 1964
POELLADENNOŮ
1. Kompren dre vras
Dibab ar respont(oů) mat.
a) Pet « den »
a gaoze er barzhoneg-mań ?
¨
1 ¨ 2 ¨ 3 ¨
4
b) Penaos eo ar bed a
vez taolennet er barzhoneg ?
¨
brav eo ¨
ne ouezer ket ¨
n’eo ket brav
c) Deus petra zo
kaoz ?
¨
deus an dud ¨
deus ar baourentez ¨
deus an natur
d) Piv zo o leńvań ?
¨
an heol ¨ ar varzhez (Ańjela Duval)
2. Kompren dre ar munud
Respont
d’ar goulennoů-mań. Skriv niverenn ar werzenn e-lec’h ez peus kavet ar
respont
a) Abred eo savet an heol ar mintin-mań ?
-
b) Ur wallhuńvre en deus graet an heol ?
-
c)
Petra
en deus graet e-pad an noz ?
- ……
- ……
d)
Penaos
eo an traoů en deus gwelet (gwerzennoů 11-17) ? Displeg gant da c’herioů.
- …
e) Piv eo ar « vreudeur » a vez meneget (gwerzenn
19) ?
-
f) Perak eo ruz lagad an heol ? (gwerzenn 23)
-
g) Klask pemp anv-kadarn a ziskouez o deus poan tud zo
er bed.
- - - - -
Ar mab-laer
Ganet em eus seizh mab dispar
Ganto siwazh ‘m eus ‘met glac’har
Ganto siwazh ‘m eus ‘met mizer
Gwelet anezho leuriań er gęr
Gwelet anezho leuriań en ti
Hed ar sizhun da vakańsiń
Gwelet ‘nezho gant an RMI
‘Gavont neblec’h da labouriń
‘Gavont neblec’h da labourat
Daoust dezho bout diplomet mat
Daoust dezho holl bout diplomet
Met ar Benoni n’eo ket
Met ar Benoni n’eo ket
Gantań avat n’on ket nec’het !
Lezirek eo ha merc’hetaer
Hag ouzhpenn-se eo ‘tamm laer
Hag ouzhpenn-se eo ‘tamm treitour
Er politik ‘kavo labour
Er politik ‘kavo labour
‘Vevo en arc’hant hag en aour
‘Vit ‘r pennoů vras ‘barzh ar vro-mań
An enkadenn ne cheńch netra
Ne cheńch netra an enkadenn
‘Vijent re ruz o pe re wenn
‘Vijent re ruz o pe re wenn
‘N em glevont mat war ar chupenn
‘Vijent re wenn o pe re ruz
Memes chakod eus a bep tu
Memes chakod don ha ledan
Da laerezh ar re vihan
Denez Prigent, Irvi,
Barclay Universal Music, 2000
Ma far
- Heolig lavar,
Petra war an douar.
Heolig lavar,
Petra ‘peus gwelet war an douar ?
- Netra ma far,
‘M eus gwelet war an douar.
Netra ma far,
Nemet hudur ha glac’har.
Brezel, ma far,
A zo war an douar.
Brezel ma far,
Truez, hirvoud ha glac’har.
Bugel bihan,
Bet lazhet e vamm.
Bugel bihan,
A oa ken yac’h ha divlamm.
An den ‘zo foll,
Ar bed a ya da goll.
An den ‘zo foll,
Eń a gaso an holl da goll.
An dour a red,
‘Zo atav ken dibred.
An dour a red,
‘Vel ar vuhez a-hed a-hed.
A lâr d’an den :
Me ‘oa ur gwir vammenn.
A lâr d’an den :
Setu perak am eus anken.
An aer ‘oa pur,
Ha n’eus nemet hudur.
An den ‘oa fur,
Hiriv n’eus ‘met displijadur.
Karout a rae,
N’anave ket ar fae.
Karout a rae,
An holl vleunioů a digore.
Galloud, arc’hant,
Kollet gantań e skiant.
Galloud, arc’hant,
Spered, kened, kollet gantań.
Karout a rae,
N’anave ket ar fae.
Karout a rae,
An holl vleunioů a digore.
Setu ma far,
‘Pezh ‘zo war an douar.
Setu ma far,
‘Pezh ‘m eus gwelet war an douar.
Yann-Fańch Kemener


Me ‘zo ganet e-kreiz ar mor
Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir lev er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar banal ‘gresk e-tal an nor
Hag al lann a c’hol an avaez.
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
E bro Arvor.
Ma zad a oa, čl e dadoů,
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglot
— Ar paour ne gan den e glodoů —
Bemdez bemnoz ŕr ar mor blot.
Ma zad a oa, čl e dadoů,
Stlejour rouedoů.
Ma mamm ivez a laboura
— Ha gwenn he
blev — ;
Geti, an c’hwez ŕr hon taloů,
Desket em eus, bihanig-tra,
Mediń ha tenniń avaloů.
Ma mamm ivez a laboura
D’hounid bara.....
O deizioů mam bugalerezh,
Pand aen, diluzi,
Get mamm da redek an ervi
Pe get ma zad d’ar beskerezh,
Men eh oc’h-c’hwi, men eh oc’h-c’hwi ?
O deizioů mam bugalerezh,
Na dous e oac’h !
C’hwec’h ‘oamp neuze, santez Mari,
Ŕr-dro d’an daol ;
Yac’h ha laouen e vevemp holl,
Da Zoue ha deoc’h e tougemp bri.
Bremań ema kemmet an taol.
C’hwec’h ‘oamp neuze, santez Mari :
N’omp mui ‘met tri...
Ar Marv ŕr an nor ‘n deus stoket,
Daet eo a-barzh :
Hon eurvad zo aet kuit ‘n un arc’h
Er vered parrez da gousket...
Hag ennon e c’hanas ur barzh.
Ar Marv ŕr an nor ‘n deus stoket...
— Ne ouelin ket !
Ne ouelin ket ! Re ‘m eus ouelet
Neuze, siwazh !
Ha c’hoant em behe d’ober c’hoazh,
D’ar glac’har zo tro d’am oaled !
Met ret eo bout kreńv e’it arc’hoazh.
Ne ouelin ket ! Re ‘m eus ouelet :
Eurioů kollet.
Daeroů a zic’hoanag divent
Am eus taolet
An devezhioů-hont ken kalet ;
Ra vahet benniget člkent,
Rak roet ho peus din ar Gweled !
Daeroů a zic’hoanag divent
Ma amzer gent !......
...Ha bremań petra lârin-me,
Pa oarit holl ?
Ma eurvad douarel aet da goll,
Bet on er c’hloerdi, en arme,
Baleet ‘m eus edan Ho heol.
Ha bremań petra lârin-me,
Dirak man Doue ?
Petra lârin Deoc’h, o Doue strizh,
Mor madelezh ?
Ar baourentez zo c’hwerv he laezh ;
Ar blev disec’het ‘houlenn gwlizh ;
An douar-mań zo lous e follezh.
Petra lârin Deoc’h, o Doue strizh,
‘Met eh on skuizh !
Daet on davedoc’h arselin ;
Doc’h Hos aoter
E klaskan dibun ma fater :
Sklaerderait-me hag e welin,
Komzit, ma tańvain Ho touster.
Daet on davedoc’h arselin
Ŕr man daoulin....
Yehann-Pier Kalloc’h, Ŕr an daoulin, Plon, 1921
Ki bihan-me !
Aet ‘oas da harzal
Ouzh rodoů foll e garr-tan
Ha flastret out bet, paourig
Da gorfig astennet marv-mik.
Ez-kichennig ur poulladig gwad
Astennet ken brav ez repoz
Da bevar droadig ha da benn,
Frank digor da lagadoů
Da Eneig skańv nijet dija
Da wenva da Ouenn.
Ha me semplet ez kichen.
…Ur mignon ‘n deus toullet da vez
El liorzh, ma finoc’hes c’hoazh
Er mintin-mań ur bern douar gozed.
Da vamm Brandu, da vamm-gozh Fionn
Hag ar re all Hollnec’het
A c’hwesha al lec’h
M’out kousket da viken
Hag eus korn va lagad ur bread dour
bervet a ziruilh war va jod.
Ańjela Duval, 3 a viz Du 1979
Fousou
(maronad)
Da selloů ken
doaniet
Paret war va
re
A seblant ur
bedenn
A ! Nag
‘m eus truez ouzhit.
Ha ma vije
bet em galloud
Frealziń dit
da boan
A, ma vijen
bet Pareour !
Eus a betra
out kablus ‘ta
Ki
paour ? Peseurt dle eta
Ac’h eus da
baeań, loenig mat
P’eo ret dit
gouzańv kement
Kent rentań
da dammig buhez ?
Daoust ha
kontet zo dit evel pec’hed
An nebeud
vioů-se paket ganit e kuzh
D’ar mareoů
ma vages chas bihan ?
Daoust hag e
vefe ganit un Ene da salviń ?
Ha setu te
kollet bremań Fousoů.
Pelec’h ‘ta
out tec’het, te ken gwan ?
Pelec’h out
‘n em guzhet da vervel
Evel da
vreudeur gouez er c’hoadoů...
Tri deiz hon
eus klasket
Da c’halvet
a-bouez da anv
Gant ur
vouezh ankeniet
Respont
ebet...A ! Kavout da gorf !
Da gorfig
paour kastizet gant hirgleńved
Da gelan a
chomo eta da wennań
Dindan an
Heol-loar ?
Pelec’h out
‘ta Fousou ?
Fousou !
Va Fousou mat !
Ańjela Duval, 9 a viz Gwengolo 1974




Ar vernikenn
Gwelet em eus un dra hep par :
Ur garreg sonn ŕr he divhar,
Ha tro-ha-tro mor e kounnar ;
Hag ar garreg, — uhel he fenn,
A oa staget doc’h he c’hroc’hen,
Bihan-bihan ur vernikenn.
Digabestret ha didruez
An tonnoů divent a darzhe...
Met ar vernikenn a zalc’he.
Ha setu daet ar mor d’arsav,
Hag ar gaezh vernikenn tanav
D’ar roc’h a oa staget atav.
Ar vernikenn a oui krogiń :
‘Zoc’h ar roc’h ema ŕr e gein,
Tra ne c’hello he distagiń...
Hama, n’en deus netra gwiroc’h :
Čl ar vernikenn ŕr ar roc’h,
Ma c’halon zo staget doc’hoc’h !
Yehann-Pier Kalloc’h, Ŕr an daoulin, Plon, 1921
Planedenn
Pa renkas dilezel ar gęr
Ha mont d’ar brezel da bellvro
Ar c’hleier galv a vralle taer
Ne zeuas ket he gwaz en dro
Pa ‘c’h eo aet kuit da seitek vloaz
E oa koant ‘vel ur rozenn wenn
Lizher avat n’he deus bet biskoazh
He merc’h zo kollet da viken
Ha pa laoskas he mab e barkoů
Da vont da vervel ‘vel an tad
An drez a greskas en e brajoů
Gant ar balan hag al linad
Bugale all ‘zo aet da Baris
Bevańs amań ne oa ket aes
Bugale all zo aet da Baris
Skeud an Ankoů ‘zo war ar maez
He zi bet gwezhall leun a vuhez
A zo digor d’an avel foll
Ha piv a gredo tamall neuze
M’he deus gwinardant war an daol ?
Kredit ac’hanon kompagnunez
Evit dastum o fezhioů aour
Un toullad mat eus an aotronez
A oar ober teil gant ar paour
Arc’hoazh e vo kaset d’an ospis
Hec’h unan gant he c’halon yen
He bugale zo aet da Baris
Pe da lec’h all n’ouzon ket ken.
Yann-Bęr Pirioů, Ar mallozhioů ruz
POELLADENNOŮ
Gerioů un
tammig diaes
Renkań : verb- Dav eo dezhań mont du-se / Ret eo
dezhań mont du-se / E rank mont du-se. Me a renk, me a renke, me a renko, me a
renkas (p. simple).
Dilezel /Dilaoskań: verb – Dilaosket/
Dilezet eo ar vaouez gant he bugale. Leuskel a gostez = abandoniń. An ti-mań
'zo bet dilezet pell-zo : o kouezhań emań.
Ar c'hloc'h /
Ar c'hleier : ańv- Son
a ra ar kleier an iliz :«Bimbalom ! Bimbalom !...»
Taer : Bezań taer = Bezań brizh, rust. Un den
taer = aes e ya e fulor, e kounnar. Aon 'meus eus an den drouk -mań rak taer
eo . An avel taer neus torret ur bern gwez.
Ar gwaz : ańv- Gwaz = pried =/= Maouez= gwreg.Yann
'zo dimezet da Vari ; Yann a zo gwaz Mari, ha Mari 'zo gwreg Yann.
Koant : Koant evel ur rozenn = Brav evel ur
rozenn.
Biskoazh (tremenet eo ) / Biken ( an amzer o
tont) : james, morse. Biskoazh n'em eus komzet ganti ha biken ne rin.
Ar skeud : E galleg : l'ombre de quelque
chose sur le sol, le mur.... Plij’ a ra din c'hoari gant skeud ma bizied.
Tamall : verb. E galleg : accuser. Tamallet
e vez da Jakez bezań laer. N'eus netra da damall din-me.
Ar gwinardant : evajoů kreńv evel al lagout, ar wiski,
ar skotch......
Aotronez : liester (pluriel) Aotrou.
Ober teil
gant unan bennak :
dispriz unan bennak (E galleg : mépriser quelqu'un)
Poelladenn kompren diwar selaou ar barzhoneg meur a wezh da-reńk
Stumm A.
Pa renkas 1.............................. ar gęr
Ha mont d’ar 2 ....................... da 3 ..................................
Ar 4 ............................ galv a vralle 5 ..............................
Ne zeuas ket
he 6 ............................ en dro.
1 :
dilezel - dilezet
- diaesaet - diazezet
2 :
c'hervel - gervel
- besel - brezel
3 :
korntro - bellvro - nitchevo
- karuso
4 :
seier - kizhier
- c'hleier - bizhier
5 :
seder - taer
- sklaer -
ponner
6 :
kwaz -
c'hazh - gwaz
- skoaz
Pa ‘c’h 1 eo 1 ............. ................. da seitek vloaz
E oa 2 .................. ‘vel ur rozenn 3 .........................
4 ..................... avat n’he deus bet 5 .......................
He 6 ......................... ‘ zo kollet da viken.
1 :
deuet kuit - aet kuit -
skoet kuit - kae kuit
2 :
sant -
moan - koant -
kant
3 :
velen - wennik
- wenn -
gorzenn
4 :
lizher - lazher
- filzier -
kizhier
5 :
warc'hoazh - siwazh - neoazh
- biskoazh
6 :
merc'h - gwerc'h -
c'hwec'h - berc'h
Stumm B.
Ha pa ....................... he mab e barkoů
Da vont da
........................... ‘vel an tad
An drez
a ....................... en e
...........................
Gant ar
........................... hag al ............................
.............. ........... ‘zo aet da Baris
................... amań ne oa ket aes
Bugale all
‘zo aet da Baris
....................
an Ankoů ‘zo war ar .................
He ..........
bet gwezhall ..................... a vuhez
A zo
.......................... d’an avel foll
Ha piv a
gredo ............................ neuze
M’he
deus ..............................war an
daol ?
Kredit
.............................. kompagnunez
Evit dastum o
......................... aour
Un toullad
mat eus an ...........................
A oar
.............. ................. gant
ar paour
Arc’hoazh .....
............. ................
d’an ospis
................-unan
gant he c’halon yen
He bugale zo
aet da Baris
Pe da ............... ............ n’ouzon ket ken.
Poelladenn reizhskrivań (auto-dictée).
Pa
renkas.............................. ar gęr
Ha mont d’ar
....................... da ..................................
Ar ............................ galv a vralle
..............................
Ne zeuas ket
he ............................ en dro.
Pa ‘c’h 1 eo ............. ................. da seitek vloaz
E oa .................. ‘vel ur rozenn .........................
..................... avat n’he deus bet .......................
He ......................... ‘ zo kollet da
viken.
Ha pa ....................... he mab e barkoů
Da vont da
........................... ‘vel an tad
An drez
a ....................... en e
...........................
Gant ar
........................... hag al ............................
.............. ........... ‘zo aet da Baris
................... amań ne oa ket aes
Bugale all
‘zo aet da Baris
....................
an Ankoů ‘zo war ar .................
He ..........
bet gwezhall ..................... a vuhez
A zo
.......................... d’an avel foll
Ha piv a
gredo ............................ neuze
M’he
deus ..............................war
an daol ?
Kredit
.............................. kompagnunez
Evit dastum o
......................... aour
Un toullad
mat eus an ...........................
A oar
.............. ................. gant
ar paour
Arc’hoazh .....
............. ................
d’an ospis
................-unan
gant he c’halon yen
He bugale zo
aet da Baris
Pe da ............... ............ n’ouzon ket ken.
Goulennoů
1- Piv ‘neus
dilezet ar gęr ? Perak ?
2- Eus
peseurt brezel emań o komz ?
3- Piv ‘zo
chomet er gęr ?
4- Piv ‘zo
aet kuit da seitek vloaz ?
5- Keloů he
deus roet d’he zud ? Perak ?
6- Perak
‘neus laosket ar mab e barkoů ?
7- Penaos eo
aet ar feurm da vout ?
8- Da belec’h
eo aet he bugale all ?
9- Perak
n’int ket chomet en-dro d’ar vamm ?
10- Piv eo an
Ankoů ?
11- Pegiz eo
an ti, ur wezh aet tout he bugale da Baris ?
12 - Petra
‘ra ar vamm neuze ?
13 - Eus
peseurt aotronez emań o komz amań ?
Perak ?
14- Perak eo
yen he c’halon ?
15- Da
belec’h e vo kaset ?
16 Petra
sonjit eus an istor-se ? Daoust hag eń e c’hell bezań gwir ?
Displegit ?
Poelladennoů
war ar yezh
A- Ha
ma krogfec'h gant ar pennad / ar ger islinennet ?
Skouer : - An drez a greskas en
e brajoů
- En e brajoů e kreskas
an drez.
1- Ar
c’hleier a vralle taer.
2- Ar plac’h
a oa koant ‘vel ur rozenn wenn.
3- He merc’h
zo kollet da viken.
4- Bugale all
‘zo aet da Baris.
5- Skeud an
Ankoů ‘zo war ar maez.
6- Ne zeuio
ket he bugale en-dro.
B-Lakait
ar verb en amzer ranket.
Gwezhall ne
zeuas ket he gwaz en-dro.
Warc'hoazh ne ............. ket he gwaz en-dro.
Ar c’hleier
galv a vralle taer an deiz-se.
Ar c'hleier galv a .................. taer
bremań ivez.
Gwinardant a
oa ganti war an daol an devezh-se.
Gwinardant a ................ ganti bremań
ivez.
Gwinardant a
oa war an daol an devezh-se.
Gwinardant a ................. ganti
warc'hoazh ivez.
Ne ouien
ket pelec’h e oa aet kuit he bugale
dec'h.
Ne .................. ket pelec'h
.............. aet kuit ar vugale bremań.
Ne .................. ket pelec'h
..................... kuit ar vugale warc'hoazh.
Da Baris ez
aent da chounit o bara un amzer 'zo bet.
Da Baris e .................. atav da
c'hounit o bara bremań.
Da baris e ................. c'hoazh da
c'hounit o bara a-benn dek vloaz.
C.-Klokait
an daolenn-mań.
|
|
He bugale
ne zeuont ket d'he gwelet |
|
Elle était
jolie comme un petit oiseau |
|
|
|
Dilezet eo
bet ar skol gantań ha deuet eo da reiń an dorn d'e dud. |
|
Erwan est
accusé d’ętre un voleur |
|
|
|
Ne ouzon
ket mui pelec'h em eus kavet ar voutailh-mań |
Yezhadur
a)-
MA-UNAN : Le possessif devant unan équivaut en français «tout
seul »= Ma-unan = moi seul, moi-męme. Il varie suivant la personne (cf
l’anglais myself...)
- MA-UNAN, DA-UNAN, E-UNAN,
HEC’H-UNAN, au singulier.
-HON-UNAN, HOC’H-UNAN, O-UNAN, au
pluriel.
( Noter HEC’H, HOC’H au lieu de HE, HO devant les voyelles ).
Poelladennoů
Klokait
gant ar stumm "....-unan" a zegouezh.
1- N’emań ket
................ 8- Deuit
.....................
2-
............. emaoc’h o vont. 9-
.......... emań Enora o labourat.
3- Piv ‘zo o
tont ................ ? 10- N’emaomp ket ................o c’hortoz.
4- N’emaon
ket .................... 11- Trist on
..................
5- O tańsal
............ emaint 12- N’emaout ket
.................. o labourat.
6- Deus
............ 13- Emaint o vont da veajiń....................
7- N’ouzon
ket ............. 14- Klańv eo
............
2
MojennoŮ
sorbiennoŮ
kontadennoŮ
sinadoŮ

Skeudenn tennet ag Al
Liamm nnn 39, 1953
Poell hag Araoun
Ur mintinvezh, e yaouankiz an
deiz, ez eas Poell, prińs Deved, e Bro-Gembre, da chaseal gant e chas, er
c’hoad bras tost d’e gastell. Dindanań e oa ur marc’h kreńv hag herrek.
Er c’hoad e oa ur frankizenn, da
lavarout eo ul lec’h hep gwez. Pa zegouezhas Poell eno, e welas o tont di, en
ur redek, ur c’harv, chas-hemolc’h war e lerc’h. Ar re-mań a sachas evezh
Poell ; gwenn-lintrus e oant holl, ha dezho divskouarn ruz-flamm.
E-kreiz ar frankizenn e voe paket
ar c’harv gant ar chas, diskaret ganto ha lazhet. Poell a dostaas, ha pellaat
ar chas dianav, ha lakaat e re dezhań da zebriń ar c’harv.
D’an ampoent, e welas Poell, o tont davetań
eus ar c’hoad, ur marc’heg dianav, gwisket gant gloan louet, ha dindanań ur
mell marc’h glas-louet.
– A, brińs, gouzout a ran piv out-te ;
n’az saludin ket avat, eme an den dianav. Rak gaou ac’h eus graet ouzhin.
– Petra ‘ta ? a respontas Poell.
– Biken n’em eus gwelet den oc’h ober un dra
ken diseven : pellaat ur bagad-chas diouzh ar c’harv emań o paouez lazhań,
ha reiń ar jiboez da chas all. Brud fall o talvezout ouzhpenn kant karv e
c’hellan sevel warnout.
– Ma m’eus‑me graet gaou ouzhit, ez
on-me ivez prest d’az tigoll... Met piv out-te ?
– Araoun, roue Annouen.
– Salud dit, roue Annouen. Petra ‘m eus-me da
ober evit, bezań mignon dit ?
– Setu : Hafgan, roue war ul lodenn eus
va bro, a ra brezel din. Ma teuez a‑benn da vezań trec’h warnań, ‑
hag aes e vo dit, ‑ neuze e vezi va mignon.
– A zo mat. Penaos e teuin a-benn eus va
c’hefridi ?
– Setu : te, a vo me en Annouen e‑pad
bloaz. Den n’az anavezo. Gant an holl e vo sońjet ez out, me.
– Hag Hafgan, petra am bo d’ober gantań ?
– A-benn bloaz hiziv, en em gavi gantań er
roudour. Sko gantań un taol, unan hepken, hag Hafgan a varvo. Goulenn a ray un
taol all diganit. Na selaou ket anezhań.
– Mat. Ha va Bro‑Deved ?
– Bez dinec’h. Ober a rin war he
zro e‑pad ma vi en Annouen. Ha den na ouezo ez out‑te aet kuit
diouzh Bro-Deved.
– Mont a ran eta da Vro‑Annouen. »
Poell a yeas da Annouen.
Degemeret-mat e oa gant an holl, dre ma sońjent e oa distro Araoun diouzh e
hemolc’h, ha tra ken.
Bloaz goude, deiz evit deiz, ez
eas Poell betek ar roudour d’en em gavout gant Hafgan. E holl varc’hegeien a oa
gantań.
Diouzhtu pa zegouezhas ar Roueed
e-kichen ar stęr, e savas ur marc’heg ha lavarout
– Tudjentil Annouen, selaouit
mat : n’eus emgann amań nemet etre an daou roue. Lezit anezho eta da
zirouestlań o afer, i o-daou hepken.
Kerkent e tostaas an daou roue an
eil ouzh egile, er roudour. Faoutet e voe skoed Hafgan, ha torret e houarn‑wisk
gant taol goaf Poell. Enebour Araoun a gouezhas a-c’hwen e gein en dour, dreist
talier e varc’h.
– En an’ Doue, eme Hafgan, tizhet
d’ar marv, peogwir ac’h eus kroget gant va lazhań, peurechu da wall-daol.
– Klask unan all evit se, a
respontas Poell.
Hag an holl dudjentil a oa aze da
youc’hal : « Bevet Araoun, roue war Annouen a‑bezh ! »
An deiz war‑lerc’h ez eas
Poell d’ar frankizenn. Araoun a oa eno ouzh e c’hortoz. Laouen‑bras e
oant en em gavout.
– Bennozh Doue dit, eme Araoun,
gouzout a ran ez out ur mignon feal. Pa vi distro d’az pro, e weli petra am eus
graet evidout.
Ha pep hini a adkemeras e stumm
gwirion.
Hag Araoun d’Annouen. Ha Poell da
Zeved. D’an eil ha d’egile e voe graet degemer vat. Ha meuleudi dezho e kane an
holl evit o gouarnamant dispar e-pad ar bloaz tremenet.
Adalek neuze e oa Poell hag
Araoun mignoned vras : profań ‘reont an eil d’egile kezeg, kon‑hemolc’h,
falc’huned, ha pep tra prisius gouest da laouenaat ur mignon.
K. Riou, Ar Mabinogion displeget
e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm
nnn 39, 1953

Skeudenn tennet ag Al
Liamm nnn 39, 1953
Poell ha Riannon
Ur menezig a oa tost da gastell
Poell. Goursez Arberzh a raed anezhań. Bez’ oa un dorgenn disheńvel diouzh an
torgennoů all. Ma pigne warni ur prińs, e oa sur hemań da welout un dra dibar
bennak.
Un deiz e pignas Poell war beg ar
menezig, gant e vignoned, e varc’hegerien hag e vevelien (e wazed).
Hag i holl, degouezhet e beg Goursez Arberzh,
a welas ur plac’h yaouank kaer-dreist azezet war gein ur marc’h gwenn, o vont
gant an hent e-kichen an dorgenn.
– Hag unan bennak ac’hanoc’h, eme
Boell, a anavez ar plac’h he marc’h gwenn ?
Nikun anezho n’en doa biskoazh
gwelet ar plac’h-se.
– Kae war he lerc’h, a lavaras
Poell da unan eus e wazed, ha goulenn diganti piv eo-hi.
Hag ar mevel ha mont. Ar marc’h
gwenn a yae plaen ha goustadik gant e hent. Met kaer en doa an den redek ha
redek ne c’helle tostaat tamm muioc’h ouzh al loen. Edo ar c’hwezenn o tiverań
puilh diwar zremm ar gwaz. Hag ar marc’h gwenn o vont atav war e bouezig. Ha ne
c’helle ket ar mevel tostaat tamm outań. Skuizh-marv e tistroas ar gwaz davet e
aotrou.
– Gant piv ac’hanoc’h emań ar
marc’h herrań ? a c’houlennas prińs Deved...
– Ganit-te ? Mat ! Kae
da gaout ar plac’h he marc’h gwenn, ha gra d’az loen daoulammat par ma c’hell.
Pegen buan bennak avat e lakaas
ar marc’heg e loen da zaoulammat, ne c’hellas tostaat ouzh ar marc’h gwenn. Ha
skuizh-divi e tistroas da gaout Poell.
– Roit din va marc’h, eme Boell.
Me va‑unan a yelo ‘ta da c’houlenn hec’h anv digant ar plac’h yaouank-se.
Met kaer en doa reiń kentroů d’e
loen ne c’helle Poell tizhout ar marc’h gwenn. Seul vui e ise e jav, seul vui e
pellae dioutań ar marc’h gwenn. Ha koulskoude ne oa ket neuz war hemań da vont
tamm buan.
Ma youc’has Poell erfin :
– Itron, chomit a‑sav !
Hag hi a‑sav.
– Perak, eme Boell, n’oc’h ket
chomet a-sav a‑raok ?
– N’her gellan, nemet goulennet e
vefe diganin gant ur prińs. Ha n’out‑te ket prińs Deved ?
– Eo. Ha c’hwi, piv oc’h, mar
plij ?
– Riannon eo va anv. Va zad a zo
prińs war ul lodenn all eus ar vro.
– Ouzh ho toare em eus gwelet ez
oc’h ur brińsez.
Ha Poell, o welout pegen kenedus
e oa Riannon, a sońjas diouzhtu e plijfe dezhań dimeziń ganti. Ha goulenn
diganti :
– Ha laouen e vefec’h da vezań
prińsez Deved ?
– Ya, laouen. Met d’ur prińs all
ez on‑me prometet gant va zad. Ne blij ket din koulskoude.
– Piv eo hennezh ?
– Gwaoul, mab Klud.
– Ha ne c’hellan‑me ober
netra evit ho sikour ?
– Eo, emezi. A-benn bloaz hiziv,
e vo, e lez va zad, ur banvez bras, da geńver va eured gant Gwaoul, mab Klud.
Deus eno, ganit truilhoů ur c’hlasker‑bara war da zilhad prińs. Ha kemer
ar sac’hig-mań a roan dit. Ur sac’h-hud eo.
– Petra rin-me gantań ?
– Gouzout a rez emań ar gwir gant
ar glaskerien-vara da vont-tre e ti ar prińs pa vez pred bras el lez ?
– Ya, gouzout a ran. Ha da bep
paour e vez roet boued e-leizh e sac’h.
– Mat ! Deus er sal gant da
sac’hig. Goulenn diganin kargań anezhań a voued. Ha me ‘grogo d’hen ober. Leun
avat ne vo morse, kaer em bo sankań boued ennań.
– Ha neuze ?
– Bez’ e c’houlennin
diganit : Perak n’eus ket tu da leuniań da sac’h ? Respont a ri
din : Ne vo leun nemet dont a rafe ur prińs da lakaat e dreid er sac’h.
Ha Gwaoul, mab Klud, a zeuay da
lakaat e dreid er sac’h ?
– War an taol e vrasay ar sac’h
ha Gwaoul e-barzh ! Neuze skoulm start da sac’h...
– Mat-tre. Kement-se holl a rin.
Bloaz war-lerc’h e oa pred war an
ton bras e lez tad Riannon. Hag azezet e oa Riannon etre he zad ha Gwaoul, mab
Klud. P’edod e-kreiz ar pred, setu ur mevel o tont ha d’e heul ur
c’hlasker-bara, ur sac’hig gantań en e zorn.
– Mar plij, eme an den truilhek,
ur begad boued e sac’hig ar paour‑kaezh !
Ha Riannon o sevel da lakaat
boued er sac’h... Met kaer he doa, ne zeue ket a‑benn da leuniań anezhań.
– Perak n’eus ket tu da gargań
dit da sac’h ? emezi.
– Ne vo leuniet, a respontas ar
paour, nemet ur prińs a zeufe da waskań ar boued ennań gant e dreid.
– Piv a lakay e dreid er
sac’h ? eme Riannon en ur c’hoarzhin hag o sellout ouzh Gwaoul.
– Hag e rin-me, eme Waoul.
Ha Gwaoul da lakaat e dreid er
sac’h. Ha diouzhtu, setu ar sac’h o vrasaat, o vrasaat. Ha Gwaoul e‑barzh
en e bezh.
Ar paour, trumm, da skoulmań e
sac’h, startań ma c’hellas.
Neuze e tennas e druilhoů ha
lavarout :
– Poell, prińs Deved ez on‑me.
Diganeoc’h, Aotrou, e c’houlennan da bried ho merc’h, Riannon.
E keit-se e krie Gwaoul en e
sac’h :
– Va lezit da vont er‑maez !
– Selaou da gentań. Poell, prińs
Deved ez on‑me. Riannon a fell dezhi dimeziń ganin-me ha nann ganit‑te.
He zad a zo laouen bras...
– Mat ! Mat ! eme
Waoul. Me ivez, met diskoulmit buan ar sac’h-diaoul-mań.
Neuze e voe lezet da vont er-maez
eus ar sac’h. Ha tizh warnań e tistroas d’e vro.
Riannon a zimezas gant Poell. Hag
eishtez e padas ar friko.
K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Skeudenn tennet ag Al
Liamm nnn 39, 1953
Manawezan, mab Lir
Prederi, mab Poell ha Riannon, a
zimezas gant Kigva. Ha Riannon, goude marv Poell, a eilzimezas gant Manawezan,
mab Lir. O fevar e vevent eürus e Bro‑Deved. Ur wezh e rejont ur pred war
an ton bras gant o mignoned. Goude debriń, ez eas an holl da ober un dro war
C’hoursez Arberzh.
Sklaer ha sioul an noz. A‑daol‑trumm
avat, setu koumoul du o c’holeiń ar vro a-bezh. Ken tev e oa ar vrumenn ma ne
c’helle ket an dud en em welout.
Nebeut‑ha-nebeut e
sklaeraas adarre an oabl. Met liv ebet ken eus mignoned Prederi, Manawezan,
Kigva ha Riannon. Distreiń a reas ar re‑mań d’o lez. Sioul-sioul e
oa : den ebet, ennań, na, matezh, na mevel, nag er gegin, nag er c’hav,
nag er marchosi. Mont a rejont e pep ti eus Bro‑Deved. Holl ziez
Bro-Deved a oa sioul‑sioul, goullo, hep tan. Ne oa mui o vevań er vro
nemet Prederi, Manawezan, Kigva ha Riannon.
– Sur, eme Brederi, ez eo
strobinellet hor bro.
– Chomomp amań, eme Manawezan,
betek ma vo distrobinellet.
Hag i hag ober evel-se.
Bemdez ez ae Prederi ha Manawezan
da chaseal. Un deiz, p’edont war-nes tizhout un hoc’h‑gouez, e weljont ur
c’hastell nevez, e‑lec’h ne oa bet biskoazh ti ebet.
Al loen a gavas repu er c’hastell‑se.
Ha Prederi gant e chas war-lerc’h al loen gouez, daoust da ali kontrol
Manawezan. Betek kreiz ar maner ez eas Prederi.
Petra ‘welas eno ? Ur mell
chaodouron aour a‑istribilh en aer war-bouez peder chadenn, aour,
hir-hir, ken ne weled fin ebet dezho.
Prederi a sońjas :
– Kas a rin ganin d’ar gęr ar
chaodouron aour-mań.
Hag eń ha kregiń enni. War an taol
avat e pegas e zaouarn ouzh ar chaodouron, e pegas e dreid ouzh al leur, e
pegas e vuzelloů an eil ouzh eben. Ma ne c’hellas mui rannań grik.
Aet skuizh o c’hortoz, e tistroas
Manawezan d’e gastell, hep Prederi. Riannon, pa glevas an abadenn, a redas d’ar
maner evit klask he mab Prederi. E welout a reas en e sav, hep gallout na
fińval, na komz. Buan e klaskas‑hi distagań daouarn Prederi. Met touch a
reas‑hi ouzh ar chaodouron. Ha setu‑hi, raktal, hep gallout na
fińval nag he zreid, nag he daouarn, nag he zeod.
D’an noz e oa trouz bras, evel
kurun. Hag e steuzias ar c’hastell nevez gant Prederi ha Riannon ennań. Ken ne
chome mui e Deved nemet Manawezan ha Kigva, trist-bras da vezań kollet Prederi
ha Riannon...
Manawezan en doa hadet gwinizh e
tri fark tost d’e vaner. Un nozvezh hańv ez eas da welout stad an ed. Azv e oa
ar gwinizh ; poent e oa troc’hań anezhań.
D’ar mintin war‑lerc’h e
teuas eta d’e bark kentań gant e falz. Alas ! Torret e oa an holl bennoů
gwinizh ne chome mui er park nemet plouz.
– Ur gwall hud a zo war Vro‑Deved,
eme Manawezan ; met daou bark all am eus c’hoazh.
D’an deiz goude, pa’z eas d’an
eil park e kavas e winizh evel er park kentań : plouz hep greunenn ebet.
– Me a fell din gwelout piv a zo
evel-se o trastań va eost, a lavaras Manawezan.
Hag eń mont da guzhat d’an noz en
trede park evit gouzout ervat petra c’hoarveze. Pa zeuas hanternoz, setu logod,
ur vandennad bras-spontus, o tont er park. Biskoazh n’he doa Manawezan gwelet
ken bras bandennad logod.
Pignat a rae al logod betek ar
pennoů gwinizh. Ha ne oa penn‑ed ebet hep ul logodenn o tebriń ar greun
anezhań.
Buanań ma c’hellas e lammas
Manawezan war al loenedigoů. Met buanoc’h c’hoazh e tec’has al logod. Ne
c’hellas an den pakań nemet unan vihan. Lakaat a reas anezhi en e vaneg. Ha
d’ar gęr.
– Petra ‘zo ganit ez maneg ?
eme Gigva.
– UI laerez.
– UI laerez en ur vaneg ?
Ha Manawezan da gontań an istor
penn‑da-benn da Gigva.
– Petra ‘ri dezhi ?
– Krougań anezhi a‑benn ar
mintin.
D’ar mintin e plantas Manawezan
daou damm koad en douar hag e lakaas un tamm koad a‑dreuz dezho. E oa
kroget da ober ur gordennig evit krougań al logodenn, pa welas o tont davetań
un den estren.
– Demat dit‑te, eme an
estrańjour. Perak e sellez kement‑se ouzhin‑me ?
– Dre ma n’em eus gwelet den ebet
e Bro‑Deved abaoe pell ‘zo.
– Petra emaout o vont da ober
d’al logodenn-mań ?
– Ul laerez eo-hi, hag emaon o
vont d’he c’hrougań.
– Perak, krougań ul loen ken
bihan ? Lez anezhi da vont kuit hag ul lur arc’hant dit.
– Nann, krouget ‘vo.
– Tri lur arc’hant dit.
– Nann ha nann ; krouget ‘vo
al laerez.
– Eizh lur...
– Nann. Ha perak ec’h eus-te
kement a c’hoant da gaout al logodenn-mań ?
– Sorser on, eme an estrańjour,
ha me eo hag en deus sorset Deved, cheńchet tud da vro e logod. I eo hag o deus
debret da winizh‑te. Ha dec’h d’an noz e fellas d’am gwreg bezań logodenn
ivez evit gallout mont da zebriń gwinizh. Hi eo ac’h eus‑te paket. Ro din
va gwreg en-dro hag e vo echu an hud war Zeved, hag e weli adarre Riannon ha
Prederi.
– A zo mat. Met holl dud Deved e
fell din gwelout adarre, ha bev. »
Hag ar sorser ha treiń e
vazh-hud. Un trouz setu Prederi ha Riannon war an hent. Neuze e c’halvas ar
sorser :
– Logod, amań ! Ha setu holl
dud Deved dirak Manawezan.
– Ro din bremań al logodenn a zo
ganit, » a lavaras ar sorser. Manawezan a lezas al logodenn da vont
er-maez eus ar vaneg. Ha setu al loen o tont da vezań ur plac’h yaouank kaer.
Eürus e vevas goude Manawezan ha
Riannon, Prederi ha Kigva. Ha morse ne voe mui sorset Bro-Deved.
K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Skeudenn tennet ag Al
Liamm nnn 39, 1953
Branwen
Bennigetvran a oa en amzer‑se
roue war Gembre. Ken bras e oa ma ne c’helle mont e ti ebet. Ret e oa bet sevel
evitań un deltenn uhel-uhel.
Ur c’hoar en doa, Branwen, hag ur
breur, Evnisien. I ne oant ket ramzed. Branwen a oa ur plac’h yaouank kaer‑dreist,
karet gant an holl ; Evnisien, avat, a oa un den kriz.
Un devezh edo Bennigetvran,
Branwen, Evnisien, o mevelien ha marc’hegerien azezet war reier Harlec’h, hag e
weljont listri o tont daveto. P’erruas ar bigi en aod, e kasas Bennigetvran
unan eus e vevelien evit gouzout piv a oa o tont evel-se.
– O, Aotrou Roue, eme ar mevel pa
zistroas. Aze emań Mazholouc’h, roue Iwerzhon, deuet da c’houlenn da c’hoar
Branwen evit pried. »
Neuze e tilestras Mazholouc’h.
Degemer kaer a oa graet dezhań gant roue Kembre hag a roas urzh da aozań ur
pred dispar. Ha Branwen a zimezas gant Mazholouc’h, roue Iwerzhon.
D’an deiz war-lerc’h e kemeras
Mazholouc’h ha Branwen hent Iwerzhon. Bennigetvran a roas evel prof da bried e
c’hoar lod eus e gezeg gwellań. Evnisien a yeas droug ennań en abeg d’ar
prof-se. Ha petra ‘reas ar pezh fall‑se ? Gant e gontell e troc’has
divskouarn ha muzelloů ar c’hezeg.
Trist‑tre e oa an daou roue
o welout kement-se.
– Den drouk eo va breur Evnisien,
eme Bennigetvran. E-lec’h ar c’hezeg‑se e kinnigan dit, Mazholouc’h, ur
prof all : ur chaodouron bras‑bras, plas enni da meur a zen. Ur
chaodouron hud eo. E‑pad ar brezel, taol enni da soudarded lazhet hag i a
zeuay bev en‑dro.
– Bennozh Doue dit, eme roue
Iwerzhon. Ha Mazholouc’h, Branwen, o mevelien ha marc’hegerien a zistroas da Iwerzhon.
Eno e voe graet degemer laouen dezho, gant an holl. Ha Branwen a c’hanas ur
mab, Gwern.
A‑benn ur pennad amzer e
ouezas pobl Iwerzhon istor kezeg Kembre. Adalek neuze ne fellas mui da
Iwerzhoniz kaout Branwen da rouanez, peogwir e oa‑hi c’hoar da Evnisien.
Hag e lakajont anezhi en un toull-bac’h e‑lec’h ne c’helle mui gwelet nag
he fried nag he babig. Ha bemdez e teue kiger al lez da reiń dezhi ur javedad.
E-pad tri bloaz e padas evel-se.
A-benn neuze e teuas Branwen da zońvaat un dred ha deskiń dezhań penaos mont da
Gembre da gaout Bennigetvran.
Skrivań a reas‑hi ul lizher
evit displegań d’he breur he stad truezus. Stagań a reas al lizher dindan
askell al labous hag hemań a nijas betek Kembre.
Diskenn a reas war skoaz
Bennigetvran. Trist-meurbet e voe roue Kembre goude lenn lizher e c’hoar. Hag
eń ha gervel e soudarded, hag aozań pep tra evit mont da ober brezel ouzh
Iwerzhoniz drouk. Evnisien, daoust da ali kontrol ar roue, a fellas dezhań mont
ivez gant ar re all.
An holl a bignas el listri, nemet
Bennigetvran. Hemań a dreuzas ar mor gant dour betek e zaoulin hepken.
– Petra eo ar gwez-se war an
dour ? eme tud Iwerzhon. Petra eo ar menez‑se o treuziń ar
mor ?
– Kembreiz ha va breur o tont d’ho
kastizań, a respontas Branwen.
– Petra ober ? eme
Mazholouc’h. Torromp ar pont war ar foz a zo en-dro d’al lez. Hag e vezimp e
surentez.
– Penaos tagań Iwerzhoniz ?
eme Kembreiz. Emaint el lez diwallet gant ur foz‑dour don-don. Ne
c’hellimp ket mont betek enno.
– Eo, eo, a respontas
Bennigetvran. Hervez ar c’hrennlavar : Ra vo ar penn pont ! Me eo hag
a vo ho pont.
Ha roue Kembre oc’h ober pont war
ar foz, e dreid war ur ribl, e zaouarn war an hini all. Hag an holl soudarded a
dreuzas ar foz war gorf o roue.
Pa welas Mazholouc’h kement‑se,
e c’halvas e guzulierien evit klevout diganto petra ober.
– Ro he frankiz da Vranwen, eme
unan.
– Ha savomp un ti da
Vennigetvran, a lavaras unan all. Roue Kembre a vo laouen sur ma c’hell erfin
kaout un ti bras a-walc’h evitań.
– Mat-tre ho kuzulioů, eme roue Iwerzhon.
Hag eń ha kas keloů eus kement-se
d’e vreur-kaer.
Pa glevas kement-se e teurvezas
gant roue Kembre echuiń ar brezel.
Savet e voe an ti bras gant
Iwerzhoniz. E-kichen pep piler anezhań, e lakajont ur sac’h. Evnisien a welas
ar seier. Ha goulenn digant Iwerzhoniz :
– Petra eo se ?
– Bleud, a voe respontet dezhań.
Ha Evnisien o tastournat ar
seier. Ur soudard a gavas e pep hini anezho. Hag eń ha tagań an holl
soudarded-se.
Pa voe echu an ti e roas
Mazholouc’h hag Iwerzhoniz ur pred bras en enor da Vennigetvran ha da Gembreiz.
Branwen a oa ouzh taol gant he mab, etre an daou roue. Ha laouen an holl.
P’edo oc’h echuiń debriń, e
c’halvas Bennigetvran e niz bihan ha c’hoari gantań un nebeudig.
Goude ez eas ar babig betek
Evnisien. Prim e pakas Evnisien ar bugel, ha teurel anezhań en tan.
Neuze e savas trouz ha reuz bras
en ti uhel. Krogad spontus a voe etre Iwerzhoniz ha Kembreiz.
E-kreiz an emgann e teuas sońj da
Vazholouc’h eus ar chaodouron‑hud. Teurel a reas enni e soudarded lazhet.
Ha d’ar mintin war‑lerc’h edont bev adarre, mut avat. Evel-se ez eas an
trec’h gant paotred Iwerzhon.
Pa welas kement-se en em lakaas
Evnisien e‑touez Iwerzhoniz lazhet. Taolet e voe er chadouron d’e dro.
Neuze e vrasaas korf breur drouk Branwen. Ma torras al lestr‑hud. Met
tarzhań a reas ivez bruched Evnisien. Ha mervel.
Glaozet e voe Bennigetvran gant
ur bir kontammet. Gourc’hemenn a reas d’e soudarded troc’hań dezhań e benn ha
kuitaat Iwerzhon gant Branwen.
Kembreiz bev (seizh anezho
hepken !) a zistroas d’o bro, trist-meurbet, en ur zougen penn o roue.
Degouezhet e Kembre e varvas Branwen, rannet he c’halon gant ar glac’har.
K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953


Skeudennoů tennet a Guide
de la Bretagne mystérieuse, emb. Tchou
Tro
Gab Lukaz
Gab Lukaz a oa devezhier en Run Riou. Bemnoz e tizroe da
Gerdreskenn e-lec’h ma oa o chom gant e wreg hag e bemp bugel, ‘barzh an
teuskań eus lochennoů ar vilajenn baour. Rak Gab Lukaz evit bevań e dud n’en
devoa nemet an dek gwenneg a c’houneze bemdez. Mistri Run Rioů a dalc’he dezhań
kalz. Bep Sadorn da noz e vije lakaet fin. Ar mestr a baee e sizhunvezh da
C’hab hag ar vestrez a roe dezhań war ar marc’had un draig bennak evit tud
Kerdreskenn.
Ur sadorn da noz e lavaras dezhań :
« Gab, lakaet em eus a-gostez evidoc’h ur sac’had
avaloů-douar. Kaset-eń eus ma ferzh da Vadalen Denez, ho kwreg. »
Gab Lukaz a lavaras bennozh Doue, a sammas ar sac’had war e
choug hag a yeas en hentoů, goude bezań lavaret nozvezh vat da dud an ti.
Tri c’hardlev sur a oa eus a Run Riou da Gerdreskenn. Gab a
valee skańv da gentań. Al loar a oa sklaer hag ar flip en devoa evet en devoa
tommet dezhań. Kement ha bezań hardishoc’h, ec’h ae ‘n ur c’hwitellat hag en ur
sońjal pegen sart e vije Madalen Denez o welet anezhań o tizreiń gant ur
sac’had avaloů-douar. An deiz war-lerc’h e vije poazhet leizh ar
pod-houarn ; un dailhenn kig-sall a vije lakaet gante, hag an holl a lipje
o bizied.
Mes ‘benn neuze, ar flip o vezań kollet e vertuz dindan aer yen
an noz, Gab a santas pouez e zevezh o vorzań e izili outań hag ar sac’had
avaloů-douar o pounneraat war e zivskoaz. Souden e vanas hep distagań e
c’hwitelladenn.
E oa oc’h arruout e-kichen kroaz Kerantour lec’h ma kouezhe war
an hent bras hent bihan mereuri Nizilzi.
« Ma kavfen da vihanań, emezań, ur c’harr bennak war ma
hent ! Ma feiz, ec’h an bepred d’azezań ur pennad amań war sichenn ar
groaz, kement hag ober un dennadenn. » Taol’ a reas e sac’h war an douar
hag ec’h azezas en e gichen da lakaat an tan war e gorn.
Ar vro a oa sioul tro-dro.
Souden, chas Nizilzi a grogas da yudal truezus.
« Daoust petra ‘zo c’hoarvezet d’ar re-se ? » eme
Gab Lukaz.
Hag eń o klevet neuze, ‘barzh an hent bihan don, trouz ur c’harr
o tont. An ahel, lardet fall, a wigoure ken a rae : wig-a-wag !
« Bon ! eme Gab, setu-me o vont da vezań disammet. Tud
ar maner, moarvat o vont d’an traezh da Lokmikael. Kas a refont ma sac’h din
betek toull ma dor. »
Kerkent, ar c’hezeg hag ar c’harr a difoupas war an hent bras.
Ar c’hezeg a oa treut hag eskernek, pezh ma oufes gwelet. A dra sur, n’eo ket
kezeg Nizilzi e oa ar re-se hag a vije bepred flour ha lart evel an toaz. Ar
c’harr a oa feuzet gant plenkon diskloz ; ar reilhoů a horjelle a bep tu.
Ur pikol den, ul lankon bras ken diwalc’het hag e gezeg a oa o touch. Un tog
ledan a c’holoe e zaoulagad. Gab n’hallas ket gouzout piv e oa.
Hopal a reas warnań memestra.
« Ma den mat, emezań. N’ho pefe ket un tamm plas en ho karr
evit ar sac’had avaloů-douar-mań ? Brevet on gantań. N’an ket pelloc’h
‘vit Kerdreskenn. »
Ar charretour a dremenas ha ne respontas ger.
« ‘N deus ket klevet ac’hanon, eme Gab, kement a drouz ‘vel
a ra e gozh kariolenn ? »
Koulskoude, n’houlle ket mankout war e daol. Hastań ’reas lazhań
an tan war e gorn ha bountań anezhań en e c’hodell ; ha da gregiń en e
sac’h ha war-lerc’h ar c’harr... Hemań n’ae ket gwall brim. Gab a dapas
anezhań, hag en ur ober ouf e laoskas e sac’h da gouezhań e-barzh.
Mes penaos ‘ta ? Ar sac’h a zo tremenet a-dreuz d’ar c’hozh
plenkon ha kouezhet war an douar !
« Pesort karr an drampet eo hemań ? » eme Gab.
Serr ‘ta e sac’h hag e fell dezhań poz anezhań ur wezh all
e-barzh ar c’harr en ur vountań anezhań donoc’h an dro-mań. Mes fońs ar c’harr,
ret eo krediń, a oa poazh penn-da-benn rak ar sac’h a dremenas a-dreuz ha Lukaz
a reas memes tra. O-daou e ruilhjont war an hent bras.
An harnez, koulskoude, a zalc’he da vont. Ar charretour ne oa
ket zoken dizroet da sellet.
Gab a lezas anezhań da vont. Pa’n devoe kollet ar gwel warnezhań
e kredas mont ‘trezek Kerdreskenn ; ‘benn ec’h arruas er gęr e oa
hantervarv gant ar spont.
« Petra ‘zo c’hoarvezet ganit ? » eme Madalen
Denez, o welet anezhań ken stummet fall.
Gab Lukaz a gontas e dro.
« ‘C’hanta ! Sell aze ! » emezi. « Karrig
an Ankou ‘teus gwelet ! »
Gab a voe darbet dezhań tapout an derzhienn. An deiz war-lerc’h
e klevas an taolioů o son. Mestr Nizilzi a oa marv, en noz a-raok, etre dek eur
ha dek eur hanter.
Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoů, lakaet e brezhoneg get
Erwan ar Moal (Dir-na-Dor),
emb. e Kroaz ar
Vretoned, miz Even 1911
POELLADENNOŮ
Setu amań
holl darvoudoů ar gontadenn ; siwazh ! En dizurzh spontus emaint.Lakait
anezhe en urzh mar-plij ganeoc’h.(lakait un niverenn dirak pep frazenn).
Erru’ a reas Gab er gęr hanter-varv gant ar spont.
Ar vro oa sioul tro-dro.
Lampat a reas Gab barzh ar c’harr gant e sac’had pato.
O tiskuizh war sichenn ar c’halvar oa Gab Lukaz.
Kouezhout a reas ar sac’had war an hent.
Ar charretour a dremenas ha ne respontas ger.
Klevet a reas Gab ur c’harr o tont hag an ahel a wigoure.
Gouiet ‘neus Gab e oa marv Mestr Nizilzi.
Erru oa skuizh Gab o tougen ar sac’had pato, morzet e oa e
izili.
Gab Lukaz a drugarekaas e vistri hag a yeas barzh an hent ar
sac’h war e gein.
Gab Lukaz a c’hwitelle skańv e droad.
Kuitaat a reas tud Run Rioů
Ar sadorn-mań eo bet roet ur sac’had avaloů-douar dezhań gant
mestrez Run Rioů.
Goulenn a reas Gab un tamm plas evit e sac’had d’al lankon.
Lazhań a reas e gorn ha boutań a reas anezhań ‘barzh e c’hodell.
Taol’ a reas e sac’had er c’harr.
Kont’ a reas e istor d’e wreg.
Gab Lukaz a elumas e gorn.
Ar charretour a gendelc’has gant e hent.
Laouen eo Gab Lukaz da gaout unan bennak war e hent evit
disammań anezhań.
Tremen a reas Gab sac’had ha tout dre ar c’harr.
Chas Nizilzi a grogas da yudal truezus.
Al loar oa sklaer hag ar flip ‘noa evet ‘noa roet nerzh dezhań.
Sinadoů
1/ Glas Plougastell
Marteze evedon dek vloaz bennak,
hag evedon e skolaj Lesneven. Hag un nozvezh, war dro teir eur bennak diouzh ar
mintin, ez on bet dihunet gant ur glas. Hag... ne oa ket kleier Lesneven a oa o
son. E oa kleier Plougastell. Tregont kilometr deus ar gęr, hag e kleven kleier
Plougastell. Hag e pade, hag e pade, hag e pade.
Setu me dihuniń an hini oa em
c’hichen, a oa un den eus a Blougastell ivez. Hag e lavaran dezhań :
-
Jamari, ‘glevez ket glas
Plougastell ?
-
Ro peoc’h ! a lavare eń.
-
Eo, klevet a ran, a lavaran dit. Klevet a
ran kleier o son deus Plougastell. Hag… sur, sur, eo kleier Plougastell ez int,
n’eo ket kleier Lesneven !
-
N’eus trouz kleier ebet neblec’h, a
lavare eń, ale kousk !
A-benn ar fin e tihunan anezhań adarre hag e
lavaran dezhań :
-
Lavar din petra d’ober.
-
Ma, ‘peus nemet lavaret da
chapeled !
Setu, me krog em chapeled hag…
kousket. ‘Meus en em roet da gousket. Hag… en devezh war-lerc’h, va zad a
delefon din hag e lavar :
-
Gouzout a rez, da voereb a zo marv.
Honnezh oa plac’h yaouank kozh, hag a gare
ac’hanon spontus.
-
Da voereb zo marv hag he deus galvet
ac’hanout pa ‘vedo marv.
-
Da bet eur ez eo marv ?
-
O, war-dro teir eur diouzh ar mintin.
An dra-se zo en em gavet din.
(L. Bodenes,
Plougastell)
2/ Marvet e Tunizi
An dra-se a zo tremenet er
bloavezhioů seizh ha tregont pe eizh ha tregont. Ur c’houzin a oa oc’h ober e
amzer soudard e-barzh an Tunizi. Hag a zo bet beuzet eno.
Hag... ‘Meus bet klevet va mamm
goude-se, un nebeut devezhioů, daou pe dri devezh a-raok ma oa en em gavet an
dra-se‚ ‘meus klevet anezhi o lavaret edont e-barzh ar vered, e giz m’emań... e
giz an dud diwar ar maez, goude an oferenn, ez eont war ar bezioů, ar re varv
atav, bezioů ar familh. Hag eno ‘oant bet ivez war bezioů ar familh. Hag e oant
chomet diwar-lerc’h ar re all, un tammig, da gomz.
Hag int-i o doa klevet e-giz pa
vije unan bihan, unan bihan o leńvań : ur mous bihan o leńvań. Hag int-i
souezhet... hag... ne welent ket perak, unan bihan ‘barzh ar vered o leńvań.
Int-i o sellet war o zro. Ne welent netra. Aet pelloc’hig da welet : ne
welent netra.
Hag... int bet souezhet mat eus
an dra-se, ha n’eus ket bet respont deus an dra-se nemet un nebeut devezhioů
goude-se. Daou pe dri devezh goude, deuet me ‘gav din an aotrou maer, da
lavaret : « Ur c’heloů trist on deuet da lavaret deoc’h », da
lavaret da, da va moereb. « Ho mab a zo marv, beuzet ‘barzh an
Tunizi »
Hag un nebeut devezhioů goude-se
oa deuet da sońj dezho deus an dra-se. « Sell, an dra-se oa… ». E
sońje dezho… ar mab oa, mat, douetus bras, beuzet er momed-se p’he doa klevet
anezhań o leńvań, mestal ur mous bihan o leńvań ‘barzh ar vered.
3/ Ar mor war an
treuzoů
An dra-mań zo bet en em gavet
gant ur vaouez eus ma bro, a oa o chom e-kreiz ar maezioů, aze, en ur
geriadenn. Hag he gwaz a oa martolod, da lavaret eo pesketaer. Hag ez ae bep
mintin da besketa, abred, abred, abred, kreiz an noz c’hoazh, evel-just.
Hag un nozvezh, er mod-se, ma oa
aet kuit, hi a gave dezhi e oa un trouz drol aze e-kichen he zi : e giz ma
vije bet trouz ar mor. Hag... koulskoude ar mor a oa pell, hag a-raok klevet
trouz ar mor e vije ret kaout ur pezh gwall amzer pe ur pezh tampest. Hag...
koulskoude, peogwir e kleve c’hoazh tost d’he zi a oa aet da zigeriń an nor. Hag
er-maez he doa gwelet ar mor, ar mor hag a oa deuet betek ar porzh, a oa deuet
e kreiz ar porzh, aze. E-kreiz ar porzh ne oa nemet ar mor, ne oa nemet dour
partoud.
Hag hi serriń an nor, hag o vont
en-dro e-barzh an ti, evel-just, ankeniet ha tout. O klask kompren petra oa en
em gavet. Koulskoude, an ti a oa pell mat deus ar mor ; daou gilometr d’an
nebeutań, hag e oa war an uhel kentoc’h.
Hag ar pezh a oa en em gavet,
kazi sur, e oa ur sinad, kar, pa oa deut an deiz goude-se, he doa klevet, he
gwaz oa bet beuzet en ur gemer e vag. Diouzhtu en ur vont gant dour red he doa
troet e vag, hag e oa bet beuzet he gwaz.
(I. Gourmelon,
Plougastell)
4/ Kabarus
Du-mań gwezhall e teue ur
marc’hadour amann da zaspugn amann, ur wezh ar sizhun, pea. Hag e kase ar vioů
gantań. Hag e anv dezhań a oa Kabarus. N’ouzon ket eus pelec’h e teue hennezh
evit kaout un anv er mod-se. Kabarus a oa eń tout, eń, hag a ouie brezhoneg.
Hag... hennezh oa graet deus outań an aotrou Kabarus, kar, hennezh, ur wezh
dastumet an amann gantań, sur a-walc’h eo pinvidik a-walc’h. Hag en doa amzer
da vont da chaseal ha da besketa, setu... oa bet laosket dezhań an douaroů
du-mań evit dezhań dont da chaseal p’en doa c’hoant. Setu ni, ar vugale, oa
kustum o welet anezhań, oa boaz da welet anezhań hag e chas, hag o c’hwitellat.
Hag ar chas e-touez an avaloů-douar, e-touez ar maiz. Hag er mod-all ez ae
a-wezhoů ivez da besketa, pea.
Hag... Setu neuze ur wezh, an
dra-se zo pemzek vloaz zo marteze eus an dra-se. Hag… div c’hoar din ‘deus
lavaret da ma mamm er mod-se, diouzh ar mintin :
-
Che, ni hon eus klevet Kabarus, aze,
e-pad an noz, a oa o hopal d’e chas, hag o c’hwitellat, ha tout.
Ha setu Mamm ‘lavare dezho :
-
Ket bezań. Kabarus ne vez ket aze e-pad
an noz
Hag e lavare ar merc’hed... ar re-se a oa dek
vloaz bennak, eizh pe dek vloaz bennak... ar merc’hed ‘lavare dezhi :
-
A yao’vat ! Ni hon eus klevet :
Régine ‘deus klevet, Evelyne ‘deus klevet : an div o deus klevet
Setu, Mamm komańset… an dra-se a
oa drol un tammig, pea. Klask gouzout petra ‘vez bet klevet.
Hag an deiz war-lerc’h oa bet
klevet Kabarus oa bet beuzet ‘barzh an Dorchenn. N’ouzon ket hag eń e ouezoc’h
‘barzh pelec’h emań an Dorchenn. An dra-se zo etre Penmarc’h ha Beg ar Raz, hag
a rae eń tout an aod, nemet ez eus aze ur plas e-lec’h maz ‘z eus reier. Hag ur
bern tud a za da besketa. Ha lod deus outo ‘vez lopet gant ar mor er mod-se.
Hag, sur a-walc’h, ma mamm ‘deus
lavaret an dra-se a oa ur sinal bennak, marteze, e oa bet beuzet dija d’ar
poent, hag e oa e ene o redek ar vro, o c’hwitellat d’ar chas, n’ouzon ket.
(Agnes Helies, Tremeog)
Testonioů dastumet get Mikael Madeg, emb. ŕr gasedig, Komz nnn
1, Dastum
POELLADENNOŮ
Ar mor war an
treuzoů (I.Gourmelon, Plougastell)
An dra-mań zo bet en em gavet gant ur
............................ eus ma bro, a oa o chom e-kreiz ar maezioů, aze,
en ur ............................. . Hag he gwaz a oa martolod, da lavaret eo
............................ . Hag ez ae bep mintin da
............................, abred, abred, abred, kreiz an noz c’hoazh, evel-just.
Hag un nozvezh, er mod-se, ma oa aet kuit, hi a gave dezhi e
oa un ............................ drol aze e-kichen he zi : e giz ma vije
bet trouz ar ............................ . Hag... koulskoude ar mor a oa pell,
hag a-raok klevet trouz ar mor e vije ret kaout ur pezh
............................pe ur pezh tampest. Hag... koulskoude, peogwir e
kleve c’hoazh tost d’he zi, e oa aet da zigeriń an ............................
. Hag er-maez he doa gwelet ar mor, ar mor hag a oa deuet betek ar ............................,
a oa deuet e kreiz ar porzh, aze. E-kreiz ar porzh ne oa nemet ar mor, ne oa
nemet ............................ partoud.
Hag hi serriń an nor, hag o vont en-dro e-barzh an ti,
evel-just, ............................ ha tout. O klask kompren petra oa en em
gavet. Koulskoude, an ti a oa pell mat deus ar mor ; daou gilometr d’an
nebeutań, hag e oa war an uhel kentoc’h.
Hag ar pezh a oa en em gavet, kazi sur, e oa ur sinad, kar,
pa oa deut an deiz goude-se, he doa klevet, he ............................ oa
bet beuzet en ur gemer e ............................ . Diouzhtu en ur vont
gant dour red he doa troet e vag, hag e oa bet ............................ he
gwaz.
Lakait ur groaz dirak ar respont(oů) mat.
1.Gant piv eo bet en em gavet an istor-se ?
ur vaouez eus bro ar c’honter ur paotr eus bro ar c’honter ur vaouez eus ur vro estren ur vaouez eus Breizh
2.Pelec’h e oa o chom ?
e-kreiz ar c’hoadoů e-kreiz ar mor e-kreiz ar maezioů e-kreiz ar porzh e-barzh ur geriadenn
3.Petra a oa micher he gwaz ?
martolod medisin labourer-douar pesketaer
4.Peur ez ae da besketa ?
e-kreiz an noz abred-tre goude lein war-dro peder eur tri warn-ugent
5.Peur he deus klevet un trouz iskis ?
pa oa o tebriń merenn diouzh an noz diouzh ar mintin
6.Petra oa an trouz-se ?
trouz un traktor trouz ar mor trouz an avel trouz al lapoused
7.Perak ne oa ket posubl klevet an trouz-se ?
abalamour ma oa re bell ar mor abalamour ma oa an noz abalamour ma oa e-mod-se
8.Petra he deus graet neuze ?
aet eo da zigeriń an nor aet da zigeriń ar prenestr aet da zigeriń un voestad piz-bihan
9.Petra he deus gwelet ?
deuet e oa ar mor e-kreiz al liorzh deuet e oa ar moc’h e-kreiz ar porzh deuet e oa ar moc’h e-kreiz al liorzh deuet e oa ar mor e-kreiz ar porzh
10.Petra he deus graet war-lerc’h ?
serret he deus an nor aet eo da zebriń he fiz-bihan en-dro aet eo en-dro en he zi
11.Pelec’h e oa an ti ?
pell mat deus ar mor daou gilometr eus ar mor war an uhel
12.Petra zo c’hoarvezet d’he gwaz ?
beuzet eo marvet eo kousket eo
13.Peur ?
un devezh goude daou zevezh goude ur sizhunvezh goude pemzektez goude ur miz goude
Selaou mat ar c’hasedig ha leugn an toulloů zo bet lakaet
en destenn.
c) Labourat war geriaoueg ar mor :
Lak ur ger brezhoneg dindan pep skeudenn. Peseurt hini na
vez ket kavet e-barzh an istor-se ? Gra ur c’helc’h ruz tro-dro dezhań.
|
|
|
|
|
|
d) Labourat war ar gerioů diaes
Gra biroů etre ar gerioů hag an termenadurioů a glot
ganto.
Gerioů
. Kęriadenn . Gwall amzer / Tempest . Ankeniet . Sinad . Beuziń |
Termenadurioů
. Un dra a ro da c’houzout eo tost unan bennak da vervel . Mervel en dour . Un nebeut tiez bodet asambles . Pa’z eo fall-tre an amzer (avel greńv, glav-pilh...) . Pa n’emaomp ket en hon bleud, enkrezet. |
e) Daou c’hoari bihan :
Sell ouzh ar skeudenn e-lec’h m’emań Mickey ha Dingo.
E-touez ar skeudoů zo e-kichen, n’eus nemet unan hag a c’hellfe bezań hini ar
pesketaer. Peseurt hini eo ? Displeg penaos ez peus graet evit kavout ar
respont.


|
|
An hini mat eo |
N’eo ket an hini mat |
Perak ? |
|
Skeud A |
|
|
|
|
Skeud B |
|
|
|
|
Skeud C |
|
|
|
|
Skeud D |
|
|
|
Piv en deus paket ar pesk ?

Troioů-kamm
Alanig al Louarn
Lip-e Bav ar c’hazh ‘zo deuet, a-berzh ar roue Nobl, da gerc’hat
Alanig al Louarn evit mont d’ar palez da vezań barnet war lec’h e holl
dorfedoů. Kaset eo bet a-raok Lom, an arzh, met hemań ‘zo bet touellet digant
al louarn ha deuet eo en-dro e-unan d’ar palez hanter-varv. Difiz ‘neus ar
c’hazh ouzh al louarn...
Lip-e-Bav a zegouezhas d’an abardaez e-tal Kastell-al-Laer.
Alanig a oa azezet dirak toull an nor, o kemer aer vat. Saludiń a reas
anezhań :
« Aotroů Alanig, a-berzh ar roue on deuet d’ho kavout, da
lavarout deoc’h dont d’ar palez diouzhtu, pe ker e kousto deoc’h ha d’ho
tiegezh. Nobl a zo aet droug bras ennań abaoe m’eo deuet Lom en-dro en ur stad
truezus. »
Alanig a respontas :
« Deuit tre, ma niz muiań-karet, ha Doue d’ho
pennigo. »
Ar sońjoů treitour a oa e penn al louarn a oa disheńvel-meurbet
diouzh ar c’homzoů flour-se, hag an amprevan a glaske penaos e vije deuet
a-benn d’ober taolioů trubarderezh all. Hag, evit touellań gwelloc’h ar c’hazh,
e lavare dezhań : ma niz.
« Ma niz, petra a vo servijet deoc’h d’ho koan ?
Gwelloc’h e kousk unan pa vez leun e gof. Chwi a zebro hag e kousko henoazh em
zi, warc’hoazh ez aimp hon-daou da balez ar roue. Fiziańs am eus ennoc’h. C’hwi
eo an hini a garan ar muiań eus ma holl gerent. An arzh a oa deuet da ma
c’havout an deiz all. Ur gwall loen eo, ha droug a ya ennań buan. Penaos em
bije kredet ober hent gantań ? Ganeoc’h ervat ez in, ha warc’hoazh vintin
zoken. »
Lip-e-Bav a lavaras :
« Krediń a ra din, Alanig, e vefe gwelloc’h kemer diouzhtu
hent Kemper-Kaourintin. An noz a zo sklaer, al loar a zo o sevel, hag an hentoů
a zo sec’h ha kompez. »
« O ! eme Alanig, ne garan tamm ebet beajiń dre an
noz. Ne oar ket unan petra c’hoarvez. Hag ar mignon a denn e dog pa dremen
e-biou deoc’h da greisteiz a c’hellfe ober deoc’h ho stal ma tegouezh deoc’h
tremen e-biou dezhań pa vez sonet hanter-noz. »
« Mat ! eme Lip-e-Bav, chomomp amań eta da c’hortoz
warc’hoazh, ha lavarit din petra a vezo da goan. »
Alanig a lavaras, a vouezh izel ha flourig :
« O ma niz, ne raimp ket chervad, evel e palez ar roue. Ma
fredoů a vez atao dister, ha ne zebran nemet meuzioů treut. Ma hoc’h eus
c’hoant, evelato, e servijin deoc’h mel fresk, ar mel gwellań a gaver er
vro. »
« Ne garan ket ar mel, e feson ebet. Ma n’eus netra all
ebet en ti, e karfen gwelloc’h kaout d’am c’hoan ul logodenn bennak. Mirit ar
mel evit ar re all ».
« Ha plijout a ra deoc’h kement-se al logod ? a
c’houlennas Alanig. Logod e-leizh a servijin deoc’h. Ar miliner, ma mignon, en
deus en e vilin ouzhpenn ur c’harrad logod. Bemnoz e vez drailhet seier nevez
dezhań. Sac’hadoů bleud a ya en o c’hof. Kemeret o deus an hardizhegezh da zont
zoken en e di d’ober abadennoů dańs, pa vez leun o c’hof. Pellig ‘zo ne c’hell
mui kousket e-pad an noz gant ar cholori a vez e kement korn eus an ti, eus ar
c’hav d’ar c’hrignol. »
« O, eme Lip-e-Bav, deomp di buan ‘ta. Din-me e plij
kenań-kenań ar c’hig logod. Nag ur c’had nag ur glujar ne dalvez ul logodenn. »
« Deomp ‘ta neuze, a lavaras Alanig. An taol-mań e viot
servijet gwelloc’h eget roue an Turki. Deomp diouzhtu. Arabat koll
amzer. »
Setu-int o-daou d’ar vilin.
Degouezhet e oant. Alanig en doa graet un toullig er voger, rak
dre ar vilin e oa aes-tre mont da glud ar yer. Hag an deiz a-raok, en doa
plantet tro e gouzoug kilhog ar miliner, ar gwellań kaner er barrez. Mab ar
miliner a oa aet klańv p’en doa gouiet e oa marv e gilhog. Beradoů gwad ha
pluńv a gavas en toullig, hanter guzhet en ur c’horn. Ne oa ket bet pell o
stennań ul las ennań, ha gwazh-a-se evit al louarn a zeuio da astenn e fri. Alanig
a santas c’hwezh al las stennet. Lavarout a reas eta da Lip-e-Bav :
« Ma mignon, it dre an toull-se e-barzh ar vilin. Me a
chomo amań er-maez da ziwall, e-pad an noz, e-pad ma viot o chaseal al logod.
Ne vezo ket diaes deoc’h pakań ur bern anezho. Selaouit !.... Ne glevit
ket anezho oc’h ober cholori ! Pa ho pezo ur c’horfad, c’hwi a lavaro din.
Arabat eo dimp en em goll henoazh. Warc’hoazh d’ar beure ez aimp a-gevret da
balez ar roue, rak berroc’h e vez kavet an hent pa vezer daou-ha-daou o
veajiń. »
Lip-e-Bav a selle ouzh an toull gant kalz a zisfiziańs. « N’eus
toull all ebet ? » emezań da Alanig. Hag Alanig dezhań, en ur ober un
tammig goap : « Feiz, nann, n’eus toull all ebet ! Unan n’eo ket
a-walc’h ? Ha ken aonig-se oc’h ? N’em bije ket kredet. Ma ! Distroomp
d’ar gęr. Ma gwreg a frito deoc’h da goan ar gwellań kig a zo en ti. »
Neuze, Lip-e-Bav, gant ar vezh en doa, a lammas en toull. Ha
kerkent ar skoulm lagadenn a stardas dezhań toull e c’houzoug.
Pa santas en-dro d’e c’houzoug ar skoulm lagadenn daonet,
Lip-e-Bav a redas un anken vras penn-da-benn da livenn e gein. Sachań a reas
a-raok, sachań a reas a-dreńv, ha da gement sachadenn, ez ae ar skoulm war strishaat,
ha muioc’h-mui e veze stardet gouzoug ar c’hazh paour, aet berr e alan gant ar
skoulm ha gant ar spont. Neuze Lip-e-Bav a c’halvas Alanig gant ur vouezh flour
ha truezus. Alanig a selle outań hag a lavaras en ur c’hoarzin :
« Ata, Lip-e-Bav ! Ha blaz mat a zo gant ar c’hig
logod ? Lart a-walc’h int ha tener eo o c’hig ! Met petra ‘glevan ?
Perak e rit kement a reuz ? Marteze n’eo ket aozet ar pred gant a-walc’h a
aked evit ho kenoů milzik ? Lavarit din ‘ta, ma ‘z in da zihuniń ar
miliner, da lavarout dezhań degas deoc’h pezh hoc’h eus ezhomm evit ma plijo ar
pred-mań d’ho teod ha d’ho staon. ‘M eus aon avat, ne selaouit ket ac’hanon. Ho
kalon a oa digor, met bremań ho kenoů eo an hini a zo digor-bras. Chomit eta da
ober miaou keit ha ma karot. Bremaik e teuio ar mestr da reiń deoc’h fest ar
vazh, evel ma roas an Aotroů Rustevel d’ar paour kaezh Lom. Alo ! Kenavo,
genaoueg ! Ma tegouezh deoc’h en em dennań bev ac’halen, e teuio sońj
deoc’h meur a wezh moarvat eus Alanig al Louarn ».
Ha Alanig kuit.
Jakez Riou, Troioů-Kamm Alanig al Louarn, Gwalarn nnn 89, Ebrel 1936
3
DanevelloŮ
beajoŮ
buhedigezhioŮ

Skeudenn get Th.
Busnel, tennet a Ma beaj Jeruzalem,
moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903
Mousa
Ar wezh-mań e fell din reiń
deoc’h da anavezout ma mignon nevez. Ya ‘vat, abaoe hirie ec’h omp deuet da
vezań mignoned, Mousa ha me. Eń marteze, a c’hellfe a-walc’h bezań ankouaet
ac’hanon ; evidon-me, n’ankouain ket anezhań birviken.
Mousa a zo ur soudard turk a c’hell
kaout marteze un hanter kant vloaz bennak. Gwisket distres a-walc’h, emichańs,
‘vel ar soudarded all. Memes tra, e kavan ez eo re dezhe war ar poent-mań. E
vragoů moan-moan a ra eus e zivesker evel div wadigenn. E chupenn a zo ivez
kalz re strizh evitań, ha kalz re verr, peogwir e tremen e c’houriz lęr war
lein ar botonoů kouevr a zo staget war al lostoů. Ya, pa gomzfit din deus un den
kampet faro, komzit din deus Mousa.
Ur paotr jentil avat, ‘vel na
n’eus ket, hag ur paotr a zever. Plijout a ra eston d’an ofiserien. Setu perak,
o vezań n’en deus netra, pe gazi netra d’ober e vez lezet gante da vont
d’ambroug ar belerined a ziskenn gwezh-ha-gwezh e ostaleri Itron-Varia-Frańs.
Ha eń na c’houlenn ket gwelloc’h : tammoů mat a werzh-butun a dalv dezhań
e garg a ambrouger.
Gantań ‘vat, n’hon eus ket ezhomm
da gaout aon eus den ebet. Gwa d’an nep a glaskfe ober dimp un dismegańs
bennak ! Dorn Mousa a gouezfe warnań, pe ar vazhig a dalc’h en e zorn.
O vezań m’eo muzulmad, e oar
reizh ar pezh a zo difennet dimp ober el lec’hioů sakr a zo gouestlet da
Vahomet. An deiz all e harze unan eus ar belerined da vutunat war leurenn an
div voskeen veur. Na c’houlenne ket kennebeut e vije aet hini ebet anezhe
‘barzh ar moskeennoů get e votoů lęr.
Hirie e teu ar sońj din da c’houlenn
digantań, en ur wignal dezhań hag en ur drailhań gantań tammoů galleg :
« Perak eta, Mousa, na lezes ket ac’hanomp, an deiz all, da vont ‘barzh ar
voskeenn gant hon botoů ? - « Sultan ! » emezań.
Ar ger-se hepken a deu gantań. En
ul lâret anezhań, avat, e ra sin, gant e zorn, da droc’hań e c’houg.
Intentet em eus : n’eus ket
d’ober fent gant difennoů sakr ar sultan.
Met gwa dezhań, mar displij
dezhań e vez graet anezhi gant e soudarded. Ni ne baouezomp ket, en ur ziskenn
da gouvant ar Groaz-Santel, d’ober anezhi gant e Vousa, ha hemań na c’houlenn
ket gwelloc’h evit-se. Fentus eo, dreist-holl pa glask, brec’h-ouzh-brec’h gant
ur pelerin, kerzhet d’ar paz en ur lâret, ‘vel soudarded hon
bro : » Unan, daou ! Unan, daou !… »
Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem,
moullet e ti
Prud’homme, Roazhon, 1903
Petra a weler eus menez ar Gwez oliv :
ar mor Marv eus a Sodom da Gęr-Is
Kentań tra a
ran goude hadlein, eo mont da zaoulinań e kav don ar Gredo : eno, war a
lârer, en em vodas an daouzek abostol ‘raok en em dispartiań, evit urzhań, en
daouzek artikl, ar pezh a dle da grediń ur c’hristen mat.
Ac’hane e savan
war gribenn ar menez. Uheloc’h c’hoazh e savjen mar drofe ‘n em fenn : rak
neb a gar a c’hell pignal dre ur vińs-tro bete beg un tour uhel ha moan a zo
amań, sonn en e sav, ‘us d’un iliz rusian.
Mes re a
amzer ac’h afe ganin, ha re e koustfe se d’am divhar.
Petra bennak
e welan ma gwalc’h deus traoń. Daoust piv, goude bezań savet war Venez Bre, a fellje
dezhań pignal war doenn pe war dour chapel Sant Herve, war digarez dizolo
muioc’h a vro ?
C’hwel
du-hont, ‘trezek ar sav-heol, ar Mor Marv gant e liv glas-plomm. Bezań ‘zo
etrezań ha me tosennoů ac’h a war ziskenn ‘n ur ziskouel din o c’heinoů
gwenn-loued. Bezań ‘n eus ar Mor Marv pemp lev warn-ugent a-hed ha pemp en e
vrasań ledander. Ha pegeit emań ac’hann ? Kalz pelloc’h ‘vit na lârfe ‘n
nen : nav lev, hag eń na seblant ket bezań e tu-hont da deir. Seblantout a
ra ivez bezań kalz izeloc’h evidon. Se, avat, n’eo nemet ar wirionez. Ur mil
metr bennak en em gavan a-us dezhań, penegwir e tiskenn eń pevar c’hant metr
izeloc’h ‘vit ar Mor Kreizdouarek, a zo d’e dro c’hwec’h kant metr izeloc’h
evit menez ar Gwez OIiv.
Na zo
neblec’h e-kreiz an douar, na dour sall, na dour dous hag a chomfe ken izel
dindan dour ar Mor Braz.
Na zo
neblec’h kennebeut dour hag a vefe blazet ken fall hag hini ar Mor Marv :
lâret a rafe ‘n nen e vefe ennań eoul-maen ha dour sall mesk-ha-mesk. Bezań ‘zo
ennań bep sort traoů mat da gemer tan : bitum, asfalt, nitr, soud, hag
all. Ha noazus int holl ‘vit an alan ha ‘vit ar gwad.
Setu perak na weler ket a besked bev er mor-se.
Pesked marv, ‘vat, na lâran ket : gwazh d’ar re en em ankoua da zont eno
gant dour ar Jourden : mervel ‘reont diouzhtu, hag o c’horf d’an
deun : rak an dour a zo ponner-ponner ha poan ‘nefe an traoů o chom war
var. Setu perak ivez ec’h a war eilpenn neb a glask neuńvial er Mor Marv, ‘met
bezań ‘vefe un diskraper eus ar c’hentań.
‘Vel ma weler
eta, n’en deus ket laeret ar mor-mań e anv : n’hell netra bevań ennań.
‘Barzh ar
Skritur Sakr e komzer eus ar Mor-Marv ‘vel ur mor milliget. Marteze e oar ma
lennerien evit petra. Mar n’ouzont ket, setu-amań.
Amzer ar
patriarch Abraham (Bezań ‘zo abaoe pevar mil vloaz) e kouezhas mallozh an Ao.
Doue war ur gęr anvet Sodom, a ‘n em gave war ribl ar Mor-Marv. Aet drouk ennań
o welet he zud en em vreinań gant ar gwashań dizurzhoů, e laoskas warni tan eus
krec’h, ha tan eus traoń : ha setu ‘nezhi en ludu. An hevelep darvoud en
deus nevez zistrujet (er bloavez 1902) kęr Sant Pęr ar Martinik. Mar na ve ket
adsavet, ha mar dalc’h c’hoazh ur pennad ar menez Peilhet, hec’h amezeg da
zislonkań tan ha moged, petra ‘vo gwelet ‘benn pevar mil vloaz eus kęr
Sant-Pęr ? Netra, hep mar ebet.
‘Vit Sodom,
na chom ket diouti an disterań tra. Klasket ‘zo bet war ribl al lagenn, klasket
en he goueled. Poan gollet : kavadenn ebet.
Feiz, n’eo
ket ni, Bretoned, a vo souezhet eus se. Ur gęr ivez hon deus kollet, Kęr-Iz. He
dizurzhioů ha dreist-holl dizurzhoů ar brińsez Dahud, merc’h he roue Grallon, a
dalvezas dezhi bezań lonket gant ar mor : eus a se ec’h omp sur. Mes
n’ouzomp ket pelec’h e oa. N’he deus lezet netra war he lerc’h : biskoazh
maen eus he mogerioů n’en deus roet krog da zant an eor. Lârout a reer ec’h int
bet gwelet a-dreuz d’an dour gant lagad lemm ar verdeidi : ul lâradenn eo
se, ha netra ken.
Louis
Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem,
moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903.

Skeudenn get Th.
Busnel, tennet a Ma beaj Jeruzalem,
moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903
Ur c’hrennard iskiz : Mońsig Maman
Sion
Emań ar berc’hinderion / ar birc’hirined
o weladenniń un ti e lec’h ma vez degemeret ha savet bugale emzivad. Dalc’het
eo an ti-se gant C’hoarezed ar Garantez - da lâret eo gant Leanezed, Seurezed –
deuet eus ar Frańs. Diskouezet e vez ar vugale dezho.
Unan anezhe dreist-holl a chomomp
holl da sellet hep skuizhań. Ur bugel nammet koulskoude, brec’h ebet dezhań,
nemet un tamm ibilh kigennek, hag eń berr-berr, a zo e-pign ouzh e skoaz gleiz.
E dreid zoken a zo gweet un nebeudig, hag unan anezhe, an hini kleiz, a zo
hanter baket gant ul lien gwenn, ‘vel pa vije goret.
Pa deuas war an douar, unnek
vloaz zo, en Konstantinopl, e kavas e dad anezhań ken vil ken e kemeras mezh
dioutań, ha ne lezas ket diskouez anezhań d’e vamm. En magerezh el lakaas hag
en dalc’has e-pad pemp bloaz. Mes, diwar neuze (…) ne gasas ken gwenneg ebet
d’ar wreg a save ar paour-kaezh mońs. « Kenavo dit, neuze ! »
emezi. Hag ar bugel lakaet e maez he zi.
Ar marv a oa o c’hedal anezhań pa oa bet
degemeret gant ur c’hristen a gasas anezhań (…) da C’hoarezed ar Garantez d’e
sevel ; ha setu penaos en deus, ‘benn ar fin, kavet ar bugel ur vamm vat,
an hini a reer anezhi gant an holl e Jeruzalem « Maman Sion ». An
anv-se eo anv « C’hoar Sion » a ren an ti-mań abaoe m’eo bet savet.
He mońsig, ‘vel just, eo he bugel
ar muiań karet, dre m’eo e zoare ar muiań truezus. Gwir eo n’eo ket diaes e
garout : amgraüs eo ar pezh a c’heller bezań, hag ur galon aour en deus en
e greiz. Ha neuze, spered holl eo, gouest da zeskiń ar pezh a gar. (…)
E skiant ivez na baouez da
greskiń. ‘Vit skrivań n’en deus ket e bar. Pa wel ac’hanomp oc’h arruout, en em
lak en e goazez war un daol, e tap gant bizied an troad dehoů un daolennig
maen-glas, hag e harp anezhi war e droad kleiz. Neuze e laka ur vazhig du,
moanaet eus ar beg, etre biz meud hag eil biz e droad dehoů, hag eń da skrivań,
ken brav ‘vel ma raje ur mestr-skol, ar gerioů gallek-mań : « Bonjour, les pčlerins français ».
Da gentań e chomomp holl estlammet o welet kement-se, ha goude, hep bezań en em
glevet, ez a hon dorn d’hon godell da glask ur bakchij ‘vit ar skrivagner bihan.
Kement a stad a zo en hon mońsig,
ken e stag adarre da skrivań. C’hwel amań ar ger gallek a deu gantań ar
wezh-mań « Merci ! »
Ger berr, ha koulskoude ur ger hag a zo talvoudus evidomp.
Goude skrivań, debriń. Daoust ha
ne vez ket roet da zebriń d’hon faotrig evel e vez graet d’ar poupigoů ?
Nann, nann. Evit diskouez dimp penaos en em vag ar paotrig, e laka al leańnez
un tamm bara sec’h dindan e ibilh-skoaz, hag ouzh e dreid un toullad
kakaouetennoů, frouezh bihan sec’h heńvel a-walc’h ouzh filbich ar gwez fav.
Ha kerkent ar mońsig o kregiń
gant e zent en e vara. Goude pep begad e tiblusk div pe deir gakaouetenn gant
bizied e dreid, ha, gant e dreid adarre, e toug anezhe d’e c’henou ‘vit chaokat
anezhe war-un-dro gant ar bara.
Biskoazh kement-all n’hon eus
gwelet. N’hen ankouafomp birviken.
Louis
Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem,
moullet e ti
Prud’homme, Roazhon, 1903.
POELLADENNOŮ
1. DRM :
Dibabit ar Respont Mat.
a) Deus piv zo
kaoz en istor ?
¨ deus ur bugel pinvidik ¨ deus ur bugel dilezet gant e dud
b) Piv en doa mezh
dioutań ?
¨ e dad ¨ e vamm
c) Gant piv eo bet
savet da gentań ?
¨ e dad ¨ e vamm ¨ ur vagerez
d) Gant piv eo bet
savet goude ?
¨ gant « Maman Sion » ¨ gant e
vamm ¨ gant den ebet
e) E pelec’h e tremen
an istor ?
¨ e Jeruzalem ¨ e Konstantinopl ¨ e Breizh
f) Penaos e vez
kavet ar bugel-se gant ar birc’hirined ?
¨ ne reont ket van ¨ souezhet int, ha laouen ¨ trist int
g) Petra a dalv al
lesanv a vez roet d’ar paotr : « mońs »
pe « mońsig » ?
¨ un den treut ¨ un den a vank ur vrec’h dezhań ¨ un den foll
2. Goulennoů :
a) Peseurt
lodennoů eus e gorf a zo nammet ?
-
-
b) Pe oad eo ar
paotr-se ?
c) Perak eo bet
dilezet gant e dad ?
d) Perak n’eo ket
bet savet gant e vamm ?
e) Perak eo chomet
e ti ar vagerez pemp bloaz nemetken ?
f) Perak eo
estlammet ar birc’hirined o welet anezhań o skrivań war un daolennig
maen-glas ?
-
-
g) Petra eo ar
« bakchij » a glaskont en o godell ?
h) Peseurt boued a
zebr dirak ar birc’hirined ?
i) Penaos e ra
evit debriń ar boued-se ?
3. Geriaoueg :
Setu er vann kleiz doareoů ar paotrig.
Liamm anezho gant ar pezh a glot a zehoů.
|
E zoare (hervez e dad) |
·
|
·
|
paket gant ul
lien |
|
Brec’h kleiz |
·
|
·
|
truezus |
|
e dreid |
·
|
·
|
brav |
|
e droad kleiz |
·
|
·
|
vil |
|
e zoare (hervez Mamm Sion) |
·
|
·
|
N’en deus hini
ebet |
|
e skritur |
·
|
·
|
gweet |
4. Sevel frazennoů :
Gant ar gerioů mesk-ha-mesk eo ret deoc’h
sevel ur frazenn a dalv ar frazenn vat a zo a-us.
Ur memor bras en
deus
a zeskiń gar
ar eo gouest
pezh da
ŕ
Hegarat-tre eo
eo pezh
bezań amgraus ar
a c’hell
ŕ
N’eus ket daou zen
gouest da skrivań evel ma ra
E BAR
N’EN deUS skrivań
evit ket
ŕ

Skeudenn tennet ag ur paper euvrer embannet get Dihunamb er
blezioů 1930
Ar sembolenn
Daou di-skol a oa, unan lik evit ar baotred hag unan kristen evit ar
merc’hed. An hini lik a oa renet gant an Aotrou Bouder, genidik a Blougonver,
ouzh e skoazellań un eiler yaouank, an Aotrou Losteg, a Lohueg.
Ne oa ket kalz a baotredigoů e skol an Ao. Bouder, daoust da Garnoet da
vezań ur barrez vras, gant he 2.800 a drevidien. Ne veze ket kaset an holl
vugale d’ar skol, pell ac’hano… Mar boamp tri-ugent, e oa an hirań…
Bet on pevar bloaz o heuliań skol ar bourk. Eno ‘m eus desket ar
« rudimant », evel ma lavared. Deskard mat a-walc’h e oan, plijout a
raen d’an Aotrou Bouder kenań : alies e teue du-mań da ober kaoz gant ma
c’herent, ha da gas dezho ma notennoů.
Nemet avat, e rebeche ma zad na
zalc’he ket a-walc’h warnon da gaozeal galleg. Ne oa nemet brezhoneg holl
ganimp kanfarted vihan, hag ar paour-kaezh Ao. Bouder a golle kalon o welout na
zeske netra an hanter eus e vugaligoů. Ne zeue ket en e benn evel just, e oa
fall an doare-deskiń ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec’h tamall ar
C’houarnamant, a oa e Zoue – rak fougeal a rae gant ar Republik.
E skol Garnoet, evel e lec’h all e veze roet ar « sembolenn »
d’ar re a veze tapet o vrezhonegań. Ur votezig-koad a oa ar sembolenn. Un
devezh, ma oa degouezhet ar sembolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol
gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude ar skol, em boa stlapet ar votezig en
ur puńs.
« Gant piv emań ar sembolenn
hiriv ? » a
c’houlennas an Aotrou Bouder da beder eur. Grik ebet gant den.
« Alo, respontet ‘ta an neb en
deus ar sembolenn ! »
Grik ebet c’hoazh.
« Ma, eme ar mestr-skol, mar
n’en em ziskuilh ket an hini en deus skoachet ar sembolenn, e chomot holl e
pinijenn betek koan.
- Me ‘m em eus kollet anezhi... emezon-me en ur ober van da ouelań.
- Pelec’h ‘c’h eus kollet anezhi,
Jaffrennou ?
- Kouezhet eo e-barzh ur puńs hep
gouzout dare din.
- Penaos ‘ta ? Kouezhet er
puńs. Gaouiad ! Anzavit ‘ta hoc’h eus stlapet anezhi er puńs, maleürus
bihan. Kastizet e viot, ha start ! »
Ober a reas an Ao. Bouder ur sach war ma divskouarn, lakaat a reas war ma
fenn ar « boned azen » gant gourc’hemenn din mont da zaoulinań dirak
e vurev. Met kollet ar sembolenn, ne voe ket graet unan all goude se.
Pa oan er skol, an taolioů hag ar skouarnadoů a oa aotreet. An Ao.Bouder
en doa ijinet div jahinerezh nevez. Sachań war an divjod gant e zaou viz ha
skeiń taolioů reolenn war du diavaez an dorn.
« Astennit ho
torn ! » Dav ! un
taol reolenn. An hini a vouzhe da astenn e zorn, en deveze daou daol e-lec’h
unan !...
Lod eus ma c’hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoů ken
na oa hanter zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa. Lod arall a dape
taolioů-botez en o revr hardizh, evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a
lakae droug da vont er mestr-skol gant e c’heizoů. Nann, ne oa ket brav bezań
skoliad d’ar c’houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d’ar
skol. »
E-lec’h mont, kalz a rae skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d’ar
gęr d’abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol. Den ebet n’ae da glask
pelec’h e oant bet.
Taldir Jaffrennou, Ur wezh e oa...
1944 ; ademb. get Hor Yezh, 1985

Skeudenn get Fańch
ar Goaill, Bilzig,
embannadurioů Emgleo Breiz,
1963
Bilzig dirak ar barnour
Ur gwall dra a zo en em gavet er vourc’h : bugale a zo bet o
laerezh per e liorzh ar person. Bilzig, o vale dre eno get e ziv c’hoar vihan
hag e vreurig, n’eo ket bet evit tec’hout ken buan eget ar ganfarted all, ha
tapet eo bet get ar sakrist. Ma oar hemań ne oa ket Bilzig o laerezh e kred
neoazh e vo aes ober dezhań flaterat ar vugale all. Met Bilzig ne bleg ket ;
hag ar person, un den rust ha kalet a galon, a gas an afer dirak ar barner.
Setu galvet holl bugale ar vourc’h da dremen dirak ar varn a vo dalc’het er
presbital. Kerent Bilzig, int, n’int ket deuet, hag aes eo kompren :
marvet int o-daou ; e « vamm Izabel », ar vaouez he deus kemeret
ar vugale en he zi, n’eo ket deuet kennebeut.
Trouz hag enkrez er bourk ;
petra ez aer d’ober d’ar vugale ? Hag ar vugale hag o c’herent d’ar
presbital.
Evel just, Bilzig a oa bet galvet
ar c’hentań dirak ar barner. Hemań a oa azezet ouzh taol ar sal vras ; en
e-gichen, a-zehoů, ar person ; a-gleiz, ar c’hure ; an daou archer,
hag ar sakrist e toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o
zud ; war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.
Bilzig a sellas a gorn ouzh ar
barner, hag a-dreuz ouzh an div wialenn.
- Lavar din, mabig, ha te ‘zo bet
e gwezenn ber an aotrou person ?
- N’on ket, aotrou.
- Ma, n’eo ket te, mabig, a zo
bet tapet gant ar sakrist o tebriń per ?
- Geo !
- Ar per-se marteze a oa kouezhet
o-unan ez kenoů ?
Ger ebet.
- Respont, mabig ! Ne vo ket
graet a zroug dit, ma vezez fur… Lavar ar wirionez. N’out ket bet er
wezenn ?
- Nann, aotrou.
- Goűt a ran, met bugale all a oa
eno. Ne oas ket-te, moarvat, da-unan ; hag anavezout mat a rez-te ar re
all. Lavar piv int ?
Bilzig ger ne rannas.
- Me ‘oar ervat ec’h anavezez
anezhe. Lavar piv a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha diouzhtu ! Piv
a oa ganit ?
- Madalenn, Yannig, Katellig,
aotrou, a oa ganin.
- Degasit anezhe amań ! eme
ar barner d’an archerien.
An tri vugelig a oa el liorzh o
c’hortoz o breur
An archer a dapas krog enne hag o
bountas er sal.
Ar person, ar c’hure, ar sakrist,
an archerien n’int ket bet evit en em viret da c’hoarzhiń. Ha da c’hoarzhiń
ivez a re a oa e-barzh an ańtre, hag ar re a oa en diavaez. Ar barner ne
c’hoarzhe ket, droug ennań, bronduet e zivjod, fuc’hal a rae !
Un taol lagad a gorn d’an
archer :
- Krogit ennań !… C’hoarzhiń
goap ouzh ar varn, ouzh ar barner ! Krogit ennań !… Ar
wialenn !…
- N’am skoit ket, aotrou, n’eo
ket me !
- Ober goap ! Goap !…
Lavar piv ?
Ger ne respontas ar paotr.
Un archer a dapas krog er
wialenn.
- Piv ?… Lavar piv…
- ‘Lavarin ket.
- Ac’ha ! ‘Lavari
ket ?…
Poan a zo bet gant ar paotr,
gweńv e gorf evel ur silienn ; kroget en neus gant e zent e dorn un
archer. Setu eń war an daol, liammet troad ha dorn.
- Lavaret a ri ?…
Ger
- Un taol !
En aer ar wilaenn a c’hwiban. Ur
skrijadenn !
- ‘Lavarin ket ! ‘Lavarin
ket !
Ar wialenn a bege ouzh kroc’hen e
beńsoů : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp !
Semplet ar paotr… Pa deuas ennań,
en-dro dezhań e vreur hag e c’hoarezed o c’houelań, dirazań ar barner hag ar
person.
- Pennek out, mabig,
pennek ! Imor fall a zo ennout, ijin fall, ‘m eus aon. Diwall, mab, diwall
ha dalc’h mat, dindan eńvor, ar c’homzoů fur ez an da zeskiń dit :
Neb na sent ket ouzh ar stur
Ouzh ar « wialenn » a raio sur !
- N’eo ket me ! N’eo ket
me ! a advouskomze ar paotr en ur valbouzenniń. N’eo ket me !
- Prenn da vragoů, hag
er-maez !
Bilzig a grogas e dorn Katellig,
an daou all d’e heul, liv ar marv en e gerc’henn. Ankeniet, e galon a lamme en
e greiz, poan gantań o tennań e alan, an daeroů o ruilhań war e zivjod.
War e lerc’h, pemp pe c’hwec’h
paotr all o deus tańvaet blaz ar wialenn ; hini anezhe ne zalc’has penn
ouzh ar barner. Hag eń hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare ;
klevet ivez penaos Bilzig n’en nevoa bet nep perzh el laerońsi ; debret en
nevoa bet ur berenn, gwir eo, met skańv a oa e bec’hed, kriz ar binijenn.
- N’eus forzh ! eme ar
barner ; ken gwazh an hini a zalc’h ar sac’h hag an hini a laka e-barzh.
Met an aotrou person ne oa ket
skańv e vennozh ; ha meur a wezh, ha pell goude, pa wele ar paotr e rae ur
distro war an arvest c’hoariet en e sal, hag e goustiańs a rebeche dezhań
gwialenn ar barner. Holl bugale ar bourk en nevoa gallet dońvaat ; Bilzig
biskoazh. Bilzig, pa wele an aotrou person, a lakae e zorn war e beńsoů, ha da
redek : kaout a rae dezhań, seblantout a rae dezhań e c’houzańve ar
wialenn war e groc’hen.
Evit ar barner ar wialenn a oa e
lezenn e-keńver ar baotred, ha na Bilzig nag e binijenn n’o devoa kleuzet o
arroudenn war daolenn e eńvor. Dir e galon, enep an druez ; e-pad e vuhez
a varner, gwelet en nevoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e
goustiańs, pell amzer a oa abaoe, ne fińve ken en e greiz ; marv e oa ar
preńvig bihan-se dirak pinijennoů ken dister : un taol gwialenn !…
Pa erruas Bilzig er gęr, Izabel a
oa o fichań lein.
- Jezuz ! Petra ‘zo
c’hoarvezet ganeoc’h-c’hwi ?
Hag ar vugale da ouelań.
Izabel ne oa ket bet betek ar
presbital : gouzout mat a rae penaos Bilzig n’en nevoa ket laeret, ha ne
oa ket deuet en he c’hredenn e vije bet skourjezet. Poan galon dezhi dirak
daeroů he faotr.
- Na ouelit ket, bugaligoů !
Na ouelit ket, paour-kaezh paotr !… Plegań, va bugelig, pe derriń !…
- N’eo ket me, mamm Izabel, n’eo
ket me !…
Ha ne oad ket evit tennań netra
all deus e benn. Skourjezet e oa bet hep abeg, n’en nevoa ket laeret. Debret en
nevoa ur berenn, laeret n’en nevoa ket.
Fańch al Lae, Bilzig, emb. Buhez Breiz, 1925
Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn
Evit mont d’ar skol da viz Here,
o vezań n’eo ket yen c’hoazh an amzer, ma mamm he deus lakaet renkań din ur
gwiskamant soudard kaki bet d’am eońntr Yann en
neus servijet e-pad bloavezhioů en Indez-Sina a-raok dont da vezań lazhet war
an dachenn vrezel e Tahure. Chom a ra un all, damnevez, er val-ofiser. Setu ma
‘z on pourvezet evit pell. N’eus graet nemet cheńch boutonoů war
ar chupenn. Hejań-dihejań ‘ra un tamm war ma roched, met bez’ eo da c’hortoz ur
jiletenn c’hloan stammet din gant ma mamm evit ar goańv. Hag ouzhpenn,
un tammig re hir ha re ledan eo war bep tu abalamour emaon da vrasaat. Ar
bragez a ziskenn din da hanter kov-garr. Bez’ em eus loereier gloan
glas, graet ivez gant ma mamm koulz hag ar chaosonoů. Ur rumm bouteier
nevez-flamm, tachet gant ma zad, koaret penn-da-benn hag a lintr e-giz un heol
du. Peogwir n’eo ket onest mont war benn noazh, ez eus graet kempenn evidon ur
c’halot degaset gant ma zad deus ar brezel. Ar brezel-se, da vihanań,
en no servijet da wiskań ac’hanomp un disterań. Kalz eus ma mignoned vihan a
rod eveldon gant e restajoů. Roet en neus deomp un dra all, diouerus a-walc’h
hennezh : al laou, ma konter int deuet deus an trańcheoů gant ar
vrezelidi. Bez’ e ranker kregiń
bemdez-Doue da stourm outo didruez. Madik c’hoazh evit ar baotred
o fenn damdouzet peurvuiań. Ar paour-keizh merc’hedigoů, avat, a leńv pbep
mintin dindan an dirouestlerez. O mammoů a labour warno start gant ar grib a-us
d’ur plad pri gwenn. Dre ma kouezh ennań al laou du, ar merc’hed bihan a frik
anezho dindan ivin ar biz-meud, « mailhig al laou ». Evel-se e pakomp
an
herezh deus dienez hon tadoů. Kaer hon eus
labourat gant ar meud, al laou en em zifenn mat. Er skol, ar vistri a welo outo
a-wezhoů o tiheńtań war un tal pe o kouezhań war ur bajenn gaier.
Nebeut-ha-nebeut e teuimp a-benn d’en em zieubiń diouto a-drugarez da bep seurt
trejtoů
( ?)
ma trok ar merc’hed ar sekredoů anezho an eil gant eben. Marijan
Bourdon he deus kavet unan hag a zo ur gwir vurzhud evidon.
Ma c’halot a dalvez din da gentań
un dismegańs bennak. O vezań ma’'en
eus graet ma zad e servij gant ar ganolierien, ar c’halot-se en neus ur rizenn
ruz a ra c’hoant da vugale ar soudarded war droad, rizennet e melen.
Ganeomp-ni, ar ruz a drec’hmen
dalc’hmat war ar melen, gwelloc’h lazig a ra d’aln
daoulagad.
Ar re all a ginnig din trokań anezhań evit o hini gant un teńzor bennak da
heul, evel ur gountell dibavo ( ?)
pe ur vatalm-blezhet ( ?).
Ha me a zalc’h penn ; kalot ma zad ‘n hini eo. Kement-se a dalvez din un
taol peuk ( ?) bennak, rak n’emaon ket
e-touez ar re greńvań. Tra gaer, chupenn gaki an eonńtr
he deus dalc’het ganti he chakotoů bras boutonet.
Lakaat a ran e-barzh ma c’halot pleget kerkent hag aerru
e porzh ar skol, kuit din da chom war ma fenn noazh ur vunutenn bennak a-raok
mont tre er c’hlas. Hag er c’hlas, sońjit ‘ta, e ranker didogań
e-giz en iliz. Didogań a reomp hep re a boan. Ar brasań nec’hamant evidon a zo
lezel hor botoůeier dirak
an nor. Chom a reont aze en ur bern, kemmesket, penn-treuzet an eil war eben.
Lod eus ar re vihan n’eo ket pinvidik a-walc’h o familh evit dezho kaout
chaosonoů. Evit ar re-mań e ra solioů ha torchennoů plouz pe foenn. Pa rank ar
vugale kemer o boteier en-dro en ur vont er-maez, ne gavont ket bewezh ar
fournis-se. A-wezhoů ivez ez eus trouz evit ar boteier, ar re greńvań o klask
rińsań ar re wellań outo p’emaint ouz o zroad. Ne ya ket re bell an tabut dre
ma laka ar vistri an urzh vat da ren.
Paour ha pinvidik a zo gwisket
damdost memes tra, damdost ken peńseliet an eil hag egile. Nemet ec’h anavezer
bugale an toradoů bras dre ma tougont pezhioů dilhad forbuet o breuder gozh,
dilhadoů hag a dalvezo c’hoazh d’ar breur war-lerc’h pa ne c’h'ello
ket mui an douger sankań enno e zivskoaz pe e beńsoů, pa ne ziskenno ket ar
mańcheier kalz izeloc’h eget pleg an ilin. Anavout a reer bugale ar mammoů
dievezh pe re vec’hiet a labourioů dre ar rogoů, an toulloů takonet fall, met
ar re-se n’eus ket outo atav ar re baourań. Lorc’h meur a hini eus ar
c’hanfarted-se a zo ober ar c’hentań-gwiskań d’ur rumm dilhad penn-da-benn e
voulouz panez roudiennet a leugn ar c’hlas gant frond ur c’hwezh
pounner, ur c’hwezh pinvidik. An dilhad nevez, avat, o
deus gounezet dija un eil fońs bragez peogwir, er vicher skoliad, e ranker
labourat war e revr. Pa ‘z eo teuc’het an
eil fońs, ar vamm a ziwri anezhań. Ya, met ar bragez, etretant, en
neus cheńchet liv dindan ar glavioů sall ken na vez graet eus ar paotrig ur
« revr dislivet ». An ilinoů, ivez, a deuc’h
( ?) spontus war an taolioů, an daoulin war ar porzh hag an
hent pa c’hoarier jeu-kanetenn. Neuze ar gemenerez, evit
ur gwennegd bennak, a
stag tammoů ha nea glotont
ket gant ar rest. Mar kredit e ra diaes an dra-se d’unan bennak...
Me, ha n’eus bugel nemedon evit
ar mare, mab d’ur vamm hag a zalc’h berv d’hec’h anv mat, me a zo e-touez ar re
nebeutań fall wisket. Bez’ ez eus ganin zoken ganin ur
bragez lien dindan egile, 'pezh na zegouezh ket gant an holl nag
an darn vuiań. Rouez an dilhad-dindan. Hag hini ebet ouzhomp, evel just, ne ‘n
eus ur vantelll evit an amzer c’hlav, nag hon tadoů nha
mammoů kennebeut. Ar muiań da glemm a zo ar re a zeu d’ar skol eus a bell, re
Bennhors, da skouer, a rank ober trottigk-louarn
war ul lev gant n’eus forzh peseurt amzer. Pa ‘z int glebiet, evit an deiz
penn-da-benn an hi’ni eo, poal ar c’hlas oc’h ober
gwellań ma c’hell pa ‘z eus outań. Pakań a reont ur gaouad all d’an abardaez en
ur vont d’ar gęr. O zruilhoů kailharet a zo astennet da sec’hań dirak an tan.
Antronoz int gwisket adarre, kalet c’hoazh, sec’h pe c’hleb. N’eus ket da bep
hini un eil bragez nag un eil rumm chaosonoů. Mar bez glav pilhl,
an diwezhań gwarez evit ar gerent a zo en em glozań gant ur sac’h avaloů-douar.
Ar re vihan a chom er gęr, gwazh a se evit al labour penn.
Pęr-Jakez Helias, Marc’h
al lorc’h, Terre Humaine, Plon,
1986

Skeudenn tennnet ag al levrig embannet get Cathou
Ki ar c’homandant
1942 pe 1943 : Emaon en ur c’hamp prizonidi brezel, en un tu
bennak, en Alamagn.
Bez e oa en hor c’hamp tud
e-leizh, eus gouennoů disheńvel. Bez e oa, zoken, Sinaiz bet paket war listri
ar Saozon ; degouezhet e oant un devezh gant prizonidi all, darn damzu ha
darn all hep liv resis.
Skornet e oa an hentoů ;
graet o doa pevarzek kilometr a-raok tizhout ar c’hamp ; gwisket e oant
dres evel pa voent paket, da lavarout eo skańv a-walc’h rak edont d’ar mare-se
war vorioů tomm ar C’hreisteiz, ha kalz anezho a oa keginerien pe dommerien.
Gallout a reer krediń e oa nebeut a zilhad war o c’hein ; diarc’hen e oant
ivez.
Ret e vefe bet gwelout ar
paour-kaezh krouadurien-se oc’h erruout e-kichen dor-dal ar c’hamp, disliv o
dremm, pounner o zreid ha poan ganto lakaat pep troad a-raok egile ;
kerzhout a raent evel ma vefe bet spilhoů diniver war an hent hag e gwirionez
flemmet ha koeńvet e oa bet o solioů, gant ar frim hag an erc’h. Pet eur o doa
lakaet evit dont a-benn ouzh o fevarzek kilometr ? Tost un hanter zevezh
moarvat.
Kaset e voe ar reuzeudien-se e
lochennoů rannet diouzh hor re gant div renkennad orjal dreinek ; hag eno
e vevjont hervez o gizioů. Lous e oant, ha trouzus, ha dalc’hmat oc’h arguziń
an eil gant egile ; kann a veze ivez bep an amzer ; neuze ez ae ar
c’hontilli war-raok ; ur from !
Bez e oa komandant ar c’hamp un diskennad eus
Gallaoued ; dougen a rae un anv gall, ha komz ervat ar galleg ; ne oa
ket un den drouk e-keńver ar brizonidi. Dalc’hmat e veze gantań ur c’hi bras ha
gell sklaer ; a-wezhoů ez ae hemań da vale dre an alezioů, e-unan penn.
Un devezh e c’hellas mont tre el lochenn ma
veve ar Sinaiz hag o c’henseurted. Gwelet e voe oc’h antren ; met ne voe
ket gwelet o tont er-maez. Petra ‘oa bet c’hoarvezet gantań ? Klasket pizh
e voe evel just gant gwarded ha tud eus ar burevioů. Ki ebet. Hag e tremenas an
amzer.
A-benn ar fin e ouezjomp ar segred : paket
e oa bet ar c’hi gant ar Sinaiz, lakaet d’ar marv, diskrochenet, dibezhiet,
poazhet ha… debret gant kalz a joa, moarvat.
Alan an Diuzet, Eńvorennoů eur prizoniad,
embannet gant an
oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon).
Eil embannadur get Al
Liamm e 1980

Skeudenn tennet ag al
levrig embannet get Cathou
Un tec’hour kalonek
Miz Du 1940 : Gant soudarded all, Bretoned en o mesk, eo tapet an
Diuzet gant an Alamaned. Diboa Mezheven emaint bac’het en ur c’hazarn e
Hanternoz ar Frańs. Komzet e vez a cheńch lec’h, ha kroget eo ar brizonidi da
sońjal e vefent kaset davet ar C’hornog, davet Breizh…
Ur beurevezh e voemp bodet e
porzh ar c’hazarn hag ambrouget betek ar porzh-houarn. Prestik goude e loc’he
an tren war-du an Hanternoz. Neuze e krogjomp da sellout an eil ouzh egile, nec’het
da vat : e-lec’h mont etrezek ar C’hornog edomp o skeiń war-du Bro-Veljia.
Ne oa ket tomm an amzer peogwir e
oa miz Du o vountań ac’hanomp e-kreiz ar yenijenn a oa deuet abred ar bloaz-se.
Edomp daou-ugent bennak er vagon, chouchet an eil ouzh egile. Sevel a rae unan
ac’hanomp, gwezh an amzer, evit sellout dre ar prenestrig. Anavezout mat a rae
ar vro rak ganet e oa e-kichen Valenciennes. Prederiet e oa ar paotr ; ne
sache ket e selloů diwar ar parkoů hag an tiez.
Padal e chomemp-ni gourvezet war
leur ar vagon, faezh-divi, hanter voredet. Edo an heol o vont da guzh. Souchań
a rae va c’heneil, beleg Brest, muioc’h-mui ouzhin evit kemer un tamm eus va
zommder.
A greiz-holl e weljomp ar soudard
o vont hag o tont, mall warnań, hag o klask un dra bennak. « Va sac’h ! Va sac’h ! » emezań. Neuze e tapas
krog en e « vuzetenn » hag e krias : « Va zi ! Va zi ! Gwelet em eus va zi ! »
Buan e sailhas gant ar prenestr,
e stlapas e vuzetenn er-maez hag en em silas evel un naer dre an toull, e benn
da gentań.
Kerkent e savjomp holl evit herzel
an tec’hour ; met primoc’h e oa bet egedomp hag e kouezhas war ribl an
hent-houarn. Neuze e vo klevet un dennadeg spontus : fuzuilhoů ha
mindrailherezed. Tridal a reas hon c’halonoů ha dislivań hon dremmoů :
« Daoust hag e oa bet paket gant ur boled ? »
Sońjal a raemp e oa bet gloazet
da vat o kouezhań.
Met a greiz-holl, e klevjomp ar
rodoů o wigourat ; edo ar starderez o c’hoari ; ha, war-bouez eizh
kant metr bennak, e chomas an tren a-sav : Raktal e tostaas trouz boteier
pounner ha hopadennoů raouliet ar warded.
Digoret e voe neuze ar bagonioů.
Klevout a raemp an orjal disgweet o strakań hag an dorioů o ruilhal war o
rodoůigoů bep ma tostae ar soudarded. Goulenn a raent dirak pep bagon ha ne oa
ket aet unan bennak kuit. Respontet e veze, nann ! dezho bep gwezh ;
hag ez aent kuit o c’hrozmolat hag o lavarout e oa bet lazhet an tec’hour. « Kapout, kamarad ! Kapout,
kamarad ! » emezo.
Bec’h a oa warnomp, evel
just ; met ne gredemp ket evelato, e oa gwir kement-se. Pa voe bet
gweladennet an tren penn-da-benn e loc’has adarre. Prestik goude e treuzemp
harzoů Bro-Veljia hag e skoemp war-du Bruxelles. Ne fellas da zen ebet mont
kuit war-lerc’h an darvoud-se.
Alan an Diuzet, Eńvorennoů eur prizoniad, embannet get
an oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon).
Eil embannadur get Al
Liamm e 1980
Dervezh tennań d’ar sord e Kastell-Paol
An tennań d’ar sord e Kastell a
yoa merket evit an 19 a viz Meurzh 1793. Galvet e oa da vont da lakaat o dorn
er sac’h an holl dud yaouank a dro-war-dro, betek Gwinevez, Gwiniventer,
Plouvorn hag ar parrezioů all tostoc’h. Canclaux a ouie an dra-se, ha c’hoant a
deuas dezhań dont e-unan da Gastell da lakaat an dud yaouank da sentiń ouzh
lezennoů ar Republik. Mes evel (…) ma n’en doa ket a c’hoant da goll e vuhez e
tastumas an dud a yoa diouzh e zoare e kęr Vrest, hag ouzhpenn ur rejimant
soudarded anvet Rejimant ar C’halvados,
abalamour ma ‘z oant ginidik eus al lodenn-se eus an Normandi, anvet bremań
Calvados. Ouzhpenn kement all a dud e kasas gantań c’hoazh meur a bezh kanol,
rak n’en em fizie ket a-walc’h en e soudarded. En em gavout a reas e
Kastell-Paol daou zervezh a-raok an dervezh lakaet evit tennań d’ar sord.
Lakaat a reas sevel teltoů e-kreiz al leur-gęr evit lojań e soudarded. Sevel a
ra e ganolioů harp ouzh an iliz katedral, tro o genoů ouzh an dud.
E-pad an noz ha diouzh ar mintin,
deiz an tennań, soudarded ne ehanent ket a vale, gant o fuzuilhoů, dre an holl
ruioů eus a gęr. Mes kaer en devoe Canclaux diskouez e soudarded gant o
fuzuilhoů, hag e ganolioů gant o genoů du ha spontus da welet, ne c’hellas ket
ober aon da zen. Ar baotred yaouank a dlee tennań d’ar sord, hag ez oant kalz,
start war o zreid, plom en o sav, o boned segovi
a-ispilh war o divskoaz, a valee hep aon, dre gęr, sioul ha mut da welet. Mut
ha sioul e oant c’hoazh, rak ne lavarent grik ; mes, pa selled pizh outo,
e weled o daoulagad o lugerniń hag e kleved o c’halon o lammat en o c’hreiz.
Heńvel oant ouzh ar goabrenn a sav en oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer,
mes ne strak ket c’hoazh ar gurun.
Ar mammoů ne ziskrogent ket
kennebeut eus o bugale. Dre ma valeent dre gęr, e teuent war o lerc’h. Anat oa
ez oant glac’haret, roudoů an daeloů a yoa war o divoc’h, mes ne oant ket evit
lakaat en o fenn e rankje o bugale o dilezer. O c’hlevet a reer o komz
evel-hen, pep hini ouzh e vugel : « Evidout-te, va mab, ne di ket
kuit. Ha perak ez afes ? Daoust ha brezelioů an dud fall-se a sell
ouzhomp-ni ? Mar karfent chom e peoc’h n’o defe trabas ouzh den. (…) Greont
da vihanań o brezelioů er c’hiz ma kirint, gant o bugale o-unan, ha lezont hor
re ganeomp-ni. Evit va hini-me ne day ket ganto. »
Setu ar c’homzoů a gleved e
kement bandenn dud a valee dre ruioů Kastell. Klemmoů ha huanadennoů hon tud a
ranne hor c’halonoů ; sevel a reas ar gwad d’hor penn. Mar doamp sonn en
hor sav a-raok, bremań, o klevet hor mammoů, ne reomp ket kalz a forzh a netra.
Ne ouzon ket petra oamp o vont da ober pa glevjor ur vandenn o tont war al
leur-gęr en ur ganań ar werz-mań, savet en amzer gozh, hag a zo en ul levr
anvet Barzhaz Breizh. Mont a rejomp
holl d’en em heul en ur ganań a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad,
an eil bandenn d’eben :
- Petra leret-hu, paotred yod,
Ha paeań ar gwirioů a reot ?
Evidon-me ne baein ket !
Gwell ‘ve ganen bezań krouget !
- Evidon na rin kennebeut !
Noazh va faotred, va chatal treut :
Na rin ket, m’hen toue ru-glaou-tan,
Sant Kado kerkoulz ha Sant Yann. (…)
- Kent an de e kavfont trouz ha kann !
Ni hen toue mor ha taran !
Ni hen toue stered ha loar !
Ni hen toue eńv ha douar !
Soudarded Canclaux ne ouient ket
petra ‘ganemp, mes o welet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeüs, e
krogas un tamm aon enno. Sevel a rejont o daoulagad da sellet en-dro dezho, hag
e chomjont sebezet o welet en holl brenestroů, en-dro d’al leur-gęr, hon tadoů,
hon breudeur, hor c’herent hag hor c’hamaraded, deuet ganeomp da Gastell. Anat
oa dezho e vije trouz ha kann a-raok an tennań d’ar sord ; kaout a reas
dezho n’o doa na poultr, na plom a-walc’h evit herzel ouzh kement all a dud.
Mont a rejont d’an ti-kęr (…) da c’houlenn c’hoazh poultr ha plom. Ar maer
lakaet gant ar Republik, anvet Prud’hom-Langon, n’en doa ket da reiń dezho.
Canclaux a gavas dezhań edo ar maer oc’h ober goap anezhań, hag en doa c’hoant
d’her lakaat da vezań lazhet, eń hag e soudarded, gant an dud diwar ar maez.
Mont a reas droug ennań ; lakaat a reas e soudarded da gregiń e
Prud’hom-Langon ha d’hen degas war al leur-gęr. Eno, dirak an holl, e voe
lazhet a daolioů kleze hag a daolioů kros fuzuilh. En ur ober ar muntr-se, e
kave dezhań edo o vont da lakaat an holl da grenań dirazań ha da lakaat an dud
yaouank da dennań difrae d’ar sord.
Allas ! n’eo ket an dra-se a
c’hoarvezas ! Prud’hom-Langon a yoa ur maer republikan, n’edo ket ivez ‘ta
e kostez ar roue, mes un den a goustiańs eeun oa, ha dre-se, evitań n’oa ket
eus Kastell, oa karet a-walc’h e kęr. Ar gwel eus ar c’horf marv-se, lazhet ken
didruez, a lakeas penn an holl da dreiń. Droug a ya ennomp ; hon tud a
deu, d’ar red, er-maez eus an tiez war al leur-gęr, hag holl a-bezh e lammomp
war ar soudarded. Den n’en deus aon, buntań a reomp tud Canclaux, hag, en un
taol, ec’h en em gavomp e-harz mogerioů an iliz katedral ; pezhioů kanol
Canclaux a zo kemeret ganeomp, emaint etre hon daouarn. Mes siwazh ! den
ne oar penaos tennań ganto ! Ar soudarded, sebezet, a dec’he en hor
raok ; ni a skoe warnezho a daolioů dorn hag a daolioů bazh ;
mesk-ha-mesk edomp ganto ; c’hoant o deus d’en em dennań a-gostez evit en
em renkań hervez o giz ha gellout tennań warnomp. Lod eus hon tud-ni a yoa ivez
fuzuilhoů ganto hag en em lakeas da dennań warnezho, bremań pa ‘zint dispartiet
dioc’h ouzhomp. Ar soudarded a dennas ivez, ha kęr Gastell a dregernas e-pad ur
pennad gant an tennoů. Ar gwad a rede, meur a gorf marv, diouzh an daou du, a
yoa astennet war ar pave.
Canclaux ne gollas ket e benn.
Kalz a yoa diskaret dezhań, evit gwir, mes gwelet a reas n’oa urzh ebet en hon
touez-ni, ha ne ouiemp ket stok ar brezelioů. Lakaat a reas e youl da dennań
talvoudegezh a gement-se. Dastum a reas en-dro dezhań ar soudarded chomet e
buhez ; gourc’hemenniń a reas dezho en em deuler warnomp, a-benn-her, o baionetez e beg o fuzuilh, bezań didruez
ouzh an holl, ha diskar d’an douar muiań ma c’helljent, kozh ha yaouank, gwazed
ha merc’hed ; hag ar pezh en doa gourc’hemennet a voe graet en un taol. Ar
soudarded, pep hini en e renk, a lamm warnomp ; skeiń a reont a-gleiz hag
a-zehoů, kas reont tud d’an traoń, toull gofiń a reont hemań, dallań a reont
henhont, terriń a reont e c’har da un all… Ar Vretoned a chomas mantret. A-enep
beg lemm ur vaionetez, petra oa o
fenn-bazh, petra oa zoken o fuzuilhoů ? Ni, ne ouiemp ket c’hoazh ar
vicher ; edor ouzh he deskiń deomp, ha diwezhatoc’h e kousto ker d’ar
C’hallaoued. Buntet e voemp d’hon tro, hep dale, ha ret e voe deomp mont war
hor c’hiz er-maez eus a gęr Kastell. Kriz, ha kriz-meurbet, e oa deomp rankout
mont kuit hep kas ganeomp hon tud lazhet ha mac’hagnet, ni hag a venne terriń,
en dervezh-se, e benn ouzh Canclaux hag ouzh e soudarded. E meur a emgann on
bet abaoe, koulskoude, ar sońj eus a emgann Kastell eo a zo chomet donań em
c’halon, marteze abalamour ma ‘z eo hennezh va emgann kentań.
Lan Inizan, Emgann Kergidu, 1877-1878



Skeudennoů get R. Perrin tennet a
Ar bont er velin, emb. Dihunamb
1938
Jako Fri-Kamm
Meur a wezh, é klask gouiet re, e vez souezh get an den ! Klevit
kentoc’h ar pezh a zegouezhas, bout a zo pell ‘zo, pell ‘zo bras, get ur
pesketaour, kurius doc’h sour, c’hoantaet dezhoń gouiet penn da segred ar bed.
Ur wezh enta eh oa un den é valé bro. Ur pesketaour
e oa, unan dour dous, ha klask a rae ur wazh lec’h ma vehe bet bourrapl dezhoń
ober e vicher. Degouezhiń a ras dezhoń un deiz arrest da chakiń ur greuńvenn,
en ur c’haer a dachad ŕr ribl an Evel.
En tachad-se,
e seblante an dour bout du-kel, gronnet ma oa get ar bodoů haleg hag e blege ar
barroů anezhe da heskennat red an dour. Skudell dour ha limouch a vrave
bevennoů ar stęr get o lostadoů gwer hag o bokedoů gwenn.
Etre daou
venez e rede an Evel, čl ma red atav. Doc’h un tu ema menezioů Boulé ha re
Bod-Choch ha doc’h an tu ‘rall re ar Bodri hag ar Faoued, savet eno get an
Autru Doue evit difenn peoc’h ar flagenn bourrus-se.
Doc’htu e
kavas brav ar baleour-bro ar c’hornad, hag a-benn en em lakas da sevel ul loj e
korn ur bratell glas. Pevar pilot koad, bountet en douar, un doenn banal ha
heek, un toull en doenn evit ar moged ha setu tiet man den.
Mechal piv e
oa-eń ? Hag a beban e tae-eń ? N’er larin ket deoc’h, rak er gouiet
ne ran ket. Moranvet e oa Jako Fri-Kamm get bugale an dro, rak m’en doa ur fri
hir-hir, ur fri hir ha kromm hańval doc’h un divoucher gouloů. Evel-se eh oa e
fri ivez ha n’en tamallan ket dezhoń peogwir, hervez ma larer, nend eus fas brav
erbet a zo bet difetet get ur fri hir.
Ha neuze,
evel mah oa eh oa...
Hani ne
dostae forzh-kaer da loj Jako, rak kentizh ma wele ur stronk lapous bennak é
flaerat en-dro dezhoń, eh ae ar boulom ŕr e lerc’h get e gorzenn hir. Hag evel
mah oa ul linenn e penn ar berchenn, hag un higenn e penn al linenn, dam !
ar vugale e dape botoů-kazel ha ne dostaent ket ken.
Didrous enta
e veve Jako en e lojig ŕr ribl an Evel. Adal ar mintin betak an noz e veze
gwelet é klask preńved, é kempenn e linennoů hag é heuliat kammdroiennoů ar
wazh. Pesked a dape, biskoazh kement ‘rall ! Leun e oa an dour anezhe an
amzer-se, pesked a bep sort brasted hag a bep sort liv, sort ne weler ket mui
en amzer-mań. Kollet eo an nasion anezhe pell ‘zo !
Un deiz eh oa
Jako é harchennat arre doc’h ar pesked, a pe zas dezhoń gwelet ul loen é krog e
preńv e linenn ; ur pesk moj mortalus, get pezhioů daoulagad luc’hek en e
benn. « Mechal petra an diammik eo hennezh, a sońjas Jako. Deomp dezhoń da
welet ! » Ha setu-eń é harpiń e gein doc’h ur wezenn, é tenniń, é
sachiń par ma c’helle, krommet e gein getoń, krommet ar gorzenn, krommet e fri
get ar souezh, muioc’h eget biskoazh. Met poan gollet ! Tenniń ar pesk
er-maez ag an dour n’helle ket. E benn hepken a save getoń a-dreist an dour, ur
penn bras-bras evel hani ur boser ! « Hama, a lâras Jako, mar nen dit
ket er-maez dre vrav, donet a rahet dre vil, loen paour. » Ha Jako d’e
lojell da glac’h e « astell » pe e fuzuilhenn mar karit. Hag eń da
lakaat dafar enni. Met dafar n’en doa ket mui ! Eń aet neuze ha bountiń
div vezenn en e fuzuilhenn e-lec’h an draj.
Pan ! Pan ! Daou denn
lerc’h-oc’h-lerc’h, ha setu fardet an div vezenn e penn ar pesk, unan e pep
lagad dezhoń.
« Bremań,
eme ar pesketaour, e tay ar « bidoc’h » er-maez
evelkent ! » Hag eń ha diskenn en dour betak e zivgazel, e sigur en
tenniń tre. Met an dour en-dro d’al loen a oa ken yen, ken hirisus, ma oa bet
ret da Jako el leskel er wazh e’it monet da doemmet. Ha noz a oa daet.
Skuizh-brein doc’h em hersal en-dro d’al loen divalav, Jako a gasas d’an deiz
ŕr-lerc’h al labour n’en doa ket fonnet ober.
Fonnapl en doa souret ar c’housked ŕrnezhoń hag,
e-pad an noz, eh as e spered ŕr el loen souezhus en doa gwelet. Huneal a ras
ŕrnezhoń, ha dre e gousked er gwele é krapiń ŕr ar bratel, eh arru e-tal toull
dor e loj, e veg digor frank-frank getoń, evel evit el lonkiń en ur
begad !
Ur fall nozvezh kousked e oa bet evit Jako ha
kentizh ma klevas kog Boulé é tiskan da gog Bod-Choch e strimpe er-maez ag e
wele da ouiet doere d’e besk.
Nag ur souezh evitoń a pa zegouezhas getoń !
Div wezenn uhel-uhel, div zervenn daet e penn ar pesk, a-ziŕr an div
vezenn-hont, en doa kreskaet, kreskaet ! Ha hirat a raent bepred... Touch
a raent doc’h ar c’hogus, monet a raent en tu ‘rall dezhe. Hep arvar eh arruent
get an neńv.
Da gentań e krede Jako eh oa atav get e hune, met
a-brest e komprenas eh oa dihun-kaer ha gwir-mat ar burzhud a wele dirak e
zaoulagad. Ha daet ar sońj dezhoń en en doa c’hoantaet lies gouiet petra a oa
en tu ‘rall d’ar billig glas-se a wele dreist e benn a-c’houde ma anave droug
doc’h vad hag a veze staget ŕrnezhi d’an noz kement a voutonoů melen.
« Mechal, a sońj-eń e’it ar gantvet kwezh, mard
eo aze ema ar Baradoez ? Eh an da esae gouiet peogwir e kavan an tu
hiziv. »
Ha Jako d’e loj a-benn, da glask ar brasań tarer en
doa. Er bountiń a ras ŕr-dreńv e gein, edan stagell e vandenn lavreg, ha goude
bout skopet mat en e zaouarn e’it reiń krog dezhe, eń ha krapiń er wezenn a
seblante dezhoń an uhelań.
Liant evel ur rac’h-koad, monet a ra a varr da varr.
Pellig-mat en doa reket evit monet betak ar c’houmoul ; aet e oa en tu
‘rall ha tostaat a rae da vlein an dervenn. Eh oa eh arru get ar billig !
Neuze e ras un tenn anal, hag e taolas ur sell disprizus ŕr an douar a wele
etre daou damm kogus é postal unan ŕr-lerc’h an arall. Tourioů moan e spie é
tibouk dre vesk ar c’hoadoů, met dister e oant evel spilhoů. Ar gwez derv
en-dro d’an douaraouier a seblante bout nozeganed é koroll al laride, hag an
Evel, strizh evel un nac’hennig, a splanne gwenn kann etre an daou venez ha ne
ziskouezent ket bout kalz uheloc’h eget daou vern douar goz.
Goude an diskuizh-se, Jako a grapas arre, hag emberr
eh oa lein e dok doc’h deun ar billig. Krog a ras en e darer bras ha d’al
labour doc’htu. Difonn, difonn eh ae an traoů getoń.
Start e oa ur bam ar metal tra glas-se.
« Ne vern, eme an den, derc’hel a rin e-pad ma
bez dalc’het din ! »
Siwazh d’e galon ! Ne oa ket dalc’het dezhoń,
setu ! En un taol eń a santas penaos e pellae, e pellae e zaou droad trema
ar sav-heol, peotramantig eh oa e darer a bellae, a bellae trema ar
c’huzh-heol... Ne oa ket e’it goűt reizh ; eh oa evel un den en
hent-houarn, ha ne oui ket mui forzh-kaer ha eń-eo a bost pe ar gwez !
Derc’hel a ras start ar e darer ha setu-eń, a-benn
un herrad, distaget-grońs doc’h ar wezenn, e zivhar é labourat an aer ag an
amzer evel re ur gwiader. Ne oa mui harp erbet edan e dreid, ha troiń e darer
n’helle ken.
Lies a wezh
en doa graet goap ag ar boulom Galile, un amiod, a lâre-eń, hag a venne lakaat
an dud da grediń e tro an douar. Ar wezh-mań ema dav dezhoń krediń ne oa ket
gaou ar pezh e lâre Galile. Arru e oa an div wezenn un tam mat
a-zoc’htoń !
Penaos
ober ? Arrest mekanig ar boulom ? Ne oa ket an alc’hwez getoń...
Chomel a-skrebilh doc’h an tarer ? N’en dehe ket harzet pel evel-se, rak
sourdiń a rae e zivrec’h. Ret e oa dezhoń enta em leskel da zeval. Gwelet a rae
an Evel edantoń. Mard a eeun d’an dias, e c’hell kouezh a-barzh ha parraat a
dorriń e gostezioů. Blotoc’h e vehe atav evit rec’hier Bod-Choch. Ha Jako da
zistag a-zoc’h e darer ha da vonet, da vonet, da vonet ha da cheńch penn
oc’hpenn kant gwezh beta ken ne gouezhas ŕr roc’h bras menez Bod-Choch, baou ! ken ponner ma faoutas ar
roc’h getoń. Aet e oa a-barzh betak an divskoaz : e benn hepken er-maez...
Ema atav eno,
splann er-walc’h da vout gwelet, e’it an hani ne gred ket. Met a-c’houde ema
troet e benn da vout maen. E-lec’h e zaoulagad eh eus daet daou vaen-gwer
splann.
Bremań eh eus
graet hentoů-houarn er c’hornad-se ha hentoů-pras kroaz-digroaz. A pa zegouezho
deoc’h tremen da greiz an hańv ŕr hent Baod, doc’h Gwern-Alan, a pa vo an heol
é sevel, sellit trema lein Bod-Choch ha c’hwi welo é luc’hiń get terennoů an
heol, daoulagad ruz-tan Jako Fri-Kamm plantet eno betak ar varn diwezhań rak
m’en doa c’hoantaet gouiet petra a zo en tu ‘rall d’ar « billig »-hont.
Loeiza ar Meliner, Ŕr bont ar velin, Dihunamb, 1938
Bopig
Rouz lufrus evel ur gistinenn. Tammiket a dakonoů blev arc’hant.
Un disterig lost. Div skouarn hir o fińval a bep tu d’ar penn fin ha speredek.
Daoulagad aour-teuz karget a vadelezh. Setu ma c’hi kentań. Ur Spagnol Breizhat
a ouenn c’hlan.
Roet e oa bet deomp krennik dija. Amzeien ma mamm, tud pizh ha
skragn, ne c’houlennent ket magań ur c’hi na servije da netra. Int o doa roet
dezhań un anv ken droch. Klasket hon eus lakaat un tamm liv brezhonek war ar
« Bobi »-se. Met, brezhonakaet pe get, ne oa ket gwall vrav e-skoaz
kaerder dibar al loen.
Bevań a raemp d’ar c’houlz-se e ti ma mamm. Ur ranndi, e-kreiz
ur gęriadenn hep an disterik liorzh dezhi. N’eo ket aes sevel seurt chas hag o
mirout sioul en ur ranndi ! Gant an amzer, ober a rae hor c’hi e gresk. Ha
peogwir e kase dent, an nebeutań tra dezhań ‘oa ober taolioů esae gante !
Ma mamm o tistreiń eus an oferenn ur wezh, a glaskas pell hanter all he
chaosonaouenn. Gellet he doa dastum ar bruzhunoů en trepas. Ha me ! Tost
din bezań paket un taol-gwad pa gavis rideoz tul broudet ar sal vras, an
dantelezhenn gaer graet gant an dorn, aet da chelpi ! Kounnaret ‘oan war
e-lerc’h an deiz-se ! Gourdrouz ! Azezet war e dalbok dirazon, e benn
stouet a gostez, sellout a rae ouzhin, ar souezh, ar sebez bras en e zaoulagad
sklaer. Santout a rae en doa graet un dra falloc’h eget ar boaz pemdeziek, met
evitań, dantelezh pe votoů, peseurt diforc’h ?
Ma mamm, mouezh ar furnezh, da sarmon din : « An
dra-se, emichańs, a zesko deoc’h diwar ho koust ! Ma karit memes, dastumit
kement loen savetaet gant an tad Noe en ho ti ! Propoc’h ‘ve deoc’h klask
an dizober eus ar c’hi-se a-raok ma vo drailhet kement tra vat ho
peus ! »
An dizober eus Bopig ? Aes ‘oa da lâret. Re ziwezhat !
Kemeret en doa e lec’h em c’halon. Bez e c’hellfe debriń holl zantelezhioů an
ti pa ne vefen ket war sońj. Petra eo se e-keńver mignoniezh ur gwir geneil
feal ? Fealań n’em eus bet biskoazh em buhez.
Frańseza Kervendal, Un aod, ur galon, Barr-Heol, nnn 57, Gwenholoń 1968
POELLADENNOŮ
Lufrus :
lufrań, luc’hań a rae. Botoů nevez siret,
ur c’harr nevez gwalc’het a lufr dindan an heol
… a ouenn c’hlan :
ur gwir Spagnol Breizhat e oa ar
c’hi ; ne oa ket ur bastard.
Krennik : brasik, bras a-walc’h dija.
Tud pizh ha skragn : Amezeien (Voazined) ar vamm a oa
tost diouzh o argant, ne blije ket dezho dispign o argant.
Ar bruzhunoů :
ar restajoů, ar pezh a chome eus ar
chaosonenn bet drailhet tout gant ar c’hi.
Aet da chelpi :
Bet chaket, drailhet, lakaet a dammigoů
gant ar c’hi. (galleg : charpie)
Azezet war e
dalbok : Azezet war gab e
revr.
Ar furnezh : sońjit e fur : un den fur.
Kontrel ar furnezh a zo ar sotoniezh..
Sarmoniń d’unan
bennak : Ober trouz d’unan
bennak, klask diskouez dezhań petra en deus graet a fall. (eus ar galleg :
sermoner)
Dizober eus un dra
bennak : Pas derc’hel un dra
bennak . Amań : reiń pe gwerzhań pe lazahań ar c’hi
Bout war evezh :
Diwall mat.
Feal :
fidel.
Keneil :
kenseurt, kamarad.
I.- Dizoloiń ar
skrid.
1°- Petra eo ar
skrid-mań (Ur skrid a faltazi ? Ul lizher ? Un tamm eus ur pezh
c’hoariva ? Eńvorennoů buhez ?…) ? Perak e lârit
kement-se ?
2°- Piv en deus
skrivet ar pennad-mań ? Daoust hag-eń eo ur gwaz pe ur vaouez ?
Daoust hag-eń eo ur skrivagnour/ez anavet ganeoc’h ? Lennet ho peus dija
un dra bennak skrivet gantań/ganti ? Petra ?
3°- Ur c’hi eo an
haroz amań.
-
Petra eo e anv ?
-
Ne oa ket bet lakaet « Bopig »
da gentań tout. Penaos e oa e anv ? Piv en doa roet an anv-se
dezhań ?
-
Perak he doa Franseza cheńchet anv dezhań ?
Perak « Bopig » ha pas « Fridu », da skouer ? Ha
plijet-bras eo Franseza gant « Bopig » ?
-
Ur Spagnol
Breizhat e oa. Hag anavout a rit an ouenn-se ? Gouiet a rit abalamour
da betra emań bet roet an anv-se dezho ? Peseurt chas int (chas gward,
chas jiboes, chas « madam », chas saout,…) ?
-
Ha gwir eo e vez diaes sevel seurt chas
en ur ranndi ? Perak ?
3°- Achuet eo an
istor, d’ho sońj ? Perak ? Mar kavit ganeoc’h n’eo ket achuet, ijinit
ar pezh a zegouezho goude ha kontit kement-se d’ho keneiled/keneilezed.
II.- Labour ŕr ar
gerioů.
1°-Petra a
dalv…
·
« … Roet e oa bet deomp krennik dija » ? (klaskit KRENN er geriadur)
- bras a-walc’h e oa dija -
sot a oa dija un tammig
- bras-tre e oa dija.
·
« … ober a rae hor c’hi e gresk » ?
- brasaat ha koshaat a rae. -
debriń a rae kalz.
- kemer a rae e blijadur.
·
« … peogwir e kase dent… » ?
- e oa oc’h ober e zent -
e oa o tiskouez e zent - e
oa o koll e zent.
·
« … klask an dizober ag ar c’hi… » ?
- kalsk reiń boued d’ar
c’hi. - klask deskiń ar c’hi. -
klask reiń pe gwerzhań ar c’hi.
2°- « Chas »
a zo liester « ki ». Petra eo liester ar gerioů-mań ? (sellit
er geriadur diouzh rekis)
-
Kazh, ur c’hazh : …………………….. - Buoc’h, ur vuoc’h : ………………………..
-
Jao, ur jao : ………………………… - Den, un den :……………………………..
-
Tarv, an tarv : ………………………. - Yar, ur yar : …………………………….
III- Kompren
donoc’h an istor.
1°- Klaskit
poltred ur Spagnol Breizhat da begań
war ho follenn. Get biroů, lakait tro-ha-tro d’ar poltred ar pezh a vez lâret a
« Bopig » (e vlev, e lost, e zivskouarn…).
2°- Ur c’hi
yaouank eo Bopig amań c’hoazh. Petra ‘ziskouez eo yaouank ?
3°- Piv ‘oa an
Tad Noe-se a gomzer anezhań ? Perak ha penaos en doa-eń savetaet loened ?
4°- Staget-bras
eo e vestrez diouzh « Bopig ». Petra hen diskouez splann ?
5°- Gant piv e
oa bet roet ar c’hi da Franseza ?Perak o doa klasket ar voazined an
dizober anezhań ?
6°- Franseza ne
c’hell ket ken en em zizober a « Bopig ». Perak ?
7°-
« Sarmoniń » a ra mamm Franseza. Daoust hag-eń ne gar ket
« Bopig » ? Perak e lâr neuze e vehe gwelloc’h en em zizober
anezhań ?
IV.- Mont pelloc’h
evit an istor.
-
Hag ur c’hi, ur c’hazh, ul loen dońvaet
arall ho peus ? Pehini/pere ? Kontit….
-
Ha c’hwi a zo, c’hwi ivez, un Tad pe ur
Vamm Noe ? Kontit…

Pleiben ar gwaied
Ne blije ket da Bleibeniz klevout
ober Pleiben ar Gwaied ouzh o
bourc’hadenn. Setu al lesanv he devoa tapet, koulskoude, abalamour d’ar
bandennadoů niverus eus al loened-se a veze gwelet o treuziń al leurgęr vras,
lost-ha-lost, da vont war an hentoů hag er parkeier, en-dro d’ar vourc’h, da
glask o boued. Dislangour e oant hag, alies, e taole dezho ar voused da zebriń
tammoů kreun bara krapet ouzh div spilhenn gamm stag o-div, unan ouzh pep penn
d’un tamm poell. Hag e veze digarez da c’hoarzhin o welout ar gwaied dalc’het
daou-ha-daou gant al las dre o genoů, goude bezań lonket an tammoů kreun.
Un deiz e troas gwaied Joz ar
Bizouarn, ar marichal, un div zousenn bennak anezho, e porzh Maria ar Rouz, ar
varc’hadourez gwin. War ar bern teil e oa bet stlapet maskoů kastrilhez du, bet
e glec’h e-barzh odivi kreńv evit ober « cassis » pe boeson dous. Ne
voe ket pell al loened rankles o tebriń ar maskoů-se hag e tistrojont d’ar gęr,
badaouet hag oc’h horjellań war o diversker. Dizale e chomjont a-stok o c’horf
war an douar ha Joz, o tont er-maez eus e c’hovel, o c’havas astennet hag evel
marv e-kreiz ar porzh. Hag eń da c’hervel e wreg : « Marianna »,
emezań, « n’ouzon ket petra an tanfoeltr a zo c’hoarveet gant ar
gwaied ! Piou an Diaoul ‘n neus bet ar galon da roi ampoezon dę, rak maro
int sur a-walc’h diwar un dra bennak bilimus e-giz-se ?
— Chesuz-Doue ! Gwerc’hez
santel ! » a estlammas ar vaouez, « ampoezonet ar gwaied ?
Brao ‘momp ganti ‘vat ! Ma ! fall rak bea an dud war an douar-ma,
‘velato, evit en em lakaat ouzh lôned na reont droug da zen ! Ha petra
rafomp brema eus ar paour kęzh gwaied-se ? Martehe n’int ket fall da
zibri ? »
— Dibri gwaied maro n’ouzomp ket
penôs ? » eme Joz. « Biken ‘vat ! N’ho peus nemet displeuńa
anę ha, ‘benn arc’hoazh, e vint interet ‘barzh un toull er jardin ! »
Ha Marianna a hastas displuań ar gwaied, rak prizet-bras e oa o flu d’ober
golc’hidi ha pennweleoů.
— Antronoz vintin e kouezhas ar
sabatur war ar vaouez, pa gavas he gwaied, divezvet ha bev-buhezek, o pourmen
war ar porzh hag o krenań gant ar riv, rak e-kreiz ar goańv e oa. Hag hi d’ar
red da gavout he gwaz. « Biskoazh kemend-all, paour kęzh Joz ! »
emezi. « Resusitet e ar gwaied, brema pa int displeuńet ganin, goude ma
kreden oant maro ! Petra vo gręt dę da viret oute da vont gant ar
goańv ? » N’emede ket Joz war-c’hed eus ur seurt tra ha, goude bezań
chomet alvaonet ur pennad, e respontas d’e wreg : « Petra vo gręt ken
nemet lakaat dę bep a chupenn ? » Ha Marianna, o sentiń ouzh e ali, a
glaskas ur gemenerez d’ober chupennoů da wiskań al loened. Laosket e voe ganto
an dilhad-se ken a zeuas plu dezho en-dro ha farsus-tre e voent da welout
e-giz-se, landrammus ha dopes, o treuziń ar vourc’h e prosesion.
Yeun ar Gow, E skeud tour bras Sant-Jermen, emb. get
an oberour, 1955
Eil embannadenn get Al
Liamm, 1978
POELLADENNOŮ
1. DRM :
a) E pelec’h e tremen an istor ?
¨ e Pleiben ¨ e
Gwened ¨ e Gwaien
b) Deus petra zo kaoz ?
¨ laboused klańv ¨ tud varv ¨ chas
kounnaret
c) Perak e tapont ar c’hleńved-se ?
¨ peogwir o deus evet un dra vilimus ¨
peogwir o deus debret un dra vilimus
d) Pet den zo e-barzh an istor ?
¨ 2 ¨ 3 ¨ 4
e) Ha klańv e oa al loened-se a-benn ar fin ?
¨ Ya ¨ Ne oant ket.
2. Goulennoů
a) Perak e vez lesanvet Pleiben « Pleiben ar
gwaied » ?
……………………………………………………………………………………………………
b) Penaos eo en em gavet ar vandennad gwaied daonet e porzh
Maria ar Rouz ?
……………………………………………………………………………………………………
c) Peseurt micher a ra honnezh ?
……………………………………………………………………………………………………
d) Perak n’eo ket gouest ar gwazi (ar gwaied) da chom en o sav
ken ?
……………………………………………………………………………………………………
……………………………………………………………………………………………………
e) Petra he deus c’hoant Marianna da ober gant he gwazi (he
gwaied) marv ?
……………………………………………………………………………………………………
f) A-du eo Joz ganti ? Petra a lavar d’e wreg ober ?
……………………………………………………………………………………………………
……………………………………………………………………………………………………
g) Perak e vez dalc’het pluńv ar gwazi (ar gwaied) ?
……………………………………………………………………………………………………
h) Laouen eo Marianna diouzh ar mintin ? Perak ?
……………………………………………………………………………………………………
……………………………………………………………………………………………………
i) Peseurt diskoulm a gavont ?
…………………………………………………………………………………………………….
3. Gerioů nevez
![]()




………………………………… kafe : ar pezh ar chom er sil/er
sac’h-kafe
…………………………………………… : ur seurt frouezh
……………………………… : lambig, alkol kreńv-spontus
……………………………… : dańjerus evel un naer pe ur skorpion
……………………………… : al
lec’h ma labour ar marichal, ar gov
4. Poelladenn :
Liamm ar frazenn e brezhoneg gant an hini a glot e galleg.
|
“ Ya ” emezań. |
·
|
|
·
|
“ Oui ” dit-elle. |
|
“ Ya ” a estlammas. |
·
|
|
·
|
“ Oui ” dit-il. |
|
“ Ya ” emezi. |
·
|
|
·
|
“ Oui ” s’exclama-t-il. / “ Oui ” s’exclama-t-elle. |
|
“ Ya ” a lavaras din. |
·
|
|
·
|
“ Oui ” répondit-il. |
|
“ Ya ” a respontas. |
·
|
|
·
|
“ Oui ” me dit-il. / “ Oui ” me dit-elle. |
5) Geriaoueg :
Setu un nebeut gerioů tennet diouzh an destenn.
|
ar gwaied (l.1) |
Ř |
|
c’hoarveet (l.14) |
Ř |
|
roiń ampoezon dę (l.15) |
Ř |
|
dibriń (l.20-21) |
Ř |
|
displuńvań anę (l.22) |
Ř |
|
paour kęzh Joz (l.26) |
Ř |
6. Laboused an tiegezh

________________
________________
________________
(liester : ) ( ) ( )

________________
______________
___________
(liester : ) ( ) ( )
ar waz, …
·
DA GLASK ER GĘR : Peseurt boued a
vez roet dezho da zebriń ?
…
Targazh ar sabad
Job ha Lom a zo daou genderv, daou istrogell eus ar c’hentań… Kavout a
reomp anezho amań, e-kreiz an noz, e Karreg-al-Louarn, dirak ti o moereb Mari a
zo klańv war he gwele. Deuet ‘zo c’hoant d’an daou genderv tapout hec’h
argant ; setu o deus divizet kenetrezo lakaat anezhi da vervel gant ur
barrad spont !… Job a zo o sellout e-barzh an ti dre ar prenestr ;
Lom a zo dirak an nor, prest da zigor ha da vont e-barzh.
- Gwelout a rit un dra bennak,
Job ?
Job ne responte ket. Ne selle
mui, mes selaou a rae gant e ziv skouarn, ha gant peder en dije selaouet mar en
dije bet.
Kuitaat a reas ar prenestr, mont
a reas da doull an nor.
- Lom, emezań, stankit buan toull
ar c’hazh.
- Gant petra ?
- Gant ho taouarn ! Gant
petra ken ?
Lom a reas evel ma oa lavaret
dezhań.
- Perak, emezań, stankań toull ar
c’hazh ?
- Evit stankań an toull d’ar
c’hazh !
Ne oa ket peurechuet gantań e
gomzoů, ma yudas gant ivinoů al loen o vont don en e zaouarn.
N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas
goude, rak, pa vez krabińset unan bennak gant ivinoů ur c’hazh, ne zale ket da
wintań anezhań dioutań ar pellań ma c’hell. Lom ne wintas ket ar c’hazh ;
er c’hontrol, gwaskań a reas war ivinoů al loen, war genou al loen, war gof al
loen, war benn a-raok ha war benn a-dreńv al loen, ken na reas ar paour-kaezh beg etre e zaouarn. Mes ar c’hazh – an
targazh, peogwir un targazh a oa – ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha
kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : Miaou ! Miaou ! ma oa un druez
selaou anezhań. Klevet e voe e vouezh e Troboa, e Toull-ar-Vouezh, er Genkiz, e
Toull-ar-Broc’h, ha Penn-Aod. Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e
glemmoů mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile :
- Hag a nevez e
Karreg-al-Kouarn ?
- Ur c’hazh o vervel an hini
eo ?
- Pe un den ?
- Pe an Ankoů ?
- Pe Satanaz ?
- Ya ! marteze,
Karreg-al-Louarn a zo satanazet.
Hag ar gristenien a souche o fenn
dindan al lińselioů hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougań ar
c’hlemmoů truezus.
Job ha Lom a gendalc’he da waskań
war benn kil ha troad al loenig. Hag hemań a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle
ket ober a-hend-all. Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhań, ha souchet
start dezhań e ivinoů binimus. (…)
Un eur hanter e padas ar cholori.
Un eur hanter ; sońjit ! peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en
he gwele kant gwezh ha mil gwezh.
Goude un eur hanter reuz ha
tabac’h, an targazh a ehanas miaoual, rak deuet e oa a-benn da doullań chupenn
Job, ha, kredit ac’hanon ! ne oa ket chomet da zastum ar blev en doa
kollet. Ober a reas ul lamm ar pellań ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu
eń er wezenn.
Al loar a oa izel hag an daou zen
a oa deuet ar c’hoant kousket dezho. Job a lavaras da Lom :
- A-walc’h a reuz evit un
nozvezh. Ni a gendalc’ho.
- Ni a gendalc’ho, a respontas
Lom. Gant teir pe beder nozvezh c’hoazh, evel-se, ar voereb a yelo buan d’ar
vered.
Jakez Riou, An Ti satanazet, Le Courrier du
Finistčre, 1930-1931
4
C’HOARIVA
Mojiz hag ar ramz
War un hent.
Kentań diviz
Ar ramz a zeu tre hag
a gomz outań e-unan.
Ar ramz
Bremań hep douetańs e c’hellan
lavaret
Ne gavfed ket va far pa rafed tro
ar bed.
Biskoazh n’em eus bet gwelet ur
ramz war an douar
Na ken nerzhus ha me, na korfet
ken dispar !
Va zad pa oa gwezhall o vevań er
bed-mań
A reas dre e nerzh da Jupiter
krenań
Pa zeuas da lakaat sevel war
bilieroů,
D’en diskar diouzh e dron, menez
war menezioů.
Met mestr an doueoů a strinkas e
gurun,
Hag o lakaas e poultr hep
esperniń nikun…
Ma vijen bet eno, ne oa nag
Apolon,
Yaou, na Meurzh, na Merc’her, na
kennebeut Pluton,
Barrek d’am spouroniń na zoken
d’am spontań.
Kent-se, me am bije graet dezhe
holl krenań.
Me am bije graet dezhe holl koll
kalon,
Dont da c’houzout ha me a zoug
kroc’hen poltron.
- Rouard, an diaoulig fin, a
grede va zromplań,
Hogen tromplet eo bet e-unan da
gentań.
Boďard, ar marc’h dispar, roue an
holl rońseed,
Ha Flamberj, kleze kaer, en devoa
bet kuzhet
E-barzh un enezenn ‘zo anvet
Palamos,
Hag eno e rae gward warne deiz ha
noz.
Met, pa ‘m eus e gavet, al lorc’h
war e vizaj,
Me ‘m eus bet lavaret, ‘n ur weań
va moustach,
Me am eus lavaret :
« Arsa, diaoulig Rouard,
Ro din amań raktal Flamberj ha
Boďard !
Rak ma ne roez ket, me ‘savo da
dorchenn :
N’ ez eus diaoul er bed-mań na
stropfen penn ‘vit penn. »
- Rouard, sebezet holl, en desped
d’e varo,
A gemeras neuze stumm ur
c’hole-taro,
Hag en deus taolet tan ha kurun
ha luc’hed,
O sońjal va spontań – met me ne
spontan ket !
Me ‘m eus en dastumet klenk ha
kloz ‘n e gavarn,
Ereet brec’h ha gar gant ur
chadenn houarn,
Ha graet em eus dezhań, pa ‘z on
un den a nerzh,
Dilezel ganin-me ha Boďard ha
Flamberj.
- Bremań ne c’houlennan nemet un
digarez
Da ziskouez dre ar bed nerzh ha
kalonegezh.
Klevet em eus lavarout e vez
kavet e Frańs
Marc’hegerien brudet, paotred a
gońsekańs.
Me ‘garfe ‘n em gavout gant unan
anezhe
Evit aprou warnań Flamberj va
c’hleze.
Eil diviz
Amań en em gav Mojiz, hag ar Ramz o sellout outań a lavar :
Ar ramz
Piv al lorgenneg-se a dremen dre
amań ?
Em enor, ne brizfen ket donet da
gomz outań,
Rak fae a ve ganin ober nep
darempred
Nemet gant ur roue, da vihanań
prińsed.
Mojiz (a zeu tre en ul lavarout) :
Abaoe ma ‘z on-me deut en oad a
driwec’h vloaz
Va far war ar bed-mań n’em eus
kavet biskoazh !
Hag ez an da vale evit klask a
bep tu
Daoust pelec’h e kavo ma brec’h
un tamm didu…
Me ‘gav din e welan un denn
mentek du-hont ?
Goulennomp digantań penaos emań e
gont.
Me rank e saludiń gant levenez ha
joa
Ma vin sur eo barrek da zifenn e
vara.
Rak sur-mat, mar n’eo ket, hep
nemeur a zale
M’en kempenno ken brav ne ranko
ket bale.
(Tostaat a ra ouzh ar Ramz)
Salud deoc’h, va mignon !
Spontus oc’h montet mat !
N’hoc’h eus-hu truez ouzh ‘nep a
zo war droad ?
Mar karfec’h, va mignon, evit va
oblijań,
Ez afen en ho plas, ha c’hwi
‘zeufe amań ?
Ar ramz
Pardie, va mignon, c’hwi a zo un
drol den !
Fellout deoc’h-hu va marc’h, hag
ober din diskenn !
Ezhomm em eus va marc’h evit
distreiń d’ar gęr,
Hag e rankan hastań, rak an amzer
‘zo berr !
N’ez eus ket pell amzer abaoe
m’em eus en bet,
Mar n’hoc’h eus ket unan, me ne
ran van ebet.
Mojiz
Hola ‘ta, va mignon, berra da
deod afo !
Diskenn buan d’an traoń, pe me az
tiskenno !
Ma rankan da bediń c’hoazh hepken
ur wezh all,
Me az trailho munut evel un tamm
kig sall.
Ar ramz
Amań ouzh va c’hostez ez eus ul
louzaouenn
Hag a rafe d’un den krenań gant
an derzhienn.
Ha ma rankan teurel war an douar
va zroad
Me ‘ray dit he c’hrenań. Rak-se,
diwall ervat !
Mojiz
Alo, diskenn buan ! Ha te
glev, kamarad ?
Ar ramz
Koll a rez-te da benn ? Me,
kamarad dit-te ?
Mojiz
Perak ne vefez ket ?
Ar ramz
C’hwezhadennig buhez !
Mojiz
Ha te, kozh langon bras !
Spontus out-te lorc’hus !
Daoust d’az holl brabańsoů, n’out
ket ken dańjerus !
Mar-d out un nebeud sot, nebaon,
m’ho tizodo.
Diwall ‘ta, leue bras !
Ar ramz
Ro peoc’h din, lorgenneg !
Mojiz : Diwall ervat da gig.
Ar ramz
Me ‘serro dit da veg !
Lemm eo beg da gleze ?
Mojiz
Dre holl e
antreo.
Ar ramz
En ur c’horf eveldon ?
Mojiz
Meur a doull a gavo.
Ar ramz
Fae eo ganin klevout kaozioů un
tammig den
A daolfen pemp kant lev sur gant
ur c’hwezhadenn !
Mojiz
Arsa, kleze en dorn ! pe me
‘dorro da fas !
Tremenet ar gomz-mań, te n’ez po
mui a c’hras.
Ar ramz
A ! paour-kaezh
preńv-douar ! pa fell dit-te mervel
Vo ret da gontantiń, met te ne vi
ket gwell !
Tremen, dalc’h gant da hent, hag
ez po marc’had-mat.
Ne vin ket laouenoc’h pa ‘m bo
skuilhet da wad !
Rak ur gwad ken dister ne ray
enor ebet
Da un den eveldon a zo ken
redoutet.
Mojiz
Terriń a rez va fenn gant da
gomplimańchoů,
Krougadenn villiget ! Diwall
diouzh va zaolioů.
Me ‘ray dit displegań ha kouezhań
d’an douar.
(Skeiń a ra)
Piv on va c’hamarad ? – ha
bremań, te her goar ?
Ar ramz
N’ouzon ket da anv, met da daol
‘zo pounner.
Va gloazet ac’h eus kriz, met
m’az paeo emberr.
Ha te ‘c’hello souten un taol eus
va c’hleze ?
Mar tizhan ac’hanout em bo sur da
vuhez.
(Dougenn a ra un taol da Vojiz, met hemań a sailh warnań)
Mojiz
Manket out, kamarad, met me n’az
mankin ket !
E-kreiz da vouzelloů ez out
bremań tizhet.
(Diskar a ra ar ramz d’an douar)
Ar ramz
A ! Gloazet bras on !
ro din bremań kartier,
Hag e welin ervat out ur gwir
varc’heger.
Mojiz
Kartier a c’houlennez ?
Lavar war be diviz…
Hag ec’h eus peadra da baeań
e-rekis ?
Ar ramz
Setu aze Boďard, kaerań marc’h
‘zo er bed
Hag a vo birviken war an douar
gwelet ;
Kreńv eo evel ar mor, buan ‘vel
an avel,
Dońv, sentus ouzh e vestr.
N’oufed ket kavout gwell.
Flamberj, va c’hleze, a zo ur
prezant c’hoazh,
Ar c’haerań a gavfed a-zindan an
oabl glas.
Trempet e gwad aspig, entanet
gant koad spern,
Goveliet gant Vulkin e govel an
ifern.
Ar re-se a zo din. Gra a gari
gante.
Mar d-out gwir varc’heger, lez
ganin va buhez.
Gant Boďard dindanout, Flamberj
ouzh da gostez,
Hep aon ouzh den ebet, mont
dre-holl e c’hellez.
Mojiz
Pa ‘z out en em rentet, ez po sur
marc’had-mat.
Laka evezh avat ne vez re
ziwezhat
Da c’houlenn da vuhez, rak va
zaol ‘zo marvel :
Nemet sikour az pe, out dare da
vervel.
Met pa ‘c’h eus roet din Flamberj
ha Boďard,
Abalamour dezhe e rin un taol
ampart.
Arsa, deut d’am sikour, c’hwi
diaouloů eus an aer
Hag holl speredoů all ar mor hag
an douar :
Tariel, Gaviel, Tarkam,
Gubariel ;
Krarari, Atarib, Kore, Gargatiel,
Deut da sikour Mojiz da reiń
c’hoazh ar vuhez
D’ur paour-kaezh ramz ‘zo prest
da rentań e ene !
Ar ramz
C’hwi eo eta Mojiz ! C’hwi
eo ar marc’heger
En deus trec’het warnon gant un
taol ken dister !
Lavaret mat en doa din-me an
diaoul Rouard
Birviken ne golljen Flamberj ha
Boďard
Nemet dre da zaouarn. Mar em bije
bet skiant
E vijen bet tec’het pell diouzhit
hep emgann !
Mojiz
Ar pezh zo graet zo graet.
Lienomp da c’houlioů.
Goude-se, mar karez, e c’hoariimp
armoů.
Biskoazh n’em eus douget ur
c’hroc’hen a boltron.
Bihan on da welout, met bras on a
galon.
Ar ramz
Setu-me rentet yac’h ur wezh
c’hoazh em buhez !
Ho trugarez, Mojiz ! Kemerit
va c’hleze,
Pignit war gein Boďard. M’o ro
deoc’h a galon,
P’hoc’h eus o gonezet, ‘vit poan
va rańson.
Mojiz
Kenavo !
deomp bremań etrezek ha Renod :
Ma ve war gein Boďard, e ve ar gwellań
paotr !
Flamberj ouzh e gostez, hag en e
zorn ul lańs,
Hag e ve dirazań an daouzek tad a
Frańs
Ha daou-c’hant den armet
prest-kloz da gombatiń
E redfent dirazań evel gad dirak
ki.
(Sailhań a ra war Voďard, hag ez
a evel an avel davet e gendirvi).
Ar Pevar mab Hemon, lesanvet Ar Pevar marc’h limon,
adkempennet
get Pęr Bourdellez, Skol, 1967
Gurvan, ar marc’heg estrańjour
Ar c’hoarilec’h a zo ar sal-draoń en ur maner kozh-kozh. Eno emań
Aziliz, rouanez ar vro, o chom. Marvet eo he gwaz Gurvan e-pad ar brezel.
Un devezh en em gav er maner ur marc’heg estrańjour asambles gant e
vevel Perig. Ne gaoze ket kalz ar marc’heg. Setu ma klask tud ar maner gouzout
hiroc’h diwar e benn digant Perig. En o zouezh emań Deda ha Barba, div vatezh.
Deda : Evelato te oar piv e’ ?
Pęrig : Ya sur, hennezh ‘zo va mestr-me.
Barba : Da vestr eo, an dra zo serten ;
met n’eo ket e anv
kement-se !
Un anv en deus mar deo
kristen !
Pęrig : Ha perak c’hoazh hen goufen-me ?
Ur mintin kaer, pa dremenas
er c’hoad m’edon o klask kistin,
ker brav, ker bras war e varc’h
bras
ma kuzhe ‘n heol a-dreńv e gein,
n’em eus ket goulennet piv
oa ;
diouzhtu avat ‘m eus sońjet
din :
« Me a yelo da heul
hemań ».
Ha goude, gantań pa’z on bet,
goude, pa’z omp en em gavet
o vale d’an nec’h ha d’an traoń,
dre al lanneg ha dre ar c’hoad,
en hentoů fall, en hentoů mat,
en deizioů gouel, en deizioů
kańv,
n’em eus ket goulennet muioc’h,
ha me zo aet gantań pelloc’h.
Eń zo va mestr, m’hel lavar
krenn ;
dreistań n’eus tra, dreistań
n’eus den.
Eń zo mat, eń zo kalonek ;
eń zo dispont, ha direbech.
Eń zo gouiziek, eń zo
desket ;
eń zo paotr fin ha me n’on ket.
Eń a zo fur, eń a zo
kreńv ;
eń a gomand ha me a sent ;
pa blij gantań mont en e hent,
eń gerzh a-raok ha me a-dreńv.
Kent ha ma c’halv me ‘oar
sevel ;
kent ha ma komz me ‘oar tevel.
Pa c’hourc’hemenn un dra bennak
ez an d’ober hep klask perak.
Pa vez dilavar, trist e benn,
me ‘chom didrouz en e gichen.
Eń zo va mestr, me e
vevel ;
me ‘ya d’e heul hep mui goulenn ;
me hen heulio bete mervel.
Eń zo va mestr, ha netra
ken !
Tangi
Malmanch, Gurvan, ar marc’heg estrańjour,
1923
Daoustoc’h petra ema-eń aet
d’ober d’ar gale-se ?
Skapin (Seblantiń pas gwelet
Jeront) : Oh ! Man Doue ! Santez Anna benniget !
Peseurt fall-zoare ! O paour-kaezh tad ! Nag ur vezh evitań…
Ah ! paour-kaezh Jeront ! Petra a raoc’h-c’hwi ?
Jeront (E-unan) :
Petra ema-eń é lâret a-ziŕrnin, ken glac’haret ?
Skapin : N’eus ket den a c’hellahe lâret din e men ema an
Aotrou Jeront ?
Jeront : Petra zo ‘ta Skapin ?
Skapin (É redek ŕr ar
leurenn) : E men e c’hellahen er c’havout evit lâret dezhań ar
fall-zoare-mań ?
Jeront (É redek ŕr-lerc’h
Skapin) : Petra zo ‘ta ?
Skapin : Kaer ‘m eus redek, n’er c’havan ket.
Jeront : Eh on amań !
Skapin : Kuzhet eo en ur lec’h bennak, ne c’hellan ket gouiet
e men…
Jeront (É arrest
Skapin) : Opala ! Dall oc’h pe petra ?
Skapin : Ah ! Aotrou ! N’eus ket moaiend d’ho
kavout !
Jeront : Setu un euriad eh on dirakzoc’h ? Petra ‘ta
zo ?
Skapin : Aotrou…
Jeront : Petra ?
Skapin : Aotrou, ho mab…
Jeront : Ya : neuze ! Ma mab ?
Skapin : Ur gwalleur bras zo kouezhet ŕrnezhań !
Jeront : Ha peseurt gwalleur ?
Skapin : An enderv-mań ‘m eus-eń kavet ankenet abalamour d’un
dra bennak ho poa lâret dezhań, hag oc’hpenn kement-se ho poa ma lakaet en afer
hep rezon. Evit distaniń e c’hlac’har ‘h eh on bet getań é vale a-davet ar
porzh-mor ; aze hon eus taolet ur sell ŕr ur vatimant turk e-mesk ar re vravań.
Un Turk yaouank, ur brav a baotr, en deus hor fedet da vonet a-barzh, ha goude
bout hor saludet čl ema dle, eń en deus roet deomp da zebriń frouezhaj mat ha
da evet gwin, ar gwellań zo moaiend da gavout…
Jeront : N’eus nemet traoů mat aze ! Petra ‘ta zo ?
Skapin : Gortozit Aotrou ! Rak e-pad mah oamp-ni é tebriń
hag éc’h evet, eń en deus lakaet ar vag da gerzhet, ha pa oamp ŕr ar mor un
tammig avanset eń en deus ma lakaet en ur vag vihan evit donet da lâret deoc’h
mar ne roit ket pemp kant skoed a-benn din evitań e kasay ho mab da Bondicheri.
Jeront : Petra an Diaoul ? Pemp kant skoed ?
Skapin : Ya, Aotrou, hag e-raok div euriad.
Jeront : Ah ! Amprevan a Durk ! Ma lazhiń
čl-se !
Skapin : Deoc’h-c’hwi eo, Aotrou, da ouiet buan petra gober
evit tenniń ho mab ag an toull-bac’h-se.
Jeront : Petra an Diaoul ema-eń aet d’ober d’ar gale-se ?
Skapin : Ne sońje ket anezhań er pezh a zo arru.
Jeront : Kerzhit buan Skapin. Kerzhit da lâret d’an Turk-se eh
an da lakaat ar jandarmed ŕr e lerc’h.
Skapin : Ar jandarmed e-kreiz ar mor, ne ouiit ket petra a
lârit ?
Jeront : Petra an Diaoul ema-eń aet d’ober d’ar gale-se ?
Skapin : Ur fall-blanedenn a vez kaoz gwezhave.
Jeront : Rekis eo deoc’h, Skapin, gober ho tever, čl ur
servitour fidel.
Skapin : Petra, Aotrou ?
Jeront : Kerzhit da lâret d’an Turk-se degas ma mab, ha c’hwi
a chomay en e lec’h prizonet, da c’hortoz ken ne’m bo dastumet an argant a
c’houlenn.
Skapin : Aotrou, sońj a rit er pezh a lârit ? Ha c’hwi a
greda marse e vo sot a-walc’h an Turk-se evit kemer ur paour-kaezh loen
čldin-me e-lec’h ho mab ?
Jeront : Petra an Diaoul ema-eń aet d’ober d’ar gale-se ?
Skapin : An dud-se ne raont ket kas a netra.
Jeront : Mes, petra an Diaoul ema-eń aet d’ober d’ar
gale-se ?
Skapin : Gwir eo, met ne c’helle ket gouiet. Man Doue !
Aotrou, hastit buan ‘ta !
Jeront : Setu alc’hwez ma armener.
Skapin : Mat.
Jeront : C’hwi he digoray.
Skapin : Mat, ha neuze ?
Jeront : C’hwi a gavay doc’h an tu kleiz alc’hwez ma solier.
Skapin : Ya.
Jeront : C’hwi a gemeray an dilhad a zo en ur valizenn vras,
ha c’hwi a yay d’o gwerzhiń d’ur marc’hadour dilhad kozh evit preniń ma mab
en-dro.
Skapin : Élkent, Aotrou ! Petra a gredit-c’hwi, biskoazh
n’em bo kant lur evit ho pilhotaj, hag oc’hpenn pres zo ŕrnomp.
Jeront : Ah ! Daoustoc’h petra ema-eń aet d’ober d’ar
gale-se ?
Skapin : Pegement a amzer gollet, laoskit ar gale-se, ha
sońjit eh aoc’h da goll ho mab. Ne c’helle ket gouiet ar gwalleur a zo arru,
c’hwi a oui n’eus ket roet nemet div euriad din.
Jeront : Pegement a c’houlenn-eń ?
Skapin : Pemp kant skoed.
Jeront : Pemp kant skoed ! N’en deus ket końsiańs ebet
anezhań ?
Skapin : Gwir eo ! Un Turk en dehe końsiańs ?
Jeront : Gouiet a ra hepken petra eo pemp kant skoed ?
Skapin : Ya, eń a oui e ra pemzek kant lur.
Jeront : Hag e kred marse e vez kavet pemzek kant lur edan
treid ar rońseed ? Gortozit ! Skapin, ‘h an da glask an argant.
Skapin : Hastit buan ‘ta ! Kreniń a ran é welet an eur é
troiń.
Jeront : Pevar c’hant skoed ho peus lâret ?
Skapin : Pas, pemp kant.
Jeront : Pemp kant skoed ?
Skapin : Ya.
Jeront : Ha petra an Diaoul ema-eń aet d’ober d’ar
gale-se ?
Skapin : Gwir a-walc’h a lârit ! Mes hastit buan !
Jeront : E-lec’h monet da vale en ur lec’h arall !
Skapin : Gwir eo, met touchit ‘ta !
Jeront : Ah ! Bag milliget !
Skapin (E-unan) : Ar
vag-se a laka e benn da labourat…
Jeront : Setu, Skapin, ankouashaet em boa em boa resevet pemp
kant skoed en aour ha ne sońjen ket e vehent bet skrapet a-benn genin. (Eń a ziskoueza e yalc’h da Skapin mes n’er
laoska ket da grog a-barzh) Setu ! Kerzhit da breniń ma mab en-dro.
Skapin (Ec’h esae kemer ar
yalc’h) : Ya Aotrou.
Jeront (Ne laosk ket Skapin
da gemer ar yalc’h) : Mes lârit d’an Turk ema un treitour !
Skapin (Ec’h esae tap ar
yalc’h) : Ya.
Jeront : Un den dinatur, ur laer !
Skapin : Laoskit an traoů ŕr ma fouez.
Jeront : Tenniń genin pemp kant skoed en desped d’ar
lezenn !
Skapin : Ya.
Jeront : N’o roan ket dezhań a volontez vat.
Skapin : Mat-tre.
Jeront : Ha mar kavan tres man dorn ŕrnezhań e tapay e
begement !
Skapin : Ya.
Jeront (É lakaat ar yalc’h en
e sac’h) : Hastit buan ! Ha kerzhit fonnapl da glask ma
mab !
Skapin (É redek ŕr-lerc’h
Jeront) : Arsa ‘ta, Aotrou !
Jeront : Petra c’hoazh ?
Skapin : E men ema an argant ?
Jeront : Ne’m eus ket-int roet deoc’h ?
Skapin : Nann ! Lakaet ho peus-int en-dro en ho sac’h.
Jeront : Ah ! Ar glac’har ma laka da goll ma
spered !
Skapin : Gwelet a ran.
Jeront : Daoustoc’h petra an Diaoul ema-eń aet d’ober d’ar
gale-se ? Ah gale milliget ! Ah Turk treitour ! Ah Turk an
Diaoul !
Skapin (E-unan) :
Poan vras en deus é koll ar pemp kant skoed e laman getań. Mes n’eo ket achu an
traoů ha eń a baeo din en ur feson arall an dreisoni en deus graet din e-keńver
e vab.
Moličre, Troioů-kamm Skapin, troet get Loeiz
Konan, c’hoariet get C’hoarivari, 2000
War un dachenn fobal
Jakez Kroc’hen zo deuet,
evel boaz, da sellet ouzh ur c’hrogad melldroad. Ar wezh kentań eo evit Gwilhoů
Vihan, e gamarad, dont gantań. A-dreńv ur gloued wenn emaint o sellout ouzh o
skipailh, hini Poullfaouig. Koulskoude eo bet lakaet ar volotenn da vont
e-barzh an toull gant o enebourien, skipailh Lanbrug.
Jakez : La, n’am boa ket lavaret ‘ta !
Aet eo en toull ; paotred Poullfaouig ne dalvezont ket ur boton. M’am bije
bet daou-ugent vloaz nebeutoc’h, me a vije marv kentoc’h eget chom war va
fenn-a-dreńv ha diskenn ar banniel d’an traoń dirak chas Lanbrug. Da faot eo,
Gwilhoů.
Gwilhoů : (sebezet). Va faot ? Peseurt
faot ? Petra zo da damall ouzhin-me ?
Jakez : Da faot eo m’hon eus kollet
diouzhtu pa grogas ar c’hoari.
Gwilhoů : Met, Jakez, n’am eus graet netra
ebet, nemet sellet !
Jakez : Dres ! Me a rebech dit bezań
chomet aze hep ober van, e-giz ur peul, da zibunań diotachoů.
Gwilhoů : Ma ‘teus c’hoant, Gwilhoů, ni a
drońso hor bragoů hon-daou hag a lammo war an dachenn d’ober un taol-dorn da
baotred Poullfaouig ! Gortoz ! (Trońsań
a ra e vragoů betek e benndaoulin).
Jakez : Azenn kornek ! N’omp ket evit
sikour Poullfaouig nemet gant hor mouezh. Ober kalon dezho, gopal dezho emaomp
amań o sellet outo, ha strakal hon daouarn. Enor Poullfaouig a zo war an
dachenn.
Gwilhoů : (a
vlej a-bouez-penn) D’an toull ! D’an toull ! Emaint deomp, emaint
deomp ! Drailhit anezho a-dammoůigoů bihan ! Kasit anezho d’ar gęr da
glask bronn ! Ale !
Jakez : Bec’h d’ar volotenn, paotred !
Taolit an tousigi-se war o fri. Emaint deomp !
Gwilhoů : (war
un taol) Jakez piv eo hemań, a zo o tont warnomp dre dizh, gant ar
volotenn, hag a c’hoari ganti koulz hag ur c’hazh gant ur belennad neud ?
Jakez : Hennezh, ar marc’h-sot-se ?
Kabiten paotred Lanbrug eo.
Gwilhoů : Heńvel-mik ouzh va niz Alanig ar
Gosker !
Jakez : Eń eo, ya. Emichańs e trailho e
zivesker milliget, a-hend-all emaomp yennet gantań. An dek all e teufemp a-benn
diouto bravig a-walc’h, met hemań emań an diaoul ruz en e gorf.
Gwilhoů : (a
zistag da vlejal) Ler dezhi, Alanig ar Gosker, tizh d’ar c’hached, va
faotr, bec’h d’ar brilli, cheu er ganetenn ! Emaout dirak an toull !
Taol warni ! (Un taol c’hwitell)
La, setu ar volotenn e-barzh ! Lanbrug a zo mestr ! (Cholori)
Jakez : (kounnaret)
Penaos, treitour brein, judaz ! Emaout a-du gant Lanbrug bremań ? Ne
‘teus ket mezh, penn-yod ! Gwelet a zo bet biskoazh ul loen fall e-giz
hemań !
Gwilhoů : Jakez, me n’emaon ket a-du gant
Lanbrug, met gant va familh. Enor ar familh eo. Ar maout a yelo gant familh
Gwilhoů Vihan. Bec’h, paotr Alanig !
Jakez : Gwilhoů, ma ‘mije kredet e-tefe
c’hoariet an dro-se din, n’am befe ket kenteliet ac’hanout war an dachenn dirak
an holl, poazhań ac’hanon gant ar vezh ! Hag evit piv, mar plij ?
Evit un niz ne ‘teus ket gwelet anezhań abaoe marteze dek vloaz !
Spontus !
Gwilhoů : Gwir, Jakez, n’am-eus ket gwelet va
niz Alanig abaoe dek vloaz. Penefe e-teus lavaret din piv oa, n’am-mije ket
anavezet anezhań.
Jakez : Feiz sur, peogwir dek vloaz zo a zo
savet etrezoc’h ho-taou, da vreur Kel Vraz ha te, abalamour d’ur foenneg bennak
a felle deoc’h kaout anezhi ho-taou, lorgnez !
Gwilhoů : (strafuilhet)
Ya, va breur Kel Vras a zo nebeut a feiz ennań. Ma n’eo ket an niz Alanig
gwelloc’h egetań n’eo ket kalz a dra, nann !
Jakez : Sur eo n’eo ket kalz a dra vat pa
deu da Boullfaouig d’ober goap ouzh e eontr.
Gwilhoů : (savet
ar gwad en e benn) Ober goap ouzh e eontr !
Jakez : Pa zistroio bugale Lanbrug d’ar
gęr, Alanig ar Gosker a lavaro d’e dad, Kel Vraz : « Paket o-deus
paotred Poullfaouig o stal ganin. Ha va eontr Gwilhoů Vihan a oa war an dachenn
e-unan, dislivet gant ar vezh ». Setu pezh a lavaro ar c’hilhog Alanig,
komz evit komz. Pebezh lorc’h a savo e penn da vreur Kel Vraz ! Pebezh
dismegańs evidout, Gwilhoů Vihan !
Gwilhoů : Sac’h an diaoul, kement-se n’eo ket
posubl ! Bec’h, Poullfaouig ! Kerzhit dezho a-daolioů penn pa
a-daolioů dorn, met brevit anezho, mod-pe-vod, pisoc’h eget ur veilh malań
kafe. Taolit warno, Poullfaouig ! Emaint deomp ! ! !
Jakez : Kollet omp ganto, Gwilhoů ! Re
ziwezhat emaout !
Gwilhoů : Seizh kant kurun warn-ugent ha dek,
Jakez, me a ya war al leur ! (Emań o
klask lammat dreist ar gloued)
Jakez : Chom amań, Gwilhoů ! Sotoniou
a-walc’h e-teus graet evit an deiz-mań. Ha diwall, diwall mat ! Emań ar
volotenn o vont da gouezhań warnomp !
(Gwilhoů a sav e zivrec’h.
Ar volotenn ler a gouezh dres war e stomog. Gwilhoů a zalc’h anezhi gantań)
Gwilhoů : Lavaret e-teus din, Jakez, enor
Poullfaouig a oa er volotenn-se. Mat. Me a gaso anezhi en ur bern teil bennak,
ken brav ma ne vo ket kavet gant kristen ebet a-raok fin ar bed. Eomp kuit d’an
daoulamm, Jakez.
(Sevel a ra ur cholori
spontuz)
Jakez : N’ouzon ket hag-eń out fur pe sot,
Gwilhoů, met mont a ran ganit a-dreuz ar parkeier. Gwelet e vo. (Blejal a ra) Chas Lanbrug d’ar
gęr ! Chas Lanbrug d’ar gęr !
Gwilhoů : Ma ne vo ket mui fobal, Jakez,
redadeg a vo.
(Mont a reont kuit en ur
vlejal. Emaint kuit. Cholori spontus. Treuziń al leur a ra ur vandennad
c’hoarierien fobal en ur vlejal mui ma c’hellont.)
Pęr-Jakez Helias, Biskoazh kemend-all, Brud Nevez, nnn 17 Ebrel-Mezheven 1964
POELLADENNOŮ
1. DRM :
Dibabit ar Respont Mat.
a) Pelec’h e
tremen an istor-mań ?
¨ war un dachenn bouloů ¨ war un dachenn fobal ¨ war un dachenn basket
b) Peseurt skipailh
n’emań ket aze ?
¨ Poullaouen ¨ Poullfaouig ¨ Lanbrug
c) Piv eo an
tudennoů pouezusań ?
¨ Krakoů ¨ Jakez ¨ Lakez ¨ Gwilhoů
d) Peseurt
skipailh a zo o vont da c’hounit evit doare ?
¨ hini Poullfaouig ¨ hini Lanbrug ¨ hini
Poullaouen
e) Piv eo Alanig
Gosker ?
¨ mab Jakez ¨ niz Gwilhoů ¨ niz Jakez
f) Perak n’en deus
ket gwelet anezhań abaoe dek vloaz ?
¨ peogwir emaint o chom pell an eil diouzh egile
¨ peogwir zo savet fachiri er familh
g) Petra a ra
Jakez deus ar volotenn pa gouezh warnań ?
¨ mont a ra da c’hoari ganti war an dachenn
¨ tec’het a ra kuit ganti evit kuzhat anezhi
¨ kreviń a ra anezhi
2. Reizhań :
Kavit ar ger ne glot ket gant ar frazenn.
Skrivit ar ger mat.
a)
Ma ‘teus c’hoant, Gwilhoů, ni a droc’ho hor bragoů hon-daou hag a lammo war an
dachenn (…)
b)
N’omp ket evit sikour Poulfaouig nemet gant hor maouez.
c)
Emichańs e trailho e zivesker milliget, a-hend-all emaomp jenet gantań.
d) Hemań emań an diaoul roz en e gorf
e) Brevit anezho, mod-pe-vod, pisoc’h eget ur
vińs malań kafe.
3. Troiennoů 1 :
Stankit an toulloů.
a) Kasit anezho
d’ar gęr da glask !
Ale !
b) Ar a yelo gant familh Gwilhoů Vihan.
c) Paket o deus
paotred Poullfaouig o ganin.
d) Eomp kuit d’an , Jakez.
4. Troiennoů 2 :
Liammit an daou vann a-benn adsevel an
troiennoů a vez kavet en diviz.
|
Kollet omp … |
·
|
|
·
d’ar
brilli |
|
Petra a zo da damall … ? |
·
|
|
·
warni |
|
Piv a zo o tont … dre dizh |
·
|
|
·
dezhi |
|
Kerzhit … a-daolioů penn |
·
|
|
·
deomp |
|
Emaout dirak an toull ! Taol … |
·
|
|
·
ouzhin-me |
|
Paket o deus paotred Poullfaouig o stal |
·
|
|
·
dezho |
|
Emaint … |
·
|
|
·
ganin |
|
Brevit … |
·
|
|
·
ganto
|
|
Bec’h … |
·
|
|
·
anezho |
|
Ler … |
·
|
|
·
warnomp |
5. Troiennoů 3 :
Setu amań troioů-lavar a gaver en diviz
etre Jakez ha Gwillou. Klaskit sevel ar frazennoů en-dro.
![]()
![]()
![]()
![]()
![]()
![]()
1.
Frazenn 1 :
………………………………………………………………………………………………………………………………
![]()
![]()

![]()


2.
![]()
Frazenn 2 :
……………………………………………………………………………………………………………………………

![]()
![]()
![]()
![]()
![]()
![]()
3.
![]()
![]()
Frazenn 3 :
……………………………………………………………………………………………………………………………
![]()
![]()

![]()
4.
Frazenn 4 :
……………………………………………………………………………………………………………………………
6. Geriaoueg ar c’hoari-melldroad :
Lakit
ur ger brezhoneg e-kichen pep bir.
|
|
|
|
7. Gerioů groz :
Evel m’ho peus klevet e sav alies cheu etre
Jakez ha Gwillou.
E-touez ar gerioů groz-mań, peseurt re a
vez distaget gant Jakez ?



RESPONTOU
|
4. Troiennoů 2 :
Liammit an daou vann a-benn adsevel an
troiennoů a vez kavet en diviz.
|
Kollet omp … |
·
ganto |
|
Petra a zo da damall … ? |
·
ouzhin-me |
|
Piv a zo o tont … dre dizh |
·
warnomp |
|
Kerzhit … a-daolioů penn |
·
dezho |
|
Emaout dirak an toull ! Taol … |
·
warni |
|
Paket o deus paotred Poullfaouig o stal … |
·
ganin |
|
Emaint … |
·
deomp |
|
Brevit … |
·
anezho |
|
Bec’h … |
·
d’ar
brilli |
|
Ler … |
·
dezhi |
Ar boued-touseg
Jakez Kroc’hen ha Gwilhoů Vihan a zo azezet ouzh taol.
Jakez : Ma, Gwilhoů, setu emaomp brav azezet amań hon-daou,
dirak ar prenestr. Hag evit ur wezh, ni a zebro un tamm merenn e brasań ostaliri Kemper... Sell peseurt
sal gaer, ma mabig !... Melezourioů a bep tu, pallennoů gwenn ha bokedoů
bleuńv war an tao1ioů. Amań eo pinvidik an traoů, ma c’horf, ha naet !...
Ur blijadur evit an daoulagad.
Gwilhoů : Re binvidik, Jakez... Ne ya ket din kaer. Abalamour da betra ‘peus digaset ac’hanon er seurt
lec’h-mań ? ... Me a zo amań e-kreiz an diaezamant, rak n’on ket boazet
a-walc’h deus kizioů an dud pinvidik.
Jakez : Arsa ! Gwilhoů droch ! An dud pinvidik a
zebr boued gant o genoů evel ar re baour. Nemet brasoc’h kof o defe, a-wezhoů.
Gwilhoů : Ya, ‘vat. met amań, n’eus ken pennoů bras kęr o tont
da zebriń. Sell an aotroů gwisket-kaer, e penn all ar sal, gant ur mell chadenn
vontr war e stomog. Hag an itron tev a-dreńv da gein, peseurt ardoů a ra,
siwazh ‘ta ! Chistrouenn vrein ! Beg minergez !
Jakez : Ha goude-se ? Dres, ret eo deomp diskouez d’an
holl penaos an dud diwar ar maez n’int ket sotoc’h eget re ar c’hęriou. Nemet
ar c’hontrol a vefe, ne lavaran ket.
Gwilhoů : Ta, ta, Jakez. Gwelloc’h am mije kavet chom evel
kustum e ostaliri Fańchig kamm, war blasenn Sant-Vao, da zebriń ar pezh hon eus
digaset ganeomp diouzh ar gęr. Hervez ar mod, en ti-mań, ar servicherien
n’ouzont ket zoken kaozeal brezoneg, siwazh. Un druez eo !
Jakez : Gwashań-se evito, Gwilhoů.
Gwilhoů : Feiz, ya, ‘vat. Met penaos e rin-me ma c’hont ?
Mat evidout, Jakez. Te ‘peus bet spered a-walc’h evit deskiń ar galleg. Met ma
fenn din zo re galet, ha re gozh on deut.
Jakez : Gwilhoů, me oar galleg mat abaoe an amzer ma oan mevel
gant ar medisin kozh, Doue d’e bardono ! Dit, n’eo ket ret lavaret netra.
‘Peus ken nemet sellet ouzhin hag ober ar memes tra... Mamazell !...
Gwilhoů : Jakez ! Jakez ! Ur wezh bennak te a vo
kollet gant an ourgouilh. Dres e-giz da vaouez Katellig-toull-seo.
Ar vatezh :
Bonjour, Messieurs.
Jakez : Bonjour, Mamazell, apportez-nous ŕ manger, s’il vous
plaît.
Ar vatezh : (gant pouez-mouezh Kemper) Bien, ces
Messieurs ont vu le menu ?
Jakez : Non. Mais
ça fait rien. On n’est pas difficile.
Ar vatezh : Tout de
suite, Messieurs.
Gwilhoů : Jakez, te a zo dreist war ar galleg, ma
mignon.Gwelloc’h eget an dimezell dija. Met perak he deus sellet ken du ouzhin.
N’on ket mat a-walc’h eviti ?
Jakez : Da dok, Gwilhoů, da dok !
Gwilhoů : Ha petra gant « da dok, da dok ! »
Penaos, n’eo ket brav an tok-se ? Un tok seizh bouloutenn, goloet nevez-zo
gant voulouz penn-da-benn. N’az eus ket mezh, te, diskouez d’an holl da vlev
gris ha da dal moal ?
Jakez : Gwelloc’h e kavfen kaout blev melen ha rodellek,
a-dra-sur. Met er c’hęriou, Gwilhoů, emań ar c’hiz da dennań an tok en
ostalerioů bras. Ur merk a zoujańs eo.
Gwilhoů : Ur merk a zoujańs, gurun ! Evit piv ? Me
denn ma zok dirak an Aotroů Doue, en iliz, dirak ar re varv, evel-just, hag
evit mont da gousket. Nemet a-wezhoů, pa ‘z on re skuizh, e yan d’am gwele tok
hag all. Setu aze ! A-hend-all, netra. Ne ran van ebet !
Jakez : Mat, mat ! Arabat eo sevel trouz evit ken nebeut.
Dalc’h ganit da dok bouloutenn stag ouzh da ziskouarn gant aon e teufe ur
barrad avel bennak d’e gas kuit, ha da dammig penn divalav da heul, loen
loutoů.
Gwilhoů : Drouk bras a zo ennout, Jakez, abalamour ne ran ket enor
dit dirak aotrounez kęr. Met evit mat ebet ne cheńchin ma doare. Ne dalv ket
dit ober rebechoů. Al louarn a dle mervel en e groc’hen.
Jakez : Bezań a-walc’h, Gwilhoů. Koulskoude, ma karfes...
Gwilhoů : Netra ! Me zo bet degaset amań ganit evit
debriń merenn. Poent bras eo kaout ur begad bennak ha n’eus deut c’hoazh war an
daol na kreun na minvig.
Jakez : Gortoz ‘ta, gourlonker.. Setu ar vatezh en-dro gant ar
bara.
Ar vatezh : Voici
le pain, Messieurs.
Gwilhoů : A ! N’ eo ket bras an tammoů bara. Ha pegen
tanav ‘ta ! Gwelout a reer sklaer a-dreuz, siwazh ! Ha penaos ober
hon-daou gant ken nebeut-se a vara ! A-boan ma zo trawalc’h da leuniań kof
ur filip. Santez Anna !... N’eus forzh. Mont a ran da dennań ma c’hontell.
Jakez : Da gontell ! Amań zo kontilli a-walc’h. Pep hini
en deus e gontell e-kostez e blad.
Gwilhoů : Gwelout a ran. Met ar gontell-se he deus beg ront,
hag ouzhpenn ne droc’hfe ket un tamm butun-chaokat zoken. Penaos e rin-me gant
ur gontell beg ront evit skarzhań an tammoů kig a chomo etre ma dent ?
Jakez : Te a skarzho da zent goude bezań aet kuit eus an
ti-mań. N’eo ket traoů d’ober dirak
an dud diavaez.
Gwilhoů : A, setu un afer all ! Hen touiń a ran dit.
Jakez, morse ne lakin mui ma zreid er seurt toulloů-mań. Gurun ! N’eus
frankiz ebet d’ober netra ! Difennet atav ! Pouh !...
Jakez : Cht... cht... Peoc’h en an’ Doue. Ar vatezh !
Ar vatezh : Voilŕ les hors-d’oeuvre, Messieurs. Quoi vous allez boire ? De 1’eau, de la bičre, du vin ?
Gwilhoů : Du vin on va boire sűrement !
Jakez : Sell ‘ta ! Me sońje din ne ouies ger galleg
ebet ? Peseurt lapous a zen eo ar Gwilhaouig-se ! Pa zo anv eus gwin
e tistag e gaojoů diouzhtu. Ar voutailhad gwin-se a gousto ker, ma mabig.
Gwilhoů : Ker, pe marc’had-mat, te a baeo an dispign. Mervel
gant an naon ‘yafe din c’hoazh, mervel gant ar sec’hed, avat, morse ! Hag
evań dour ar stęr e-lec’h ma vez diskarget ar sailhadoů dour lous hag ar rest,
netra !
Jakez : Gwilhoů, Gwilhoů, petra ‘c’hoarvez ganit hiriv ?
Mezh a rez din. Debr ‘ta ! Ha peoc’h pelloc’h... Cht...
Gwilhoů : Debriń petra ? N’ouzon ket peseurt boued an
diaoul eo ar pezh a zo dirazon.
Jakez : Debr atav ! N’eo ket dav gouzout. Aon az peus da
vezań ampoezonet, den digalon ?
...Cht !...Cht !...Debr !...
Gwilhoů : Jakez, ne gavez ket ar boued-se reketus ? Petra
eo ?
Jakez : Evidout-te da vezań reketet, me n’on ket. Betrabez ruz
int.
Gwilhoů : Betrabez ruz ! Mat d’ar saout !
Jakez : Ha d’an dud ivez. Debret am eus graet meur a wezh e ti
ar medisin kozh. Mat int. Mat a-walc’h da nebeutań.
Gwilhoů : Jakez ! Hag ar re-mań ? ... Emaint dres
e-giz karotez gwenn, siwazh !
Jakez : A, ar re-se, n’ouzon ket, Gwilhoů. Dav eo din lakaat
ma lunedoů da sellout war an tamm paper. Gortoz, gortoz... « Salade de
concombres »... Seizh kant barrikennad gurun ! N’am-eus morse klevet
keloů deus ar boued gouez-se ! Met, n’eus forzh, mat e tlefe bezań. Kemer,
Gwilhoů, mar plij.
Gwilhoů : Nann, Jakez, kemer da gentań.
Jakez : « Salade de concombres ! » Sac’h an
diaoul ! Petra ‘c’hellfe bezań ar c’honkombrez ? Dalc’h peg, Gwilhou,
ma mabig. Ar bolc’h kentań zo dit, peogwir me eo am eus pedet ac’hanout.
Gwilhoů : Nann, Jakez, dit eo da dańva, peogwir ‘anavezez
boued ar c’hęriou gwelloc’h egedon.
Jakez : Memestra, un tammig a yay ganin.
Gwilhoů : Peseurt blaz a zo ganto, Jakez ?
Jakez : Eh ! Blaz irvin skornet. Gurun a dan !...
Gwilhoů : Teil ! teil ! A, Jakez. Keuz am eus d’am
c’hig-sall ha d’am zorzh-vara segal. Setu boued evit ur c’hristen !
Jakez : Hag ar plad all ! Hemań, da vihannań, ‘ouzon
petra eo. Vioů kalet, ma mignon, vioů yer !
Gwilhoů : Ya, met peseurt yod du a zo e strad ar plad,
Jakez ? Lavaret e vefe kaoc’h-marc’h tomm, siwazh deomp ! Eh, n’am
eus ket ezhomm outań.
Jakez : Gwelomp an tamm paper... « Oeufs pochés aux
épinards »...Épinards, épinards ? ... sońj am-eus da vezań debret eus
ar seurt-se ‘n un tu bennak, e-pad ar brezel pevarzek. Met neuze ‘oan yaouank,
hag em bije debret melchon ruz.
Gwilhoů : Fidamdousik ! e-giz ma vezlavaret e Bro-Leon, ne daolin ket ma dent war al
louzaouenn-ze. Nann ! Evit un tenn...
Ar vatezh :
Messieurs, voilŕ le plat de viande. Je regrette y a plus de vin. Mais vous
n’avez pas mangé beaucoup ? L’appétit ne va pas ?
(Div c’ hrougnadenn.)
Gwilhoů : Tri mil barrad luc’hed ! N’eus ket gwin ?
Mervel gant ar sec’hed goude bezań marv gant an naon ! Petra hon eus graet
d’an Aotroů Doue evit kaout ur binijenn ken skrijus ? Jakez, morse ne
bardonin dit da vezań stlejet ac’hanon e-barzh an ivern-mań !
Jakez : Tańva deus ar plad diwezhań-mań ‘ta ! Kig leue
tener hag a deuz war an teod. Ouzhpenn, bezań zo gantań boullouigoů bihan ken
tener all. Ar wezh-mań omp kouezhet mat, ma mignon. Pak din ar bara !
Gwilhoů : (goude bezań
bet tańvaet) Feiz Doue, ya ! mat-tre eo ar gegin. Ha da vihannań, ul
leue bihan ‘ouzon petra eo... Ar boullouigoů ivez a zo deus ar c’hentań. Petra
‘c’hellfent bezań ? Ma ouifen, me lârfe da Varianna poazhań din eus ar
re-se... Sell war an tamm paper ‘ta !
Jalez : (O lenn) « Noix
de veau, noix de veau... aux...aux champignons »...
Gwilhoů : Petra eo « aux champignons » ?
Jakez : Debr atav ‘ta ! Arabat eo dit koll amzer, pe
a-hend-all... (ober a ra ur sach mat d’ar
c’hig ha d’ar boullouigoů).
Gwilhoů : (O kas d’an
traoń ar muiań ma c’hell) Ma c’hovig paour, pegen mat !... O,
Jakez ! war bouez ! war bouez ! Lesk ac’hanon da gemer c’hoazh
unanig bennak : an hanter outo a zo din !
Jakez : Gwir ! Diwall avat da lonkań a-dreuz gant ar pres
a zo warnout.
Gwilhoů : Lavar din,’ta, Jakez, petra eo
« cham...champignons » ?
Jakez : Boued...
Gwilhoů : Boued, boued, feiz sur boued int, amziod. Me ‘oar
mat...
Jakez : Beń, Gwilhoů…
Gwilhoů : Gortoz ma pakin an hini diwezhań... La ! aet eo
d’an traoń...
Jakez : (krak ha berr)
Boued-touseg.
Gwilhoů : Boued... Klevet mat am eus ? Boued ? ...
Jakez : Ya, boued-touseg int.
Gwilhoů : Boued-touseg ! A ! Sant Faron
benniget ! Ampoezonet on !... Mont a ran buan d’ar gęr da
vervel ! Jakez Kroc’henn, den milliget, sac’h ourgouilh brein, ma teuan
a-benn da chom bev, ne fell ket din mui anaout ac’hanout. Lakaat ar paour-kaezh
Gwilhou da zebriń konkombrez, épinards ha
boued-touseg !... Biskoazh kemend-all !
Pęr-Jakez Helias, Biskoazh kemend-all, Brud Nevez, niv.
17 Ebrel-Mezheven 1964
Bitekle
Goude ar marv, etre an
douar hag ar baradoz eo ret tremen e-barzh kant ostaleri ha Bitekle ‘zo just
plom ‘barzh ar c’hreiz. Amań en em gav tout al lonkerien rak ‘raok mont d’ar
baradoz eo ret da bep hini evań e walc’h. Amań ‘zo daou zen, Fańch ha Louď, ar
re-mań n’o deus ket gallet mont d’ar baradoz ha chomet int da c’hortoz ‘barzh
Bitekle. An daou-mań ‘zo bet dimezet gant Soaz ha hounnezh he deus anduret ur
vuhez kalet gante. Ha setu Soaz o tegouezhout ‘barzh an ostaleri, pep hini ‘zo
o klask kaout anezhi.
Fańch : Chom trankil. Leusk ac’hanon da
gaozeal diouti ? Hag e weli ? Hopala ! Soaz ! Soaz !
Ma yarig ! Deuet out ‘benn ar fin ! Ur veaj vrav ‘feus graet te ivez.
Soaz : Hag am eus graet, ya ! Gwelet
a rez, ne rez ket !
Louď : N’anavez ket ac’hanout ken anezhi.
Ro plas. Deuet eo ma zro. Me ‘zo o vont da gaozeal outi bremań. Soaz... Sońj
‘feus diouzhin c’hoazh.
Soaz : O ! Ya daonet ! Sońj mat
‘meus diouzhit evel-just. Ha diouzhoc’h ho-taou ! Te gant an dour-chik
melen o tiverań ‘maez da veg war da c’hrońj hag egile gant pennoů e zaoulin
kamm hag e zaoulagad ruz o luchal war e fri brulu.
Louď : Gast ar c’hast ! ‘Deus ket
cheńchet kalz ! Koshaet eo un tammig met ‘deus ket cheńchet pikol.
Fańch : Ro plas : d’am zro
bremań ! Just a-walc’h, o kaozeal diwar da benn oamp hon-daou.... Hag o
lâret...
Louď : O lâret... Hag oc’h en em c’houlenn
ha-eń e teufes un devezh bennak.
Fańch : Setu : ‘oamp o c’hortoz un
tammig e-ser evań ur bannac’hig... Oc’h evań ur bannac’hig e-ser gortoz un
tammig kwa... O sońjal : Marteze ‘teuy Soaz... Nec’het ‘oamp ‘blam dit hag
‘oamp krog d’ober gwad fall.
Louď : Hag e oamp ! o sońjal e vijes
bet aet e-biou deomp marteze hep gwelet ac’hanomp, hep taol evezh ouzhomp
memes. Ha just neuze ‘out degouezhet tre.
Soaz : Ne oa dańjer ‘bet din mont e-biou
deoc’h, gant an trouz a rit ho-taou. Ne vez klevet nemetoc’h azalek dor ar
beurbadelezh. Daou lapous-noz oc’h, me ‘lâr deoc’h. Daou lampon, daou glujar,
ya !
Fańch : Ma yarig !
Soaz : Da yar gloc’h ‘lâr serriń da
veg !
Gwilhoů Kergourlay, Bitekle pe war hent ar baradoz, emb. Brud Nevez, 1979
Lakaet e brezhoneg Kallag get ar strollad
F.A.B., 1997
POELLADENNOŮ
Gerioů
un tammig diaes marteze :
Kaozeal : komz, konto, prezeg.
Leuskań : laoskań, lezel.
Beaj / ar
veaj : (gwregel)
Ur veaj vrav am eus graet e bro Iwerzhon ar miz tremenet .
Ar grońj : dindan ar beg, ar genoů.
Daoulin kamm : daoulin... a-dreuz un tamm.
Ur fri brulu: ur fri ruz ha tev.
Cheńchet
pikol : cheńchet
kalz.
Luchal : (verb) sellout a-dreuz :
E-ser evań :
en ur evań.
Ober bil : bezań nec'het, ober gwad fall.
Mont 'bioů : tremen e-kichen :
Azalek : adalek
Peurbadelezh
/ ar beurbadelezh: E
galleg : l'éternité.
Nemetoc'h : c'hwi hepken. Displeget
nemedon,nemedout, nemetań, nemeti........
Ul lampon: E galleg : un polisson.
Yar gloc'h : ur yar o c'houlenn goriń.
Evit
kompren gwelloc'h.
Penaos eo
degemeret Fańch ha Louď gant Soaz ? Perak ?
Penaos e komz
Fańch digant Soaz ?
Penaos eo
Louď gant Saoz ?
Petra a sońj
Louď eus e wreg ?
Perak e
c'houlennont kaozeal pep hini e dro diganti ?
Petra e oant
oc'h ober da c'hortoz mont d'ar baradoz ?
Perak e oant
oc'h ober gwad fall ?
Perak ne oa ket
tu da Soaz mont 'biou dezhe ?
Peseurt
maouez eo Soaz ?

John Millington Synge, The Playboy of the Western World,
c’hoariet e brezhoneg
get Strollad Kallag
Lubaner
Kreiz-Breizh
Un ostaleri vihan war maez, e
Kerne-Uhel. Eno en em gav Lanig, ur c’hantreer drol, itriket eo an dud gantań…
Olier (nemet e benn dre an nor. A vouezh izel.) :
Youenn Domaz !
Youenn
(o tisneńvel anezhań.) : Petra
zo ?
Olier : An hini oa
oc’h ober e dalaroů du-hont : o sellet dreist ar c’hleuz ‘mań ‘ barzh e
sońj , ‘meus aon, laerezh yer. (o sellet
a-us d’e skoaz.) Doue da’m sikour : emań o tont war ma lerc’h. (o tont tre en ur redek.) Ma ‘n deus
klevet ar pezh ‘m eus lâret e vin lazhet gantań.
Chom a reont da sellet ur pennadig ouzh an nor. Unan o pasaat er-maez.
En em gavout a ra Lanig Ar Beskont, anezhań ur skrilh, skuizh-divi, aonik ha
lous-brein.
Lanig (a vouezh izel.) : Bońjour d’an
holl !
Ar re all : Mont a
ra ?
Lanig : Moaien zo da
gaout ur bannac’h, mar plij, plac’h yaouank ? (o lakaat ur pezh arc’hant war ar c’hontouer.)
Katrin (o servij anezhań.) : N’out ket un’
deus ar bilhaouerien zo staliet ‘barzh Sant Nigouden du-se ?
Lanig : N’on ket,
nann ! Met skuizh-marv ‘c’h on, dre forzh bale.
Youenn (evezhet) : Kerzh da dommań ‘tal an
tan, livet fall ma ‘c’h out gant ar riv.
Lanig : Bennozh Doue
dit. (tapań e vannac’h, mont un tamm
a-gleiz, ha neuze chom a-sav ha sellet tro-dro a ra.) Penaos ostiz, tremen
a ra ar jańdarmed alies dre amań ?
Youenn : Ma vijes
deuet ‘pad an deiz ‘fije gallet lenn al lisańs stag a-us d’an nor. Abalamour da
betra e vefent o klask afer diouzhin ? Un den onest on-me !
Lanig (disammet) :
Neuze, un ti dizańjer eo hemań ? (mont
a ra etresek an tan, en ur hirvoudiń ha klemmichal. Azezań a ra neuze, pozań e
vannac’h e-tal e gichen, hag en em lak da grignat un irvinen, re druek evit
gwelet ema ar re all o sellet pizh outań kurius anezhe)
Youenn (o vont d’e heul) : Penaos
‘ta ? Aon ‘feus rak ar polis ? Klask zo war da lerc’h marteze ?
Lanig : Meur a heni a
vez klasket war e lerc’h.
Youenn : Meur a hini,
evel-just. Gant tout an dud dilabour a vez bremań. (serriń a ra loeroů, ha kement a zo o sec’hań er c’hogn, hag e kas
anezhe gantań dre laer.) Laer e vefes ?
Lanig (teńval e vouezh) : Laer ? N’on
ket. Gwashoc’h ‘vit se.
Katrin : Sell amań un
imobil ‘vat ! ‘Feus ket bet krabanad ‘bet ‘benn oas ‘barzh ar skol, paotr
yaouank, dit da vezań ken ankouaüs ?
Lanig (mezhus.) : Ne zesken ket re vat
‘barzh ar skol. Ne oan ket deus ar re gentań.
Youenn : Pe sot pe
fin… Goűt a rez petra eo laerezh memes tra ? Abalamour da se ‘mań ar
jandarmed war da lerc’h ?
Lanig (lorc’hus.) : Me, mab ul labourer
douar aezet ? Doue d’e bardono. Arc’hant a-walc’h gantań, n’eus ket pell
zo c’hoazh, da brenań da damm loch amań ha kalz re all gantań.
Youenn (c’hwezhet.) : Ma n’eo ket laerezh,
se, e c’hall bezań gwashoc’h c’hoazh.
Lomig : Fesonet fall
eo hemań ‘vat ! Daoust hag-eń ‘vefe bet o c’hoari, o forzhań ur plac’h
bennaket ?
Lanig (feuket.) : Santez Vari ! N’on
ket deus ar sort tud-se, me !
Michel : Genaoueg zo
ac’hanout, Lomig Tangi. ‘Mań ket o tihan lâret dit e oa e dad labourer
pinvidik, nann ? Ha hemań fall e jeu gantań bremań, boutet er maez ken
buan all !
Youenn (kevrin e vouezh) : An hucher an
hini oa ?
Lanig : An diaoul
gant hennezh !
Lomig : Paotred an
ti-bank ?
Lanig :An diaoul gant
ar re-se !
Michel : An
noblańs ?
Lanig (fumet) :
Da zeviń ‘barzh an ifern ‘lâran deoc’h ! Istorioů mod-se a vez lennet
bemdez war ar journal amań ‘barzh Kerne-Uhel pe war-dro. Met un istor ‘vel ma
hini, biskoazh ‘peus bet klevet.
(An holl a dosta deus outań, c’hoant gante da c’hoűt hiroc’h.)
Michel : Gwall luziet
eo an afer, ‘m eus aon !
Lomig : Kaozioů drol
zo gant ar paotr-mań memes-tra ! Klask goűt te, Michel.
Michel : Marteze ‘fije
skoet pezhioů aour, peotramant pezhioů arc’hant faos kwa ?
Lanig : A fe ‘nann,
aotroů ! Nag ur gwenneg toull zoken !
Lomig : Pe neuze
‘vefes bet dimezet gant div pe deir blac’h asambles ? klevet ‘m eus lâret
‘ vez graet se bremań.
Lanig (gouher) : N’on ket dimezet, na gant
teir na gant unan.
Michel : Marteze eo
hennezh ur c’hamarad da vartoloded Douarnenez – goűt a rit : ar re oa en
em savet a- enep d’o c’homandant du-hont, war ar mor Du, ‘pad ar brezel
pevarzek.
Lanig : Biskoazh ne
‘m boa kuitaet ma farroz eizhteiz zo.
Katrin (o tont deus ar c’hontouer) : Neuze
ne’n deus ket graet mann ‘bet. (ouzh
Lanig.) Ma ‘feus ket lazhet den na graet netra fall na dizonest, pe pezhioů
faos pe laerezh pe traoů mod-se, petra zo kaoz ‘out o c’haloupat an heńchoů
d’an eurioů-mań ? ‘Feus ket graet mann ‘bet.
Lanig (feuket un tammig.) : N’eo ket gwall
jentil lâret se d’ur paour-kaezh emzivad, foeter bro, an toull-bac’h ‘dreńv e
gein, ar chafod dirakań ha toull an ifern digor frank dindan e dreid.
Katrin (oc’h ober sin d’ar re all da chom peoc’h.) :
Ne rez ket ‘met lâret se, te. ‘Feus ket graet mann ebet. Ur paotr gouher
eveldout, drougiezh ‘bet ennań, ne rafe ket droug d’ur gelienenn !
Lanig (feuket.) : Mań ket ar wirionez
ganin ? Un taol skubellenn ‘feus c’hoant da gaout war da benn ?
Katrin (fuloret.) : Mań ket ar wirionez
ganin ? Un taol skubellenn ‘feus c’hoant da gaout war da benn ?
Lanig (o troiń daveti en ur youc’hal.) :
Na skoez ket mod-se ! Mod-se ‘m boa lazhet ma zad dimeurzh diwezhań.
Katrin (bamet.) : Se an hini ‘feus
graet !
diŕr John Millington
Synge, The Playboy of the Western World,
lakaet e brezhoneg get Sylvain Botrel ha Mari-Elen Morvan, emb. Skol-Vreizh,
2000
Arsenik ha kozh dantellaj
Skrivagner eo Mortimer. Emań o
chom e ti e ziv voereb Martha hag Abby. Ur breur foll en deus : Teddy.
Hennezh a dremen e amzer o toullań kav an ti. Kaoz zo bet etre Mortimer hag e
ziv voereb da gas anezhań da di ar re sot… E-barzh ar sal emaer.
Mortimer :
Moereb, me zo o vont da zimeziń.
Abby :
N’eo ket gwir ? O, ma denig paour !
(O vont da
bokat dezhań.)
Martha ! Deuit amań diouzhtu. Neventi vat ‘m eus
evidoc’h. Mortimer hag Elaine a zo o vont da zimeziń.
Martha :
Da zimeziń ? O Mortimer !
(O vont da bokat dezhań tra m’emań o sellet dre an
toull prenestr.)
Abby :
Ne c’hellan ket souetiń gwelloc’h deoc’h.
Martha :
Neuze e tle Elaine bezań an euvurusań er bed !
Mortimer : (O sellet er-maez.) Ma welfec’h
anezhi o lammat dreist ar bezioů a-dreuz ar vered...
Abby :
Mat. Gant ho fulenn azezet en ho kichen e vo plijus ar pezh, ‘m eus aon. Ur
pezh romantel bennak emichańs ? Petra eo anv ar pezh ?
Mortimer :
Disklęriet eo bet al lazer ?
Abby :
Rititi !
(Mont a ra kuit d’ar gegin padal e kendalc’h
Mortimer da gaozeal.) (Pa zigor Mortimer ar rideoz e vez gwelet korf un den marv
war al leurenn.)
Mortimer :
(Tra m’emań o kaozeal e tigor ar bank a
zo dirak ar prenest. Gwelet a ra eno korf un den marv. Leuskel a ra ar golo da
gouezhań. Gelver a ra e voereb.) Moereb ! Moereb !
Abby :
Petra ‘zo ?
Mortimer :
En-sell e oac’h da gas Teddy d’un ti evit ar « Hoppy Dale » .
Abby :
(O tont gant ar paperioů.) Ya, ma denig, renket eo bet pep tra. An
Doktor Harper ‘n eus degaset deomp ar paperiou da sinań.
Mortimer :
(O kemer ar paperioů diganti.) Ret eo dezhań sinań anezho diouzhtu.
(Dont a ra tre
Martha gant ur plad arc’hant ha plajeier.)
Martha :
(O lakaat ul lien war an daol.) N’ eus ket pres da gaout.
Abby :
N’eus ket, ‘vat, hag ouzhpenn se bremań pa ‘neus lakaet en e sońj toullań...
Mortimer :
Selaouit, ho-tiv. Neventi fall ‘m eus evidoc’h. (Paouez a ra an div da ober war-dro an daol.) Ret e vo deomp kaout
keloů. Evitań da c’hoari gant e dok, ne sońjen ket e oa Teddy un den drouk.
Martha :
Un den drouk ?
Mortimer :
Abalamour da se eo ret kas anezhań da di ar re glańv ha klozań anezhań
diouzhtu.
Abby :
Perak klozań anezhań e-gis-se a-greiz-tout ?
Mortimer :
Abalamour ‘n eus lazhet un den.
Martha :
‘N eus ket, ma denig paour.
Mortimer :
(O sevel hag o tiskouez ar bank.) Korf un den marv, aze, ‘barzh ar
bank.
Abby :
Evel just, goűt a ouezen.
Mortimer :
Goűt a ouezec’h ?
Martha :
(O kenderc’hel da lakaat an daol.) Eveljust, met n’eus netra da welet
gant Teddy.
Abby :
Ha bremań Mortimer eo ret deoc’h disońjal ar pezh ‘peus gwelet.
Mortimer :
Disońjal ?
Abby :
Piv ‘nije kredet ‘pefe lakeet ho fri ‘barzh hon aferioů ?
Mortimer :
Met piv an diaoul eo ?
Abby :
Hoskins. Adam Hoskins. Setu tout ar pezh a ouzon war e bouez, nemet e oa
metodist.
Mortimer :
Setu aze tout ar pezh a ouezit war e bouez ? Petra ‘oa oc’h ober
amań ? Petra ‘zo c’hoarvezet gantań ?
Martha :
Mervel !
Mortimer :
Moereb, tout an dud ne zegouezh ket dezhe mervel e-barzh ur bank.
Abby :
Evel just, mervel ‘noa graet a-raok.
Mortimer :
Ha penaos ‘ta ?
Abby : Fri
furch, Mortimer. Marvet eo ‘blamour ‘neus evet gwin...ampoezonet.
Mortimer :
Ha penaos eo degouezhet an ampoezon ‘barzh ar gwin ?
Martha :
Lakaet e oa bet ganeomp. ‘Blamour eo aesoc’h ‘barzh ar gwin evit ‘barzh an te.
Ne vez ket santet kement ar blaz.
Mortimer :
Hag ho peus lakaet ampoezon ‘barzh ar gwin.
Abby : Hag
hon-eus, hag am eus stlejet an Aotro Hoskins betek er bank ‘blamour e oa an
Doktor Harper o tegouezh. (Kenderc’hel a
reont da gempenn an daol. Sabatuet eo. Mont a ra da delefoniń.)
Martha :
Ha na lârit grik da Elaine. Abby, gwelet ‘meus an Intron Schultz. Goulennet he
deus diganeomp kas o mab d’ar sinema.
Abby :
Mat. Mont a rin a-benn arc’hoazh goude merenn.
Martha :
Hag er wezh-mań e choazimp ar film... ‘meus ket c’hoant mont da welet traoů
spontus. (O vont d’ar gegin, Abby d’he heul.)
Abby : Na
me kennebeut. Ne gomprenan ket perak e vez savet filmoů da spontań an dud. Se
ne gomprenan ket ‘vat.
Mortimer :
(O telefoniń.) Ac’hanta !
Ac’hanta ! Sam ? Ya, me an hini eo. ‘Benn ‘meus kuitaet
bremaik : da belec’h ‘m eus lâret deoc’h e oan o vont ? Sońj
‘peus ? Da belec’h e oan o vont ? Brooklyn, ya. Da di ma div voereb.
Mil bennozh deoc’h. (Gervel a ra an div
vaouez.) Moereb Abby ! Moereb Martha ! Ha petra ‘vo graet
bremań ? En anv Doue, lârit din petra ‘vo graet bremań ?
Martha :
Petra ‘vo graet diwar-bouez petra, ma denig paour ?
Mortimer :
Korf un den marv zo en diabarzh aze. (O
tiskouez ar bank.)
Abby :
Goűt a ouezomp. An Aotrou Hoskins.
Mortimer :
Jezuz benniget, petra ‘rin-me bremań ? N’emaon ket o vont da c’hervel ar
polis koulskoude.
Martha :
Da gentań tout, distanit ho kwad un tammig.
Abby :
D’an eil, arabat deoc’h kaout poan-spered. Lâret hon eus deoc’h disońjal an
dra-se.
Mortimer :
Hag ar paour-kaezh Aotrou Hotkiss.
Abby : (O resisaat) An Aotrou Hoskins, Hoskins.
Mortimer :
Pe vije Hotkiss pe Hoskins, ‘barzh ar bank emań e gorf bepred.
Martha :
Pas evit pell.
Abby :
Teddy ‘zo diskennet ‘barzh ar c’hav da doullań ur c’hanol nevez.
Mortimer :
‘Peus ket lakaet ‘barzh ho sońj interiń ‘nezhań ‘barzh ar c’hav, eo ?
Martha :
Dam eo, e-giz hon doa graet evit ar re all.
Mortimer :
N’emaoc’h ket o vont da… (O tistreiń
en-dro.) Ar re all ?
Abby :
Ar re all.
Mortimer :
Peseurt re all ? Reoů all a zo ? Pet… ? Reoů all a vije ?
Martha :
O, ma denig paour, ma sońjan mat… unnek zo, Abby, n’eus ket ?
Abby :
N’eus ket ‘vat. An daouzekvet eo hemań. (Mortimer
‘zo spontet. Mont a ra betek an telefon.)
Martha :
En em vankań ‘rit, Abby. N’eus nemet unnek deuste. Arabat e vije kontań an hini
kentań.
Abby :
Me a gonte an hini kentań. (Soniń a ra an
telefon. Dispegań a ra Mortimer, hanter sabatuet.)
Mortimer :
Ac’hanta ! Ac’hanta ! Plijadur ‘ra din klevet ho mouezh.
Chitit ! Nann, ‘m eus ket evet banne ebet. Nann. Ken divezv hag ur
gegin-spern. Klaskit kaout Georges diouzhtu. Larit dezhań n’on ket evit mont
d’an teatr warc’hoazh vintin. Ret eo da Georges ober al labour ‘barzh ma flas.
Mat. Klaskit ‘nezhań. (Echu gant an
telefon.)
Abby :
Forzh penaos int bet interet, an daouzek anezhe, ‘barzh ar c’hav. Ac’hanta
bremań. Pelec’h oan dija ? Daouzek !
Martha :
Abby a sońj ganti e tlefemp kontań an hini kentań. ‘Mod-se ‘rafe daouzek deomp.
(Mortimer a dap ar gador da gas ‘nezhi da zehoů al
leurenn, hag e tegas Martha dorn-ha-dorn hag e lak ‘nezhi da azezań)
Mortimer :
Deomp dezhi bremań. Piv ‘oa an hini kentań ?
Abby : (O
vont davet Mortimer) An Aotrou Midgely. Batist e oa.
Martha :
Eveljust. Ne c’hellomp ket kontań ‘nezhań. ‘N eus graet nemet mervel amań.
Abby :
Ya, deoc’h da gompren n’eo ket marvet gant hon sikour. Deuet e oa amań da glask
lojań.
Martha :
Just war-lerc’h ma oac’h aet kuit da New-York.
Abby :
Ha ni kaout ur gambr libr padal ‘zo kement a dud dilojeiz.
Martha :
Un denig kozh a oa anezhań.
Abby :
Na pegen digonfort e oa, kollet tout e dud gantań.
Martha :
Truez hon eus bet deustań.
Abby :
Ha neuze a-greiz-tout un atak-poulloud hag e kouezhas war ar gador-vrec’h aze.
Mortimer :
Hag e kouezhas war ar gador-gazel aze ? Na pegen spontus evidoc’h.
Martha :
N’eo ket bet, boazet omp bet gant ho tad-kozh kaout daou pe dri re varv ‘tro
d’an ti. Ha just a-walc’h e oa Teddy o paouez toullań e Panama hag e sońjas
gantań en doa paket an derzhienn velen.
Abby :
Hag e ranke douarań anezhań diouzhtu.
Martha :
Neuze hon eus sikouret ‘nezhań da stlejań ‘nezhań d’an traoń betek ar skluz.
Mortimer :
Un den o tont amań, un atak poulloud hag echu ? Hag aze penn-kentań an
istor.
Abby :
Marv dre zegouezh. Setu n’ hon eus sońjet...
Martha :
(O vont davet Mortimer) Ha sońj ‘peus
eus ar podadoů ampoezon chomet war-lerc’h ho tad-kozh war estajerenn al
laboratoar ?
Abby :
Goűt a rit pegen stummet e vez ho moereb Martha da geveskań traoů. Bet ‘peus
bet ouzhpenn hag un tańva deus he boued.
Martha :
Pemp litrad gwin bouloů skav, div loaiad vihan arsenik, un hanter loaiadig
striknin, un ivinad sianid.
Mortimer :
Louzoů kezeg.
Abby :
Da lâret ar wirionez, unan eus hon Aotrounez ‘n eus bet amzer da lâret :
« Na pegen iskis ! »
Martha :
(O vont etrezek ar gegin) N’eo ket tout. Poent bras eo aozań koan.
Abby :
(Da Vortimer) Chomit da goaniań
ganeomp.
Martha :
Emaomp o klask aozań ur meuz nevez.
Mortimer :
‘M eus ket naon ken.
Joseph
Kesselring, Arsenik ha kozh dantelaj
C’hoariet
get Strollad Penn-ar-Bed
POELLADENNOŮ
A) Goulennoů
diwar-benn Arsenik ha kozh dantelaj
1) Emań Mortimer hag
Elaine o vont da zimeziń. Penaos eo spered an div voereb ?
Laouen int displijet int ne reont ket van
2) Pa gav ar c'horf
er bank, e sońj Mortimer eo kablus:
Teddy an div voereb un den all
3) Petra a sońj an
div voereb deus ar pezh en deus dizoloet Mortimer ?
Ret eo dezhań galver ar polis
ret eo dezhań disońjal lavaret a reont ez eo kablus Teddy.
4) Penaos eo marvet
Adam Hoskins, an den marv zo er bank ?
Evet en deus gwin ampoezonet marvet eo en un taol krenn, dre zegouezh
ne ouezer ket
5) Piv en deus lakaet
an ampoezon 'barzh ar gwin ?
Teddy Abby ha Martha tad-kozh Mortimer
6) Plijout a ra d'an
div voereb ar filmoů spontus ?
Ya, plijout a reont dezho ne reont ket
7) Ha pell e chomo
korf an ao Hoskins er bank ?
Ya, pell e chomo e-barzh ne raio ket
8) Pelec'h e vo
lakaet ar c'horf neuze ?
war leur kav an ti er vered a zo stok ouzh an ti
en un toull e kav an ti
9) Perak ez eus sikan etre an div voereb ?
peogwir ne ouezont ket petra ober deus ar c'horf
peogwir ne ouezont ket pet a dud o deus lazet
*10) Perak o doa degemeret
un estrańjour en o zi ? (*meur
a respont zo mat)
peogwir e oant enouet peogwir e oa ur gambr libr en ti
peogwir o doa TRUEZ outań
peogwir o doa c'hoant lazań un den
11) Aon o deus bet an div blac'h rak an den marv ?
…
12) Perak ?
…
…
B. Liammit ar gerioů pe an troioů-lavar a dalv ar memestra:
|
un
dra nevez, ur c'heloů nevez |
·
|
·
|
n'eus ket pres da gaout |
|
e rank |
·
|
·
|
un neventi |
|
ur maen gant ur
c'horf dindanań |
·
|
·
|
ul lien |
|
c'hoant ho poa da… |
·
|
·
|
emań o c'hoari gant e dok |
|
ar pezh a vez lakaet
war an daol |
·
|
·
|
d'am sońj |
|
amzer zo |
·
|
·
|
ur bez |
|
sot eo |
·
|
·
|
e tle |
|
'm
eus aon |
·
|
·
|
en sell e oac'h da… |
5
AR BIBL
BUHEZ AR SENT

Murlivadenn get
Michaele Angelo, doublaj ar Cappella Sistina, Vatikan
Adam hag Ev
Adam hag Ev a oa bet kroueet evel
an Aeled en ur stad a santelezh. Ne zleent bout sujet, a-gentań, na d’an droug
na d’ar marv. Oc’hpenn, an dachenn ma oant a-barzh a oa ker bourrus mand eo bet
anvet Baradoez an douar. Gwarniset e
oa a frouezh evit o magadur ; ur wezenn hepken a oa difennet dezhe debriń
anezhi, ar wezenn da anavout an droug hag
ar mad. — « Mard it ha debriń ag ar wezenn-se, eme an Aotrou Doue,
c’hwi a varvo » — Eń a venne o amprouv ; gwelet a faote dezhoń
hag int a vehe bet sentus.
Mes an diaoul en doa kaz doc’h
eürusted ha santelezh an dud goude en devout kollet ar baradoez, eń a glaskas
an tu da lakaat ivez mab-den er-maez.
Un deiz ma oa Ev e-tal ar wezenn
difennet, eń a dostaas dezhi e-kiz un naer : « Perak, a lâr eń, ne zebrit
ket-c’hwi ar frouezh ag ar wezenn-mań ? » — « Rak, eme-hi, a
pand ahemp ha tańvaat ar frouezh-se, ni a c’hellahe marviń. » — »Nend
eo ket gwir, a reskond an diaoul, ne varvahec’h ket ; mes mar karit debriń
anezhi, c’hwi a zay da vout hańval doc’h Doue, dre ma anavahet neuze, just
eveltoń, an droug hag ar mad. »
Ev, lorbet dre ar c’homzoů-se, a
sell doc’h ar frouezh : brav e oant da welet, ha mat e tleent bout ivez da
zebriń ! Hi a gemer enta unan ; ha goude en devout tańvaet, hi a gas
un tamm ivez d’he fried. Adam, get aon a zisplij d’e vaouez, a gemer hag a zebr
ar frouezhenn.
— Kentizh e tigor o
daoulagad d’ar pezh na anavent ket c’hoazh ; mes ar pezh a anavont a zegas
mezh dezhe a-benn ; skontiń a raont o-daou hag int a ya da guzh, a pa
glevont an Aotrou Doue.
— « Adam, eme-eń, e men
eh ous-te ? » Adam a glask digarezioů, hag a daol ar gaou ŕr e
vaouez ; Ev a daol ar gaou ŕr an naer ; mes Doue em glemm anezhe
rac’h. — « Te, eme-eń d’an naer, te ‘vo milliget e-mesk ar
loened ; te ‘ruzo ha gorv ŕr an douar ; hag un deiz da zonet, ur
vaouez a flastro ha benn edan he zroad. — Te, Ev, hag an holl gwragez, nen
day bugale deoc’h er bed-mań, nemet get ar brasań gloez. — Te, Adam, evit
debriń bara, te ‘c’hwezo doc’h er gounid, bet ken ne yi en-dro d’an douar. »
En ur lâret ar c’homzoů-se, eń en
doa-int skarzhet er-maez ag ar lec’h ma oant ; ha serriń a ras dor ar
baradoez doc’hte ha doc’h o bugale. A-ziŕr neuze, ema chomet mab-den da boaniiń
ŕr an douar, edan bili an diaoul, a-vihan betek ar marv.
Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896
Adam hag Eva
Adam hag Eva a oa bet krouet gant
Doue en ur stad a santelezh ; neuze ne oant na sujet, na d’an droug na
d’ar marv ; hag en tu-hont da se, an dachenn ma oant enni a oa ken brav
bezań e-barzh ken a oa anvet baradoz an douar.
Eno e oa e-leizh a frouezh, evit
o magadurezh ; ur wezenn hepken a oa difennet oute debriń diouti, gwezenn
anaoudegezh an droug hag ar vad : « Mar debrit deus ar wezenn-se, eme
an Aotrou Doue, c’hwi a varvo ». Doue en doa c’hoant d’amprouv anezhe, ha
da welet hag-eń vijent bet sentus.
Mes an diaoul en doa[4] kaz
ouzh eürusted ha santelezh hon zad kentań.
Un deiz ma oa Eva e-tal ar wezenn
difennet, Satan a dostaas dezhi dindan furm un naer : « Perak, emezań,
perak na zebrit ket-c’hwi ar frouezh deus ar wezenn-mań ? »
— Rak, emezi, mar tańvafemp ar frouezh-se, ni a varvfe. » —
« Gevier, eme an diaoul, na varvfec’h ket evit se ; zoken, mar karit
debriń dioute, c’hwi a zeuio da vezań heńvel ouzh Doue, dre ma anavfec’h neuze,
kenkoulz hag eń, an droug hag ar vad. » — Eva a gredas ar
c’homzoů-se, hag a gemeras ur frouezhenn, ha goude bezań debret diouti, e kasas
un tamm ivez d’he fried. Adam, na c’houlle ket displijout d’e wreg, a gemeras
hag a zebras.
— Raktal, mezhus ha spontet,
ec’h eont o-daou da guzh. Setu e tegouezh hepdale an Aotrou Doue dirak ar
paour-kaezh pec’herien, hag eń kounnaret.
— « Te, emezań d’an naer, te
‘vo milliget e-mesk al loened ; te ‘ruzo da gorf war an douar ; hag
un deiz da zonet, ur wreg a flastro da benn dindan he zroad ; — Te,
Eva, te hag an holl gwragez, na deuy bugale deoc’h er bed-mań nemet gant ar
brasań anken. — Te, Adam, evit debriń bara, te ‘c’hwezo d’en gounid ac’han
ma tistrofet, ho-taou, en douar a belec’h ez oc’h tennet. »
En ul lâret ar c’homzoů-se, Doue
o c’hasas e-maez al liorzh e-lec’h ma oant ; prennań ‘reas dor ar baradoz
oute hag ouzh o bugale. Diwar gement-se eo chomet an den da boanial war an
douar adalek ma vez ganet betek e varv.
Eugčne Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan,
Ploermel, 1896

Murlivadenn get
Michaele Angelo, doublaj ar Cappella Sistina, Vatikan
An deluj
A-nebeudigoů, bugale Seth a
zarempredas bugale Caďn ; int a zimezas gete, hag a zas da vout fall
evelte. A-ziŕr neuze, holl ar bobl a droas da vout ken dirollet, ma lakaas Doue
en e sońj da naetaat an douar a-kerzh, get un deluj-dour, ha da veuziń rac’h an
dud.
Un den hepken, anvet Noe, a
zalc’he start doc’h lezenn Doue. An Aotrou Doue a c’hourc’hemennas enta dezhoń
gober un Arc’h, da lâret eo, ur lestr
bras : « C’hwi em denno a-barzh, eme-eń, get holl ho tud, ha c’hwi a
gemero loened genoc’h, ur c’houplad a bep sort. »
Kant vlez e labouras Noe ŕr ar
lestr-se, hep selaou doc’h ar c’hoapaerion a zae ŕr e dro.
Kentizh ma oa daet da benn ag e
labour, ar mor em lakaas da foeńviń, hag ar glav da gouezh a-herr :
daou-ugent deiz ha daou-ugent noz, e kreskaas an dour hep arsav : kaer en
doa an dud tec’h en e raok, an dour a save, a save atav ; sevel a ras
betek oc’hpenn pempzek troated a-dreist ar menezioů uhelań ; mougiń a ras
edan an deluj kement tra en doa buhez ŕr an douar : ne chomas bev nemet
Noe hag ar re a oa getoń en Arc’h.
Kant hanter-c’hant deiz, an douar
a chomas beuzet edan an dour. Ŕr-lerc’h an termen-se, Doue a lakaas un avel
spelc’hus da c’hwezhiń ; hag, a-ziŕr neuze, an dour a goazhas a-nebeudigoů
bemdez ; seizh miz a-c’houde ma oa ŕr an dour, an Arc’h a stokas doc’h
penn ur menez — Evit goűt ma oa dizolo an douar, Noe a zigoras ur lukan,
hag a laoskas ur vran da vonet er-maez ; ar vran-se ne zas ket en-dro.
Seizh deiz ŕr-lerc’h, Noe a zigoras ar lukan d’ur glomm, mes ar glomm a
zistroas buan en-dro, dre ma n’he doa kavet tachad erbet da ziskenn. A-benn
seizh deiz ŕr-lerc’h, Noe a lak c’hoazh ar glomm er-maez ; hag, ŕr-dro an
noz, hi a zegas dezhoń en he beg ur barr koad oliv.
Noe a anavas dre-se e oa hesket
an dour, ha disec’het an douar. Un nebeud amzer goude, e tas eń-memp er-maez ag
an Arc’h, get e dud hag ar loened a oa getoń a-barzh : ur blez a-bezh en
doa tremenet enni.
Ar c’hentań tra a ras Noe,
kentizh evel en devout douaret, e oa bet sevel un aoter ha trugerekaat Doue. En
arbenn a gement-se, an Aotrou Doue a zisplegas, en oabr ag an amzer, ur gaer a waremm-glav, evit merchiń e oa renevezet
an aliańs etre an Neńv hag an douar.
Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896
An deluj
Tamm-ha-tamm bugale Set a
bleustras bugale Kaďn ; dimeziń a rejont gante, hag e teujont da vezań
fall evelte.
Diwar neuze, an holl bobl a droas
da vezań dirollet, ken dirollet, ken ma lakaas Doue en e sońj naetaat an douar
a-grenn gant un deluj-dour, ha beuziń an holl dud.
Un den hepken, anvet Noe, a
zalc’he start da lezenn Doue. « Grait, eme an Aotrou Doue, un Arc’h, da
lâret eo ul lestr bras ; c’hwi en em denno e-barzh, c’hwi hag hoc’h holl
dud ; ha kemer a rafet loened ganeoc’h, ur c’houblad a bep sort. »
Kant vloaz e labouras Noe d’ober
al lestr-se, hep selaou ar goapaerion a vije war e dro.
Kenkent a oa Noe e penn e labour,
ar mor a zirollas d’en em ledań dre holl war ar bed ; ar glav en em lakaas
da gouezhań a-herr, hep paouez, e-pad daou-ugent deiz ha daou-ugent noz. Kaer o
doa an dud tec’hel en e raok, an dour a save, a save bepred ; sevel a reas
ouzhpenn pempzek troatad a-dreist an uhelań menezioů ; mougań a reas
dindan an deluj kement tra en doa buhez war an douar : na chomas bev nemet
Noe hag ar re a oa gantań en Arc’h.
An douar a chomas goloet e-pad
kant hanter-kant deiz ; goude an termen-se, Doue a lakaas da c’hwezhań un
avel a zisec’he ; ha diwar neuze, an dour a vihanas un nebeudig
bemdez ; seizh miz goude ma oa war an dour, an Arc’h a stokas ouzh penn ur
menez. Evit goűt hag-eń oa dizolo an douar, Noe a zigoras buan ul lukan, hag a
laoskas ur vran da vont e-maez. Ar vran-se ne zeuas ket en-dro. Seizh deiz
goude, Noe a zigoras al lukan, d’ur goulm ; mes ar goulm a zistroas buan
en-dro, dre n’he doa kavet lec’h ebet da lakaat he zroad. War-benn seizh deiz
goude, Noe a lak c’hoazh ar goulm e-maez, ha, war-dro an noz, ar goulm a zegas
dezhań en he beg ur bod koad oliv. Noe a anveas dre-se ne oa ken a zour, hag e
oa disec’het an douar. Un nebeud amzer goude e teuas e-maez an Arc’h gant e dud
hag al loened a oa gantań e-barzh. Ur bloaz leun en doa tremenet enni.
Kentań tra en deus graet Noe,
p’en doe douaret, eo sevel un aoter ha trugerekaat Doue. An Aotrou Doue a
zisplegas en oabl ur gaer a waremm-c’hlav, da ziskouez e oa adenevesaet an
« Aliańs » etre an neńv hag an douar.
Eugčne Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan,
Ploermel, 1896
Noah
Fallagriezh an dud
Hag e welas an Aotroů e kreske fallentez an den war
an douar. Ha keuz en devoa an Aotroů da vezań graet an den war an douar, hag e
voe poaniet e galon. Hag e lavaras an Aotroů : « Raskań a rin an den
am eus krouet diwar c’horre an doaur, hag ar chatal, hag ar stlejviled, hag
evned a neńvoů, rak keuz am eus da vezań graet anezho. » Met Noah a gavas
gras ouzh daoulagad an Aotroů.
Setu istor Noah : Noah a oa un den reizh, didamall ;
gant Doue e kerzhe Noah. Hag en devoe Noah tri mab : Shem, Ham ha Yafet.
Hag e oa brein an douar dirak an Aotroů ; leun e oa an douar a zireizhdoů.
Ha pa welas Doue an douar ken brein, e lavaras Doue da Noah : »Diwezh
kement kig a zo erruet, rak leun eo an douar a zireizhdoů ganto : ez an
d’o distrujań gant an douar. Gra din un arc’h koad sedrez. Ha me a gaso un
dic’hlann dour war an douar, evit distrujań kement kig a zo ennań. Hag ez i en
arc’h, te ha da vibien, ha da wreg, ha gwragez da vibien ganit. Hag eus kement
a vev, eus kement kig a zo, ur re a bep seurt a gasi en arc’h ganit : par
ha parez e vezint. Evned a bep seurt, chatal a bep seurt, stlejviled a bep
seurt, ur re anezho holl a zeuio ganit da vevań. » Hag e reas Noah kement
tra en devoa gourc’hemennet an Aotroů Doue dezhań. Mont a rejont holl, tud ha
loened, e-barzh an arc’h.
An dic’hlann
Ha Noah a oa un den a c’hwec’h kant vloaz pa
zic’hlannas an doureier war an douar. Hag ez eas Noah hag e vibien, hag e wreg,
ha gwragez e vibien gantań en arc’h, gant aon rak doureier an dic’hlann.
Ha setu a-benn seizh deiz e voe
doureier an dic’hlann war an douar. Hag e voe glav e-pad daou ugent devezh ha
daou ugent nozvezh.
En hevelep deiz-mań ez eas Noah ha Shem, Ham ha
Yafet, mibion Noah ha gwreg Noah, ha teir gwreg e vibion ganto, en arc’h ;
int hag an holl loened a bep seurt, hag an holl chatal a bep seurt, hag an holl
stlejviled a ruz war an douar, hag an holl evned a bep seurt, an holl laboused
a bep pluńv. Hag e teujont davet Noah en arc’h daou ha daou. Hag ar re a zeue a
oa par ha parez. Hag e prennas an Aotroů war an arc’h.
Setu e kreskas an doureier, hag e
tougjont an arc’h. Goloet e voe ar menezioů. Kement tra a oa bet war an douar a
varvas, tud ha loened. Ha ne chomas nemet Noah hag ar re a oa gantań en arc’h.
Hag e voe kreńv an doureier war an douar e-pad hanter-kant devezh.
Digresk an doureier
Ha sońj en devoe Doue eus Noah hag eus an holl
loened, hag eus an holl chatal a oa gantań en arc’h, hag e reas Doue tremen un
avel war an douar, hag e koazhas an doureier. Hag e tigreskas an doureier diwar
an douar tamm ha tamm, hag e tichalas an dour a-benn kant hanter-kant devezh,
hag e tiskuizhas an arc’h d’ar seizhvet miz, d’ar seitekvet deiz eus ar miz,
war venezioů Ararat. Hag an doureier a yeas war zigreskiń betek an dekvet miz,
ha d’ar c’hentań eus ar miz e voe gwelet pennoů ar menezioů.
Ha setu, a-benn daou-ugent deiz e tigoras Noah
prenestr an arc’h en devoa graet ; hag e laoskas ar vran, a yeas kuit, o
vont hag o tont ken na voe disec’het an dour diwar an douar. Hag e laoskas ar
goulm azioc’htań da welout hag-eń e oa skańvaet an dour diwar c’horre an douar.
Ha ne gavas ket ar goulm diskuizh da balv he zroad, hag e tristroas davetań en arc’h, rak dour a oa war c’horre an
douar a-bezh. Hag ec’h astennas e zorn d’he zapout, hag e kasas anezhi davetań
en arc’h. Hag e c’hortozas c’hoazh seizh deiz all, hag ez adkasas ar goulm eus
an arc’h, hag e teuas davetań ar goulm da goulz an abardaez, hag he devoa un
delienn olivezenn distaget en he beg ; hag e ouezas Noah o devoa skańvaet
an doureier diwar c’horre an douar. Hag e c’hortozas c’hoazh seizh deiz all,
hag ec’h adkasas ar goulm na zistroas ket davetań ken.
Ha setu, d’ar bloaz c’hwec’h kant unan, d’ar c’hentań miz, d’ar c’hentań eus ar miz, e
tisec’has an doureier diwar c’horre an douar, hag e lemas Noah goloenn an
arc’h, hag e welas e oa sec’h gorre an douar. Ha d’an eil miz, d’ar seizhvet
warn-ugent eus ar miz e voe peursec’het an douar .
Hag e komzas Doue ouzh Noah en ur lavarout :
« Kae er-maez eus an arc’h, te ha da wreg, ha da vibion, ha gwragez da
vibion ganit, an holl : loened a zo ganit : evned ha chatal hag an
holl stlejviled a ruz war an douar, kas-i er-maez ganit ; ra builhint war
an douar, ha ra frouezhint, ra liesaint war an douar. »
Hag ez eas er-maez Noah, hag e vibion, e wreg, ha
gwragez e vibion gantań. An holl loened, an holl stlejviled, an holl evned, an
holl re a ruz war an douar, a bep gouenn, a zeuas er-maez eus an arc’h.
Hag e savas Noah un aoter d’an Aotroů, hag e kemeras
eus an holl chatal glan, hag eus an holl evned glan hag e reas un holl-loskad
war an aoter. Hag e c’hwesaas an Aotroů ar c’hwez c’hwek, hag e lavaras an
Aotroů en e galon : « Mui ne vallozhin ken an douar abalamour d’an
den, rak mennozioů an den a zo fall adalek e yaouankiz ; ha mui ne skoin
an holl re vev evel am eus graet.
Hiviziken, tra ma pado an
douar,
na had, na trevad,
na yenijenn, na tommijenn,
na hańv, na goańv,
na deiz, na noz,
n’ehanint ket. »
Ar Bibl, troet diŕr an hebraeg get Pęr ar Gall ha Job Lec’hvien,
emb. An Tour-tan, 1981

Skeudenn get Xavier de
Langlais,
tennet a Xavier de
Langlais et la Bretagne, emb. Coop Breizh

Skeudenn tennet a Saint-Gildas
de Rhuys, emb. Le Doare
Sant Geltas
Lies eh ae, a eno, da welet
menec’h abati Ruis, evit o lakaat da greskiń muioc’h-mui er santelezh ; da
galz a dud, a veve er bed, e teske hent ar vertuz : unan anezhe, anavet
mat get an holl, a zo santez Trifin, merc’h Waroc’h, kont a Wened — Hennań, rak
ne venne ket anezhań he dimeziń da Gonomor, en doa-hi lakaet edan gouarnasion
sant Geltas. Gouiet a rae eh oa Konomor un den dinatur, e lakae d’ar marv holl
ar re a zimeze dezhań : intańv e oa dija div wezh. Mes, evel ma talc’he
Konomor da c’houlenn atav ar brińsez evit pried, plijiń a ra d’ar sant reiń
dezhań ar pezh a c’hoantae kement : Trifin a za enta da vout e bried. Mes,
emberr, ar pezh a oa doujet a zegouezh. Konomor, ŕr-lerc’h ur miz bennak, a
lazh e vaouez (er Bondon, hervez ma kreder, tostik-tra da Wened). Waroc’h,
kentizh m’en deus gouiet an doere, a c’houlenn e verc’h get Geltas. Glac’haret
é welet daeroů an tad, ar sant em lak e pedenn hag a resusit Trifin. Ar
c’hrouadur, ganet dezhi neuze, a zo bet anvet Tremeur, an deiz ag e vadeziant.
Daet eo ivez da vout ur sant.
Burzhudus dre e virakloů,
burzhudus en e gomzoů hag en e evroů, ar sant a zo bet c’hoazh fur ha nerzhus
en e levroů. Skrivet en deus daou levr kaer : unan a-zivout kastizamant an
dud a Iliz, un arall a-zivout dismantr Breizh. E hennań, diskoueziń a ra d’ar
Vretoned ema dre o zorfetoů eo o deus tennet ŕrnezhe mallozh an Aotrou Doue.
Sant Geltas a yae c’hoazh
gwezhave d’un abati arall, anvet Koed-Lahen e parrez Sant Demetrius (moarvat
Penvins). Mes al lec’h m’em blije ennań ar muiań a oa atav Houad. Un deiz,
goude en dout tremenet an noz e pedenn evit goulenn get Doue ar c’hras da vonet
emberr davetań, un ael a zas d’er c’havout, en ur lâret e tlee mervel a-benn
eizh deiz. Leun a joa, kentizh e kas kemenned da venec’h Ruis ha d’e zisipled
arall da zonet d’er c’havout. A-c’houdeze, e tremenas holl an deizioů e predeg
d’e vugale karet, evit o doug, dreist pep tra, d’ar garantez ha d’an
humilite : an niv vertuz-se a oa bet prizet ha pratiket getań ar muiań
e-pad e vuhez — Goude en dout resevet e sakramantoů diwezhań ha roet e vennozh
d’e vreuder tolpet en-dro dezhań, ar sant a rantas e eneńv da Zoue, an 29 a
C’henver, er blez 570, d’an oad a 76 vlez.
A-zivout e interamant, e zisipled
a ras evel m’en doa gourc’hemennet dezhe gober.
Gouiet a rae ar sant e vehe bet
savet tabut ŕr-lerc’h e varv diŕr-benn e gorf. Gourc’hemenn a ras, enta, el
lakaat en ur vagig, ha goudeze he lezel da vonet get an avel hag houlennoů ar
mor — Evel-sen ivez eh oa bet graet. Menec’h Ruis, leun a gońfiańs, a bede Doue
a galon evit ma vize bet chomet gete ar c’horf santel ; yunet o doa evit
kement-se e-pad tri deiz. Mes menec’h sant Iltud, daet ag an Angleter, a venne
er skrapiń ha kas gete an trezol prisius. Pa oant evit gober o fall daol, setu
ar vag, get ar c’horv santel, ha aet d’ar sol — Tri miz goude, e deiz ar
Rogasionoů, evel mah ae menec’h Ruis e prehesion d’ur chapelig savet get ar
sant, en Arzhon, en enor d’ar Groaz, int a gav ar vag taolet ŕr an aod. Enni eh
oa korv an abad santel ker fresk evel en deiz mah oa bet lakaet a-barzh. En
doug a raont get resped d’iliz an abati. Azen ema interet ŕr-dreńv an aoter.
Jag Larboulet, Buhez ar sent eit pep deiz ag ar blez,
ti-moulliń Galles, 1907
Santez Noalwenn
Noalwenn, arru e Bretagne, em avańsas
en douar evit klask ul lec’h retiret, e pehani en he dehe gellet beviń trankil
ha pell doc’h ar safar ag ar bed. E bro Gwened e veve neuze un aotrou bras ha
puisant, anvet Nizan, pehani a oa un den kruel ha libertin. Em gavout a ras un
deiz get ar santez, pehani en doa resevet get Doue ur vraventez remerkapl, ha
plijiń bras a ras dezhań : kemer a ras memp eviti ur garantez dizordr.
Nizan, pehani ne glaske ‘met an okazion da gontantiń e blijadurioů kriminel, a
esaeas dre bromesoů kaer lakaat ar santez kontant da zimeziń dezhań ; mes
Noalwenn en doa kemeret Jezus-Krist hepken evit pried, ha ne vennas ket
selaouet doc’h e gomzoů. Nizan, furiet doc’h em welet evel-se disprizet ha
rebutet, a gomańsas he menasiń d’ober dezhi andur an tourmantoů brasań hag ar marv
memp, ma ne venne ket konsantiń d’e zezirioů. E venasoů ne raont ket mui a efed
ŕr ar santez evit e bromesoů. “Konsakret em eus man gwerc’hted da Zoue, a lâre
Noalwenn, ha n’em bo jamez kin pried ‘met Jezus-Krist ; ne zoujan ket ar
marv a ma c’horf : me ‘zouj hepken marv eternel m’eneńv. Grait ac’hanan ar
pezh a garahet : prest on da soufriń an holl tourmantoů kentoc’h evit
mankiń d’ar ro am eus graet da Zoue. Engorto on a resev get ma fried divin an holl
kouraj neseser evit andur ar marv kruelań. Pezh ur boneur evidon resev ar
gouron a vartir !”
An den kruel-se, arfleuet
abalamour ma ne gonsante ket ar Werc’hez santel-mań er c’hemer evit pried, a
ordrenas lemel he buhez geti, hep truez na kompasion erbet doc’h ur verc’h ker
yaouank ha ken dilikat. Em vańjiń a faote dezhań ag an disprizańs, a lâre en
doa graet ar santez anezhań. Monet a ras eń-memp get ar vourevion, hag int a
gavas Noalwenn e-tal chapel ar Bezo, pehani a zo e parrez Begnen. Nizan a ras
c’hoazh e bosipl evit donet da benn ag ar santez, hag evit he spontiń get ar
glezeńvier, pere e lugerne dirak he daoulagad hag a anońse dezhi ur marv
asuret ; mes ar Werc’hez-mań, atav ferm ha kourajus, a oa gwell gei mervel
evit koll he gwerc’hted, ha prezantiń a ras hardizh-mat he fenn d’ar vourevion
evit bout troc’het. An tirand a ordrenas d’e vinistred gober o dever ha
dibenniń ar santez. He magerez a oa bet ivez dibennet geti.
Lâriń a raer memp penaos Noalwenn
ne varvas ket er momant-se, daoustou mah oa dispartiet he fenn doc’h he c’horf,
hag e ras ar santez pemp pe c’hwec’h lev a hent, en ur zoug he fenn etre he
daouarn : tremen a ras evel-se dre el lec’h e pehani ema bremań bourc’h
Noal, e-tal Pondi. Noalwenn a avańsas c’hoazh un hanter lev pelloc’h. Em
arrestiń a ras ŕr ur roc’h evit gober eno he fedenn, ha hiniv an deiz e weler
c’hoazh ŕr ar roc’h-se ar merchoů a he daoulin hag a he c’hlinoů-brec’h.
Plantiń a ras eno he bazh en douar ha donet a ras da vout ur wezenn. An dud ag
ar vro ne basont jamez e-tal al lec’h-se hep er saludiń ha gober sin ar groaz.
Ar santez a yas c’hoazh donoc’h en dezerzh, hag a rantas he eneńv da Zoue el
lec’h mah eus bremań, e parrez Noal, ur chapel gaer końsakret en he enor. El
lec’h-se eh oa neuze un dezerzh bras.
Hep komz ag ar parrezioů arall
pere en deus em lakaet edan proteksion ar vartirez-mań, santez Noalwenn a zo e
spisial patromez ar barrez a Noal-Pondi, hag un nombr bras a berc’hinderion
devot a ya pep blez da vizitiń he chapel. Evit gloar hag enor santez Noalwenn,
me ‘raporto amań un exańpl a he faverioů e-keńver ar re he fed get ur gwir
gońfiańs.
Me ‘anav un den, pehani, durańt e
vuhez, en devo un obligasion vras d’ar santez-mań. Kouezh a ras, en amzer mah
oa krouadur, edan ur rod melin é troiń, ha ne oa ket aparańs a vuhez ennoń, a
pa oa bet tennet avahont. Hag eń a oa bev pe marv, n’hellan ket er lâret ;
mes ar pezh a ouian, a zo mah oa bet kentizh gloestret dre e gerent da santez
Noalwenn, en ur brometiń er c’has e gwenn e prehesion d’ar chapel, hag ar
c’hrouadur-se a zas da vout ker yac’h ha ker divac’hagn čl a-gent. An den a
behani e komzan, a zo an hani memp en deus skrivet al levr-mań.
Jag ar C’hromm, Buhez ar Sent, 1839
6
AR VOSENN

La peste d’Elliant,
Louis-Jean-Noel Duveau
mirdi an Arzoů kaer,
Kemper
Bosenn Elliant
‘Tre Langolen hag ar Faoued
Ur barzh santel a vez
kavet ;
Hag eń Tad Rasian anvet.
Lâret en deus d’ar
Faouediz :
Lakit un oferenn bep miz,
Un oferenn en hoc’h iliz.
Aet eo ar vosenn a Elliant,
Hogen n’eo ket aet hep forniant,
Aet zo ganti seizh mil ha
kant !
E bro Elliant, hep lâret gaou,
Emań diskennet an Ankoů,
Marv an holl dud nemet
daou :
Ur wregig kozh tri ugent vloaz,
Hag ur mab hepken he devoa.
« Edi ar vosenn ‘penn ma
zi ;
Pa garo Doue ‘teuy en ti ;
Ni ‘yay ‘maez pa deuy, » emezi.
E kreiz Elliant er marc’hallec’h,
Geot da falc’hat a gavfec’h,
Nemet en hentig eus ar c’harr
A gas re varv d’an douar.
Kriz ‘vije ‘r galon na ouelje,
E bro Elliant, nep a vije :
Gwel’t triwec’h c’harr ‘tal ar
vered
Ha triwec’h all eno ‘tonet.
‘Lec’h ‘oa nav mab en un tiad,
Aet d’an douar en ur c’harrad,
Hag o mamm baour ouzh o charrat.
O zad a-dreńv o c’hwibanat :
Kollet gantań e skiant-vat.
Hi a yude, ‘galve Doue ;
Reustlet e oa korf hag ene :
– Lakit ma nav mab en douar
Ha me ‘roy deoc’h ur gouriz koar,
A ray teir zro en-dro d’ho ti
Ha teir en-dro d’ho minic’hi,
Nav mab em boa em boa ganet,
Setu gant an Ankoů int aet ;
Gant an Ankoů e toull ma
dor ;
Den da c’houll’[5] din
ul lommig dour !
Leun eo ‘r vered ‘rez ar
c’hleuzioů,
Leun an iliz ‘rez an
treuzoů ;
Ret eo bennigań ar parkoů,
Da lakaat enno ar c’horfoů.
Me ‘wel er vered un dervenn,
Hag en he beg ul lińser
wenn :
Aet an holl dud gant ar vosenn.
Kervarker, Barzhaz Breizh, 1839
Bosenn Elliant
‘Tre ar Pont-Gwenn hag ar Faoued,
Eh eus ur sant en deus kaozeet.
Ha eń ‘lâras d’ar Faouediz,
Lakaat un oferenn bep tri miz,
Lakaat un oferenn bep tri miz,
Evit pellaat ar vosenniz.
Aet ar vosenn da Elliant,
Marv ‘zo geti seizh mil pemp
kant.
Ret ‘oa bennigiń ar parkoů,
Evit interiń ar c’horfoů.
Bout ‘oa seizh mab en un tiad,
‘Oa aet d’an douar tout ‘n ur
c’harrad.
‘Oa oaet d’an douar tout ‘n ur
c’harrad,
O mamm a oa doc’h o charreat,
O mamm a oa doc’h o charreat,
O zad ŕr-lerc’h ‘n un
c’hwitellat.
O zad ŕr-lerc’h ‘n un
c’hwitellat,
Kollet getoń e spered vat.
E Elliant hep lâret gaou,
Ema marv tout an dud ‘met daou.
Kanet get Maryvonne
Bacon (genidik a Vęlann)
Dastumet get Donatien
Laurent,
Tradition chantée de Bretagne – Les sources du Barzaz Breiz aujourd’hui,
Ar Men / Dastum, 1989
POELLADENNOŮ
‘Tre ar Pont-Gwenn hag ar Faoued,
Eh eus ur sant en deus kaozeet.
Ha eń ‘lâras d’ar
………..…………….. ,
Lakaat un oferenn bep
……… ………… ,
Lakaat un oferenn bep ………
……… ,
Evit pellaat ar vosenniz.
Aet ar …….………. . da
Elliant,
Marv zo geti seizh mil pemp kant.
Ret ‘oa bennigiń ar parkoů,
Evit ……………….…… ar c’horfoů.
Bout ‘oa seizh mab en un tiad,
‘Oa aet d’an douar tout ‘n ur ……………………..
.
‘Oa aet d’an douar tout ‘n ur …………………….. ,
O mamm a oa doc’h o charreat,
O mamm a oa doc’h o charreat,
O zad ŕr-lerc’h ‘n un
……………………….. .
O zad ŕr-lerc’h ‘n un
………………………….. ,
Kollet getoń e spered vat.
E Elliant ……….
……………….. ……………… ,
Ema marv tout an dud ‘met daou.

Porteled Fańch an Uhel,
get Alfred Beau,
mirdi an Arzoů-kaer,
Kemper
Bosenn
Elliant
I
- Hanter-kant
nozvezh ez on bet
‘N ur parkig
bihan balanek ;
O klask
laerezh kleier ‘n Drinded.
Ar c’hleier a
sone o-zri,
- Olier baour,
krouget e vi !
‘Ma ‘r
vosenn-wenn e penn da di,
Pa garo Doue,
yal’ en ti.
- Pa deuy en
ti, me ‘yal e-maez.
Meur da galon
a gra diaes !
Kalon intańv
hag intańvez,
Kalon minor
ha minorez ! ...
II
Aet eo ar
vosenn a Elliant,
Aet ‘zo ganti
seizh mil ha kant !
Kriz ‘vije ‘r
galon na ouelje,
E bourc’h
Elliant nep a vije,
O welet seizh
mab ‘n un tiad
O vont d’an
douar ‘n ur c’harrad !
Ar vamm baour
eus o charreat,
An tad
war-lerc’h o c’hwibanat ;
An tad
war-lerc’h o c’hwibanat,
Kollet gantań
e skiant-vat !
Ret ‘oe
arretiń ‘n oferenn-bred,
Gant trouz ar
c’hirri houarnet...
- Aotrou Sant
Jili, emezi,
Lojet ma
bugale ‘n ho ti !
- Penaos
c’hallfen-me o lojo,
Karget m’
iliz bet an treuzoů ;
Karget m’
iliz bet an treuzoů,
Ha ma bered,
bet ar murioů !
Dav eo bennigań
ar parkoů,
‘Vit lakaat
lod eus ar c’horfoů :
Dav eo
bennigań ar c’hroazioů,
Evit arretiń
an Ankoů !
III
E bourc’h
Gourin war un daol wenn,
Ez oa skrivet
gwerz ar vosenn ;
‘N dimezell
yaouank he c’hane,
Ur c’hloareg
yaouank a skrive.
Kanet gant Gaďt, maouez a 70 vloaz, Plomeur
(Penn-ar-Bed), 1868
Dastumet get Fańch an Uhel
Ar
vosenn
An dra-se ‘oa ‘ba’ foar Kemper. Setu du-se, ‘veze gwerzhet ed,
segal, kerc’h, peotramant ed du, ha ne veze ket droed da zilas ar sac’h a-raok
kreisteiz. Benn ‘veze sonet kreisteiz, ‘benn neuze, c’hwi ‘poa droad da zilasań
ho sac’h.
Setu ‘ benn neuze, ar veilherien, peotramant ar re all, ar re
‘oa aet evit prenań ed, ‘foute o dorn ‘ba’ sac’h ‘mod-se evit santout ma oa ur
c’hwezh vat gantań, ma ne oa ket ur c’hwezh tufet, koa, ‘giz ‘vez lâret.
Setu ar vosenn ‘oa kurius tre ivez, evel just, o welout ar
meilher, ar wazed, o foutań o daouarn ‘mod-se ‘ba’ ‘r sac’h, o c’hwesaat an ed.
Hag hi, o tont evel just, da gavout ar vaouez all ivez, foutań he dorn ‘ba’ ‘r
sac’h ivez. Hi ‘lâr dezhi, d’ar vaouez-se :
« Gant ho ed du ‘zo flaer ! »
- Petra, non de gieu ! ‘lâr houmań, mallozh gast ! gant
ma ed ‘zo flaer, ‘zo flaer ?
Hag houmań o reiń un taol paraplu war he gorre.
« C’hwi ‘poa tor, ‘lâr-hi, da werzhań ho ed ! »
- Na bout ‘zo Doue ‘oa flaer gantań, ne oa ket dav lârout lar’oa
flaer.
Met setu hounnezh hag he doa tapet un taol paraplu, hi ‘doa bet
‘walc’h. Hi ‘dreńv, un tammig, ‘c’houlas gant ur vaouez all du-se :
« Peseurt, eus peseurt parrez emań ar c’hoef, ar
c’hostum-se ? »
- A, hounnezh ‘zo eus Elliant, ‘lâre hi.
- A, ya hounnezh ‘zo eus Elliant. Bremań, ‘lâr-hi, ‘ouzon da
belec’h mont, ‘lâr-hi.
Setu ar vosenn, neuze, he doa kemeret hent Elliant. ‘Benn ‘oa
deuet-hi un tammig ‘ba’ ‘n hent, hi ‘welas ur charaban o tont war he lerc’h,
hag ‘oa ur gwaz ‘barzh. Setu-eń harpet, kar ar gwaz-se, emichańs, ‘oa un den
kontant da rentań servij d’an dud. Hag eń ‘c’houle ganti :
« Da belec’h emaoc’h o vont ? »
- Me, ‘lâr hi, ‘zo o vont beteg bourc’h Elliant, lâr-hi.
- Bon, ‘lâr-eń, n’ho peus ken nemet dont ‘ba’ ‘r charaban, me
‘zo o vont ivez. Setu, mod-se ‘m bo kompagnunezh.
Setu ‘benn en doa graet ar marc’h ur c’hilometr war-lerc’h, ‘benn
neuze ‘oa an eon war e c’horre, an dour o tiverań outań. Setu an hini ‘oa gant
ar jav, evel just, en doa harpet.
« O, ‘lâr-eń, ma marc’h, ma jav ‘zo klańv, sellit peseurt
mod emań an eon war e c’horre, ‘lâr-eń, an dour o tiverań outań eus
partout. »
- A, ya, met, ‘lâr-hi dezhań, c’hwi n’ouiec’h ket lâr emaon
pounner. Me ‘bouez pemp kant livr, ‘lâr-hi...
- Pemp kant livr ! ! !, ‘lâr-eń.
- Ya, ‘lâr-hi, me ‘bouez pemp kant livr, ‘lâr-hi, ha me eo ar
vosenn, me ‘zo o vont, ‘lâr-hi, da zistrujań tout bourc’h Elliant, dija. Ne
chomo ket kalz ‘dra, unan dre zek, lâr-hi, ‘chomo.
- O ! ! !, ‘lâr-eń dezhi, ma ‘mefe bet gouezet,
neuze, kement-se,‘lâr-eń, n’em befe ket lakaet ac’hanoc’h ‘ba ma charaban.
- Met c’hwi, ‘lâr-hi dezhań, c’hwi ‘c’hall bout trankil, c’hwi
ne voc’h ket touchet. ‘Benn disul, ‘ser dont d’an oferenn, c’hwi ‘welo ac’hanon
‘ba’ porched an iliz, ha ganin-me ‘vo ur vazhig wenn, ‘lâr-hi, ha kement den
‘vo touchet ganin ‘varvo. Ha c’hwi ne voc’h ket touchet, ma ne lârit ket netra
da zen ebet.
‘Benn oa deuet d’ar gęr, n’en doa ket lâret netra da zen ‘bet.
- Boaz’ vez deomp, ‘lâr-eń, an hanter ouzhomp, mont d’an oferenn
vintin, an hanter all d’an oferenn bred. Met, ‘benn warc’hoazh, ‘lâr-eń, ‘z
aimp tout d’an oferenn bred, tout asambles, ha me yelo ‘raok, ‘lâr-eń.
Met hemań n’en doa ket bet sońj da lârout anezhań ivez d’ar
vosenn : « Ni yelo tout d’ar memes oferenn, ha ne douchit ket ouzh ma
familh. Ma familh ‘zegouezho tout asambles ganin, na douchit ket oute. »
Degouezhet ‘ba’ porched an iliz, eń ‘wele anezhi ‘vat o touchań
tout an dud ‘mod-se gant ar vazh. Ha den ebet all ne wele ket anezhi. Setu,
‘benn ar fin, ‘benn ‘oa deuet houmań dezhań, hennezh ‘oa lezet da vont ‘biou,
n’he doa ket touchet outań.
- Hounnezh eo ma maouez hag ar re-mań all, ‘lâr-eń, ma bugale.
An devezh war-lerc’h, ne chome ken ‘met an ozac’h, tout ar
familh ‘oa marv ‘hend-all. Tout ‘oant marv. Ya peogwir ‘veze kontet :
unan, daou, tri, pevar, pemp... nav, dek. An dekvet ne veze ket touchet, tout
ar re all ‘veze touchet.
Ha degouezhet ‘oa an distruj ‘ba’ Elliant, ar bloavezh-se. Bout
‘oa familhajoů ‘ba’ Elliant ‘oa bet distrujet tout, tout, tout. Memes, bout ‘oa
lod o doa bet heritet war-lerc’h eus c’hwec’h, seizh ferm.... ya.
Ha den ebet n’en doa bet gouiet eus pelec’h ‘oa hi debarket.
Kontet gant Pęr Bras, ganet e Kore e 1904,
enrollet get Mona Bouzec e 1977
[1] Un dra vat e vehe menegiń mat an niverenn
referańs a gavoc’h ŕr ar CD-ROM, e kiz testenn kuzhet, e-raok pep
testenn ; dre skwer, evit Ar bleiz hag an oan, Étienne Le Strat (Stevan Kerhored) Le Strat, Gwerzennoů Breizh-Izel, An Henbont,
1931, ar referańs a zo FL03.
[2] preńved
[3] Ma toucha d’ar gern
er skrid kavet ŕr levrig ar bladenn, hag a sinifi, sańset : Si le mât
vient ŕ se briser (?...)
[4] en doe er skrid orin :
skriv kentoc’h en doe e
peurunvan ?
[5] da hul er skrid-orin. Lakaet hon
eus da c’houll’, a c’hellahe bout ar verb goulloiń (?)